한국   대만   중국   일본 
Ledenez iberek - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Ledenez iberek

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ledenez Iberia )
Ledenez iberek
Ledenez
Kevandir Europa   Kemmañ
Stad Spagn , Portugal , Andorra , Jibraltar , Frans   Kemmañ
War ribl Meurvor Atlantel , Mor Kreizdouar , Pleg-mor Gwaskogn   Kemmañ
Lec'hiadur Europa   Kemmañ
Daveennou douaroniel 40°14′24″N 4°14′21″W   Kemmañ
Poent uhelan Mulhacen   Kemmañ
Studiet gant Iberian studies   Kemmañ
Staget ouzh Pireneou   Kemmañ
Map
Evit ar vro eus Kaokaz en Henamzer , sellit ouzh Iberia (Kaokaz) .
Luc’hskeudenn eus al Ledenez iberek, tennet eus ul loarell.

Al Ledenez iberek , pe ledenez Iberia , zo ul ledenez vras e mervent Europa , etre ar Pireneou ha Norzhafrika , etre ar Mor Kreizdouar hag ar Meurvor Atlantel . Etre al Ledenez iberek ha kevandir Afrika eman Strizh-mor Jibraltar , a genstag ar Mor Kreizdouar hag ar Meurvor Atlantel . En em astenn a ra al Ledenez iberek war 582 925 km². Enni eman Spagn (al lodenn gevandirel anezhi, war-bouez Traonienn Aran pa red doureier houman war-du an hanternoz), Portugal , Andorra , enklozadur Jibraltar (e dalc’h Breizh-Veur ) hag al lodenn c'hall eus Cerdanya . Hogen n’eo ket bet atav rannet evel-se, a-hed an istor.

En Henamzer e oa meur a bobl dre al ledenez, ha Kelted e oa lod anezho. Goude aloubadegou ar Wizigoted hag ar Vuzulmaned, e oa bet, er Grennamzer, stadou muzulman e kreisteiz al ledenez, tra ma oa rouantelezhiou kristen en hanternoz, anvet Asturiez , Leon , Kastilha , Aragon . Tamm-ha-tamm e tigreskas al lodenn e dalc’h ar Vuzulmaned, tra m’en em unane ar rouantelezhiou kristen. Met meur a vrezel a voe etre ar rouantelezhiou-se, a-raok en em gavout, a-benn dibenn ar XV vet kantved , gant div stad vras el ledenez : Spagn ha Portugal. O-div a voe aloubet gant armeou Napoleon Bonaparte e derou an XIX vet kantved . An div anezho ivez a zeuas da vezan rouantelezhiou en XX vet kantved , met Spagn, goude ur brezel diabarzh ha diktatouriezh Francisco Franco , zo deuet da vezan ur rouantelezh en-dro.

Dont a ra ar wrizienn iber- marteze eus anv ar ster Ebro (a oa Iberus e latin ), pe eus anv ur bobl a veve e reter al ledenez gwechall-gozh, an Ibered . En Henamzer e veze graet Iberia eus al ledenez gant ar C'hresianed hag ar Romaned.

Ar braz eus diabarzh al ledenez a ya d’ober uhelblaenennou , ur 600 metr bennak a-us live ar mor. Un nebeud meneziou uheloc’h zo, evel Meneziou Kantabria en hanternoz pe ar Sierra Nevada er c’hreisteiz. War-bouez ar ster Ebro , en em daol er Mor Kreizdouar, ez a ar pep brasan eus steriou bras ( Douro , Tajo , Guadalquivir ) war-zu ar c’hornog hag ar Mor Atlantel. Roc’hellek eo aodou an hanternoz hag ar c’hornog dre vras ; traezhennou bras a gaver war aodou ar reter hag ar c’hreisteiz.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]