한국   대만   중국   일본 
Kurt Waldheim - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Kurt Waldheim

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-man
 
Kurt Waldheim

Kurt Waldheim (bet ganet d'an 21 a viz Kerzu 1918 e Sankt Andra-Wordern , Aostria , ha marvet d'ar 14 a viz Even 2007 e Vienna , Aostria , diwar mour ar galon), a oa un diplomat hag un den politik aostrian . Sekretour-meur an ABU e oa bet etre 1972 ha 1981 ha Prezidant Republik Aostria diwezhatoc'h ( 1986 - 1992 ). Dimezet ha tad tri bugel (div verc'h hag ur mab dezhan).

Studiet en deus ar Gwir ha tapet gantan un Doktorelezh e Skol-Veur Vienna. E-pad an Eil Brezel-bed e oa Ofisour el lu alaman (ar Wehrmacht). Jubennour e oa e Yougoslavia pa voe aloubet ar vro gant armeou Hitler .

Tabut diwar-benn e berzh e torfedou an nazied [ kemman | kemman ar vammenn ]

Goude e labour evel diplomat eo bet dilennet Prezidant Republik Aostria. War ar renk evit OVP (tu-zehou) e oa. Diskouezet eo e berzh en ur rejimant en deus graet divalavamantou e Yougolavia. Asuran a ra en deus graet e dlead ha chom Prezidant betek fin e respet. Persona non grata eo diskleriet gant Stadou Europa hag ar Stadou-Unanet . War ur roll du eo bet lakaet.

N'eo ket a-du an istorourien war e berzh e krimou. Tamallet eo avat ivez gant Bodad Yudev ar Bed da deportin Yudev eus Gres.

Liammou [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .