Kuzul an Norzh

Eus Wikipedia
Banniel Kuzul an Norzh
Izili Kuzul an Norzh

Kuzul an Norzh zo un aozadur a vod dilennidi eus broiou Skandinavia . Savet e voe e 1952 evit aesaat ar c'henlabour politikel etre pemp stad eus Skandinavia. Adalek ar penn kentan e c'hallas o annezidi mont ha dont etre ar stadou hep paseporzh ebet ha klasket e voe sevel ur marc'had boutin etrezo.

Ar C'huzul a ya d'e ober breman 87 kannad dilennet eus Danmark , Finland , Island , Norvegia ha Sveden kenkoulz hag eus an inizi Faero , Greunland hag an inizi Aland . Bep bloaz e vezont dilennet, e-barzh parlamant pep bro. Un dalc'h hollek a vez en diskar-amzer, hag en nevez-amzer e vez bodet ar pemp bodad-labour a zo. Teir yezh labour zo : an daneg , an norvegeg hag ar svedeg .

E 1971 e oa bet savet ur C'huzul ar Vinistred evit kenurzhian politikerezh ar stadou. Eman bureviou kreiz Kuzul an Norzh e Kopenhagen ha bureviou all zo ivez e pep bro. Pal Kuzul an Norzh eo kas da benn labouriou ha ne c'hallfent ket bezan graet gant pep stad he-unan. Rankout a ra gouarnamant pep bro rentan kont eus ar pezh a ra evit ar c'henlabour etre broiou an Norzh dirak ar C'huzul.

Izili [ kemman | kemman ar vammenn ]

E-touez izili Kuzul an Norzh eman ar stadou hag an tiriadou-man :

Deuet eo ar broiou balt da vezan arvesterien e-barzh Kuzul an Norzh, abaoe 1991 :

Liamm diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]