Kelted

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan
Kelted
Sevenadur , style , historical ethnic group
Iskevrennad eus meuriad , historical ethnic group   Kemmañ
Heuliet gant Celtic people   Kemmañ

Ar Gelted zo anezho un tolpad poblou eus ar C'hentistor , bet o kantren e-kreiz Azia da gentan, hag aet da aloubin an darn vuian eus Europa diwezhatoc'h.

Anavezet eo o sevenadur diwar kavadennou an hendraourien, pe an arkeologiezh , hag un nebeud testennou skrivet diwar o fenn. Savet eo bet ar skridou-se gant tud ha ne oant ket Kelted peurvuian, nemet ar re savet e Bro-Iwerzhon e derou ar Grennamzer , setu perak ez eo aet da get roudou o stuzeghezhiou hag o c'hredennou dindan pouez brasoc'h-brasan ar gristeniezh .

N'eus ket kalz a destennou e yezhou keltiek a veze implijet en Henamzer pa ne grede ket ar Gelted kozh skrivan ar pezh a gredent hag ar pezh a ouient evit abegou relijiel marteze. Chomet eo ar yezhou keltiek implijet hiziv ha meur a roud eus o beziou hag o savaduriou (savaduriou-difenn, roudou o atantou hag o zemplou ).

Orin an anvadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Addisplegou war Brezel Galia gant Kaezar (embannadur 1783)

N'anavezer ket an anv a rae ar Gelted anezho o-unan ha degaset eo bet ar geriou Keltoi ( gresianeg ) ha lingua celta ( yezh keltiek ) gant tud ar sevenaduriou all (Gresianed ha Romaned) .

Gallia est omnis divisa in partes tres, quarum unam incolunt Belgae, aliam Aquitani, tertiam qui ipsorum lingua Celtae , nostra Galli appellantur. | Julius Kaezar en e levr De Bello Gallico . Teir rann a ya d'ober Galia, ar v-Belged en unan anezhi, an Akwitaned en eil hag en trede rann ar re a ra anezho o-unan er yezh keltiek ar C'halianed .

Kinniget ez eus bet meur a c'herdarzh evit ar ger "kelt" :

  • ar wrizienn indezeuropek "*kel pe *kol ≪ trevadenn(er)
  • ar wrizienn indezeuropek *keleto ≪herr≫ pa veze kustum ar Gelted da zilec'hian buan war varc'h
  • ar wrizienn henvrezhonek "*kaled" (kalet e brezhoneg hiziv) a gaver ivez e-barzh anv pobl ar "Caledonii" (en Henamzer e Bro-Skos ). Marteze ne oa ket bet miret ar stumm kal gant ar C'hresianed p'o doa ur ger re dost dezhan (kala = kened ).

Lod o deus sonjet e oa keltoi da vezan tostaet ouzh ar ger germanek "hahlen" (kuzh), met diaes eo kompren peseurt liamm a zo etre ar yezhou germanek hag ar yezhou keltiek, nemet o orin indezeuropek. Tostaet eo bet ar Geltoi , ar C'halated (ur meuriad kelt aet da Azia-Vihannan ) hag ar C'halli (Galianed), met n'eo ket sur evit tud a gred e teu Galated ha Galli eus ar ger keltiek ha germanek a dalvez evit estranjour pe alouber .

Evit ar yezhou keltiek, sell ouzh pajenn ar yezhou keltiek .

Istor ar Gelted [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mammennou kentistorel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kartenn Sevenadur Hallstatt

E diskiblezhiou akademiek a bep seurt e vez sellet ouzh ar Gelted evel un anadenn eus Oadvezh an Houarn e Kreiz Europa, dre ar sevenaduriou Hallstatt ha hini La Tene. Rouez eo ar c’havadellou arkeologoel a-fet ar sevenadur Hallstatt ha hini La Tene el ledenez iberek, ha dre-se ne n’eus ket trawalc’h a brouennou evit lavaret e oa bet ur senario sevenadurel henvel ouzh hini Kreiz Europa. Ken diaes eo ober ul liamm etre orin al ledenez kelt ha sevenadur ar parkadou jarligou kanv kent. Dre-se e sonjer abaoe nebeut amzer e oa bet ur seulad kentistorel hag un argerzh sevenadur a oa bet an derou anezhan en Oadvezh an Arem Sevenadur kloc'hhenvel . [1]

Sevenadur Oadvezh an Houarn Hallstatt (war-dro 800 kent J.-K.) ha hini La Tene (war-dro 500-50 kent) zo liammet peurliesan ouzh ar C’hentistor hag ar Sevenadur keltiek. [2] .

Aet e oa ar Sevenadur La Tene war-raok hag e barr e bleunv e oa bet e-pad Eil Oadvezh an Houarn (adalek 450 goude J.-K. betek aloubadenn ar Romaned er c’hantved kentan goude J.-K.) e reter Frans , e Suis , en Aostria , e mervent Alamagn , e Republik Tchekia , e Slovakia hag en Hungaria . Aet e oa war-raok er-maez eus ar sevenadur Hallstatt hep ma vije un torr er sevenadur, dindan levezon vras ar sevenadur gresian, ha goude gant sevenadur an Etrusked. Chenchet e oa bet diazezaduriou kreizennou zo er 4e kantved.

Sevenadur La Tene ar C’hornog a glot gant Galia Geltiek istorel. Ma talvez an dra-se e oa lakaet holl ar sevenadur La Tene war anv ur bobl gelt unvan ez eo diaes da brizian; henoniourien o devez kendastumet meur a wech ne oa ket ar yezh, ar sevenadur danvezel hag ar c’henezeladur politikel o ren kenver-ha-kenver dre ret. Stadan a ra Frey an dra-se er 5vet kantved , “Ne oa ket henvel al lidou kanv er bed keltiek; strolladou lec’hiet o doa o c’hredenn dezho o-unan ha dre-se o doa bet ivez eztaoladennou arzel dishenvel” [3] . Neuze, tra ma klot sur a-walc’h ar sevenadur La Tene gant Galia , e c’hall bezan dleet an artefaktou La Tene d’an darempredou sevenadurel ha ne lavar ket e veze bepred bezant ar geltiegerien.

Sevenaduriou Hallstatt & La Tene

Mammennou istorel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Embann a reas Polybius un istor eus Roma war-dro 150 kent J.K. , m’en doa deskrivet Galia hag Italia hag ar brezeliou a oa etrezo ha Roma. Lavarout a reas Pausanias “en eil kantved kent J.-K. e veve ar C’halianed, a veze anvet ar Gelted da gentan, er ur vro er penn bellan eus Europa war aod ur mor divent.” Deskrivan a reas Posidonius Su Galia war-dro 100 kent J.-K. Kollet e oa bet e labour, koulskoude, daoust ma oa bet implijet diwezhatoc’h gant skrivagnerien evel Strabo . El levr diwezhan, bet skrivet er 1an kantved goude J.-K. , e komzer eus Breizh-Veur ha Galia, koulz hag Hispania, Italia ha Galatia. Skrivan a reas Kaezar diwar-benn Brezeliou Galia (Commentarii de Bello Gallico) e 58-51 kent J.-K. Diodorus Siculus a skrivas diwar-benn ar Gelted eus Galia ha Breizh-Veur en en unan al levriou Istor bet skrivet gantan.

Kelted ar c’hevandir [ kemman | kemman ar vammenn ]

Galia [ kemman | kemman ar vammenn ]

Galia war-dro 54 kent J.-K.
Pennad pennan: Galia

E derou istor Europa e veve ar Gelted neuze en tiriad a anver Frans hiziv hag a veze graet Galia anezhi d’ar mare-se gant ar Romaned. Tiriad ar poblou a c’hoarveze, war a seblant, eus an Izelvroiou , an Alpou hag ar rannvro a anver Norzh Italia hiziv. Diskennidi ar poblou-se a oa bet deskrivet gant Julius Kaezar en e levr "Brezeliou Galia . Reter Galia a oa kalon ar sevenadur kornogel la Tene. En eil Oadvezh an Houarn e oa henvel an aozadur sokial ouzh hini ar Romaned, gant keriou bras. Adalek an 3e kantved kent J.-K. o doa ar C'halianed degemeret ar moneiz, koulz hag ar skridou gant lizherennou gresian a veze anavezet e Su Galia abaoe an eil kantved.

Marc'hadourien c'hresian o doa diazezet Marsilha war-dro 600 kent J.-K., evit eskemman gant Traonienn ar Ron , met nebeut amzer goude 500 goude J.-K. e oa bet direizhet ar c’henwerzh ha lakaet da drein dreist an Alpou war-du traonienn ar Po en Italia. En em gavout a reas ar Romaned e traonienn ar Ron en eil kantved goude J.-K. ha kavet o doa ur C’halia ma veze komzet keltieg dreist-holl. Ezhomm he doa Roma da astenn ar c’hehentin gant he frovinsou iberek ha trec'h e oa bet war ar bobl Saluvii goude bezan brezelet ganto en Entremont e 124-123 kent J.-K. Tamm-ha-tamm e kontrollas ar Romaned an astenn, hag ar Brovins roman a voe krouet a-hed a-hed aod kreizdouarel. Anavezet e oa ar peurrest evel Galia.

E 58 kent J.-K. o doa divizet ar bobl Helveteii envroan war-du ar c’hornog met rediet e oant bet gant Julius Kaezar da vont war o giz. Neuze en doa brezelet gant meuriadou a bep seurt e Galia ha war-dro 55 kent J.-K. e oa bet aloubet an darn-vrasan eus Galia. E 52 kent J.-K. en em savas Verkingetorix a-enep aloubadenn ar Romaned met trec’h a oa bet warno pa oant bet o lakaat ar seziz war Alezia ha kodianet o doa gantan.

Da-heul Brezeliou Galia 58-51 kent J.-K. ez ae Keltia d’ober al lodenn vrasan eus ar C’halia Roman. Diskouez a ra an lec’hanviou dielfennet e vez graet gant ar c’heltieg e reter ar Garona hag e su ar Saena hag ar Marne.

Iberia [ kemman | kemman ar vammenn ]

Takadou ar yezhou pennan en Iberia . E glas eman ar yezhou keltiek, war-dro 300 kent J.-K.
Pennad pennan: Keltiberianed

Betek dibenn an 19vet kantved e veze anavezet ar Gelted eus al ledenez iberek gant ar ouizien evel ur sevenadur danvezel a denn d’ar sevenaduriou Hallstatt ha La Tene . Ne oa ket nemeur a boblou kelt en Iberia, hervez ar pezh a ouzer diwar-benn Oadvezh an Houarn en 19vet kantved ha n'eus ket eus ur senario sevenadurel ken aes da sevel ha hini Kreiz Europa. Sonjal a reer e oa eus tri seurt Kelted en Iberia : Ar Geltiberianed er meneziou e-kreiz al Ledenez Iberek, ar Celtici er mervent, hag ar Gelted er gwalarn.

Ar ouizien a vreman, koulskoude, o deus prouet splann e oa eus ar Gelted en Iberia ha levezon vras o doa bet ar re-se enni, dreist-holl e rannvroiou ar c’hornog hag an norzh. Rannet eo bet Ar Gelted en Iberia e daou strollad henoniel ha sevenadurel, ha pa ne vefe ket gwall splann an doare da vezan rannet anezho evel-se : *ur strollad a veve a-hed aodou Galizia hag a-hed aodou atlantel Iberia. Bevan a raent e Lusitania (e Portugal) hag er rannvro geltiek, a veze anvet Celticia gant Strabo , a oa e mervent al ledenez iberek, en ur gontan e-barzh an Algarve, ma veve ar poblou Celtici , Vettones ha Vacceani (eus gwalarn kreiz Spagn) hag ar poblou Gallaecia , Astures ha Cantabrian eus sevenadur ar C’hastellou, e norzh hag e gwalarn Spagn ha Portugal.

  • Strollad ar Geltiberianed eus kreiz Spagn ha traonienn uhelan an Ebre. Eus an tiriadou zo e Frans hiziv an deiz e oa deuet ar bobl-se da annezan Iberia, e-touez ar poblou iberek a oa enni dija.

Dre studian orin ar Geltiberianed e c’hallfec’h intent gwelloc’h an argerzh annezan ar Gelted er peurrest eus al ledenez. N'eo ket an argerzh annezan mervent al ledenez gant ar ar bobl Keltoi , koulskoude, un dra aes da gompren. Studiadennou zo bet graet nevez zo war ar poblou Callaici ha Bracari e gwalarn Portugal ha doareou nevez da gompren ar sevenadur keltiek (yezh, arz ha relijion) zo breman e gwalarn Iberia.

Alpou ha traonienn ar Po [ kemman | kemman ar vammenn ]

E-pad pell amzer e ouiemp e oa bet un takad keltiek ( Lepontic , a oa anvet Keltia Cisalpina, e norzh Italia . Enskrivaduriou eus ar 6vet kantved kent J.-K., evit gwir, a oa bet kavet ennan.

Al lec'hiad Golasecca , m’en em daol ar ster Ticino eus al Lenn Maggiore , a oa ul lec'h a-feson evit ober eskemmou en diabell, ma oa ar C'holasccanied hanterourien etre an Etrusked hag ar sevenadur Halstaat eus Aostria. Kementadou bras a holen a veze eskemmet etrezo.

Saviad ar sevenadur Golasecca war-du su ar sevenadur Hallstatt .

E 391 kent J.-K. e oa tremenet ar Gelted, o doa o ziez-annez en tu all d’an Alpou, dre an odeou gant o holl nerzhiou hag aloubet o doa an tiriad etre an Appenninou hag an Alpou, hervez Diodorus Siculus , traonienn ar Po hag ar peurrest eus norzh Italia ( Gallia Cisalpina ), ma oa keltiegerien o chom. Milano a oa bet diazezet gant ar re-se. Diwezhatoc’h e oa bet trec’het al lu roman e-pad emgann Allia ha drastet e oa bet Roma gant ar Senoned e 390 kent J.-K.

E-pad emgann Telamon e 225 kent J.-K. e oa chomet stanket un arme bras a Gelted etre daou nerzh lu Romaned ha trec’h a oant bet warnan.

Trec’h e oa bet ar Romaned war ar Samnited, ar Gelted hag an Etrusked, a oa kevredet an eil re gant ar re all, e-pad trede brezel ar Samnited hag adalek ar mare-se ne veze ket mui ar Gelted mestr war en Europa ar c’hevandir, met ne oa nemet e 192 kent J.-K. e krogas al luiou roman da aloubin rouantelezhiou diwezhan dizalc’h ar Gelted en Italia.

En em ziazezet e oa ar Gelted muioc'h er su d'ar Po evel ma c'haller gwelet war meur a gartenn. Dismantrou e Doccia, ur ger e provins Emilia-Romagna , a ginnig tiez e-ratre-vat savet gant ar Gelted adalek ar 4e kantved kent J.-K.

Ar Gelted er Balkaniou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Meuriadou kelt e gevred Europa, Illyria ha Pannonia, war-dro ar Ian kantved kent JK (e glas).

En em ledan a reas ar Gelted ivez war riblou an Danav hag e adsteriou. Ar Scordisci , unan eus ar meuriadou levezonus, o doa diazezet o c'her-benn e Singidunum ( Beograd (Serbia) hiziv an deiz) en III kantved kent J.K. Diskouez a ra an torgennou mogeriet hag ar beredou niverus e oa stank an dud o chom e Tisza , traonienn Vojvodina hiziv an deiz, Hungaria hag en Ukraina . An Daked o doa miret outo, koulskoude, d’en em ledan e Roumania .

En em ziazezan a reas ar Gelted pelloc'h er su e Trakia ( Bulgaria ), a oa bet renet ganto e-pad ouzhpenn ur c’hantved, hag en Anatolia , ma oant en em ziazezet evel ar C’halated . Petra bennak ma oant pell diouzh ar peurrest eus ar bed keltiek o doa kendalc'het ar C'halated d’ober gant o yezh keltiek e-pad seizh kant vloaz da nebeutan. Sant Jerom , a oa bet o weladennin Ancyra ( Ankara hiziv an deiz) e 373 goude J.-K., en doa kenveriet o yezh gant hini an Treveri e norzh Galia.

Ar meuriad Booi en deus roet e anv da Vohemia , Bologna hag ivez da Vavaria marteze. Artefaktou keltiek ha beredou zo bet dizoloet pelloc’h er reter, er broiou a anver Polonia ha Slovakia breman. Ur pezh moneiz keltiek ( Biateg ) eus Bratislava zo diskouezet war ur pezh moneiz slovak 5 kurunenn hiziv an deiz.

Evel ma ne c'haller ket prouin e oa bet aloubidigezhiou bras en un nebeud takadou all d'ar mare-se e sonj ur skol a-vreman e oa en em astennet ar yezh hag ar sevenadur keltiek en takadou-se dre zarempredin kentoc’h. Testeniekaet eo aloubidigezhiou Italia hag ar Balkaniou (Gres ha kornog Anatolia) gant ar Gelted en Istor gresian ha latin.

Niverus e oa ar Gelted e gourc'hemenn roueed Egipt. Miliadou anezho a veze implijet e 283-246 kent J.-K. ha servijout a raent atav war-dro 186 kent J.-K. Klasket o doa diskar Plotemee II..

Avielan Iwerzhon [ kemman | kemman ar vammenn ]

En Iwerzhon e padas pell a-walc'h ar sevenadur keltiek dre ma oa un enezenn eus Iwerzhon. N’o doa ket treizhet al legionou roman Mor Iwerzhon hag e-se n’o doa ket drastet sevenadur ar vro gant o hini, ha pa veze darempredou etre ar Ouezeled hag an Impalaeriezh roman adalek ar 1an kantved kent J.-K.

Pa voe gounezet ar poblou kelt d’ar feiz kristen, ar re a rae ar vegenn anezho da gentan, ez antreas Iwerzhon er Grennamzer europat. Chenchet o doa relijion met n’o doa ket chenchet o renkadou belegel : kouezhan a reas an drouizelezh en he foull met an drouized a voe kristenaet da gentan ha dont a rejont da vezan beleien an iliz nevez. Gant an deskadurezhiou nevez degaset d'ar seulad kelt e voe krouet ar pezh a anver ar gristenelezh keltiek .

N’anavezer ket penaos e oa bet avielet ar vro hag ar mammennou zo en hon c'herz zo buheziou ar sent dreist-holl. E 431 e kasas ar pab Celestin 1an ur Galian , a oa Palladius e anv, da avielan ar ≪  Skoted  ≫. E 452 ez eo ar Brezhon-ha-Roman Maewyn Succat, lesanvet sant Padrig , a zouaras en enezenn. Hanvalout a ra e oa bet an hini kentan o kas da benn e gefridi e Laighin hag an eil en Ulaid hag e Connachta . Brudet eo Padrig rak skarzhet en dije an naeron kuit eus an enezenn ha displeget en doa kevrin an Dreinded santel war-bouez ur velchonenn deir.

Dre ma oa ar gevredigezh keltiek ur seurt doueriegezh ne c'hallas lakaat ar poblou kelt da drein d'ar feiz kristen hep kregin gant ar c'hlas belegek ha ≪ diskouezet ≫ en dije Padrig d’an drouized e oa krenvoc’h e vre eget o re dezho-int. Ma chom roudou zo eus an hengoun keltiek e ranko Iwerzhon talan ouzh ur sevenadur all, hini ar Vikinged, e dibenn an VIII vet kantved .

Arz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kadour en e zav, gant Glauberg, Alamagn

N’o doa ket ar Gelted lezet war o lerc'h kalz a roudou skrivet diwar-benn o sevenadur. Anavezout a reomp anezhan dreist-holl gant o arz, zo bet addizoloet en eil lodenn an XXvet kantved.

Arz ar Gelted zo liesseurt ha diouzh ar mareou hag ar rannvroiou. Levezonet e oa bet ar Gelted gant poblou eus an diavaez ivez : an Etrusked , ar C’hresianed ...da gentan, gant ar Romaned , ar C'hermaned da c'houde hag ivez gant ar Gristeniezh . Dishenvel e oa, koulskoude, diouzh un nebeud dezverkou bras eus arz ar sevenaduriou all :

  • taolennet e veze an doueed, war a seblant, met ne oa ket nemeur a desteniou eus ar mare gal-ha-roman pe diaes eo anavezout anezho (unan eus ar mammennou anavezetan eo Podhouarn Gundstrup ).
  • seblantout a ra ivez ne veze ket graet kalz a zelwennou maen gant ar Gelted, nemet an delv zo anezho en Hess pe e su Galia .

Unan eus dezverkou pennan an arz kelt eo e veze graet kalz a dresou a daolenne tud pe elfennou eus an natur, evel ar gweadegou, ha techet e vezent da ezteuler traou difetis. En he bleunvenn e oa ar c’hiz-se, a oa deuet eus ar sevenadur hallstat, pa voe graet enlivaduriou an dornskridou keltiek eus Iwerzhon pe Skos d'ar mare ma oa bet troet poblou d'ar feiz kristen war an enezenn. Levr Kells zo e-touez an dornskridou-se (gwelet ivez manati Iona ).

  • an delv zo bet adkavet war beziou zo a daolenn paotred en o sav, dezho kreskennou a bep tu d'o fenn. Ouzhpenn ma taolennont kadourien e c’hallfe bezan drouized anezho ivez. Gant ar re-man e veze touzet o fenn a-us d’o zal ha lezet e veze ganto o blev da greskin a bep tu ha plezhennou a veze graet ganto. Ar c’hreskennou-se a vije, a-hervez, un doare eeun da daolennin ar plezhennou blev-se savet a bep tu d’o fenn.

Drouiziezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Daou zrouiz war izelvos Autun.

A-raok ma voe aloubet Galia gant ar Romaned, ha, war a seblant, goude ma oa bet aloubet an inizi, e oa an drouiziezh perzh pennan relijion ar Gelted kozh. Testeniekaet eo ar ≪ gloer ≫ zrouizel gant meur a aozer en Henamzer da vareou dishenvel hag e lec'hiou dishenvel er bed keltiek. En Iwerzhon, hervez an hengoun, e sonjer e vije bet krouet an drouiziezh gant ar Bartholonien , hag a oa en em gavet en Iwerzhon e 312 goude J.-K. war-lerc’h al Linvadenn. E Galia e sonjer e voe hollbouezus ar roll c’hoariet gant an drouized en emsavadeg -52 ha, goude e stourmou ar C’halianed er c’hantved kentan. Abalamour da unan eus ar stourmou-se, bet danevellet gant Tacite en e “Istoriou”, e vije bet krog pennou-bras Roma e 21 goude J.-K. da sevel a-enep an drouized c’halian.

Karget e oa ar ≪ gloer ≫ zrouizel da bledin gant al lidou sakr ha sevenadurel : an drouized hepken o doa gwir da ginnig aberzhou tud a-wechou met dreit-holl aberzhou loened pe aberzhou arouezel (evel m'eo testeniekaet war taolennou-gouestl e koad bet krouet en andon ar Saena). Abalamour ma veze kinniget aberzhou tud, ouzhpenn se, e voe berzet ouzh an drouized sevenin o relijion da vare an Impalaer Tiberius Caesar Augustus (pe Klaodius Ian evit skrivagnerien zo).

Gwiriou brientek all o doa an drouized : an deskadurezh, an diplomatiezh, an istor, al lignezouriezh, al lec'hanvadurezh, ar vezegiezh hag an divinouriezh. Hanterourien etre an doueed hag an dud e oa an drouized, dre ma oa bras o anaoudegezh (Studiou a raent war-dro 20 vloaz, hervez Julius Kaezar) ha dre ma vezent mistri war ar strobinellerezh.

An drouiz a c'hoarie ivez roll ur c'huzulier politikel evit ar roue. Int o-daou a c'hallje bezan un daouad hag ar roue a rene e vro dindan levezon an drouiz. An drouiz Diviciacos , kempred ad Marcus Tullius Cicero a oa bet an hini kentan o sonjal aloubin Galia, a oa penn politikel an Haedui, war a seblant.

Tudenn grenvan ar gevredigezh keltiek e oa an drouiz e pep kenver. Ministr an azeulerezh, prederour, mirour an Anaoudegezh hag ar Furnez, istorour, den a lezenn hag ivez kuzulier milourel ar roue ha klas ar gadourien war un dro e oa. Posupl eo e oa bet reoliet buhez-holl ar Gelted gant an drouized da vareou zo.

Gallout a reer sonjal en doare-se o doe an drouized ur roll diazezer evit ar sevenadur keltiek a-bezh hag evit a sell ouzh holl reolennou ar gevredigezh kelt.

Gouzout a ouzomp hep mont re don penaos e voe aozet klas ar veleien. Tri seurt ≪ micheriou ≫ relijiel a vez anavezet er bed keltiek :

  • an drouiz, da lavaret eo pep ezel eus ar c'hlas belegek, a gase e gefridi e domaniou ar relijion, an aberzhan, ar justis, an deskadurezh, ar varzhoniezh, an divinouriezh, h.a. ;
  • ar barzh a oa un arbennigour war ar varzhoniezh skrivet ha dre gomz. Kefridiet e veze da flemman, da pe da damall;
  • an ovat zo un devinour. Pledin a rae dresit-holl gant an azeulerezh, an divinouriezh hag ar vezegiezh. Ar maouezed a gemere perzh er gefridi-se a ziouganerezed.

Peuzsur omp e oa eus un urzhaz drouizel e Galia ivez, hervez an testennou latin zo chomet ha drezo e ouzer e veze aozet ur vodadeg bep bloaz gant an drouized (war dachenn an Carnutes (Latin Carnuti), e-kichen Chartres . Gouzout a reomp ganto ivez e oa ur "Grutater", da lavaret eo ur penndrouiz, en dije kemeret perzh da vat e politikerezh Galia. Ul liamm, war a seblant, e vije bet an drouizelezh, etre ar poblou kelt.

Deiziataer relijiel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Deiziataer Coligny

Hervez mammennou Iwerzhon e veze lusket ar bloavezh keltiek gant pevar gouel relijiel bras a oa ret. A bouez e oa daou anezho : ≪  Samain  ≫ d’an 31 a viz Here pe d’ar 1an a viz Du (diouzh hon deiziataer) ha “ Belthaine d’an 30 a viz Ebrel pe d’ar 1an a viz Mae. Ne oa ket ken pouezus an daou ouel all : ≪  Imbolc  ≫ d’ar 1an pe d’an 2 a viz C’hwevrer ha ≪  Lugnasad d’ar 1an a viz Eost. ≪ Gwelet ar studiadenn gant Christian-Joseph Guyonvarc’h ha Francoise Le Roux, ≪ Ar goueliou keltiek ≫, Ouest-France Universite, dastumad ≪ De memoire d’homme : an Istor ≫.

  • Samain , a veze lidet d’ar 1an a viz Du eus hon deiziataer, a glot gant derou ar bloaz ha gant hini ar c’houlzad du. Daou goulzad hepken a oa er bloavezh keltiek : ur c’houlzad du eus Samain da Veltaine, hag ur c’houlzad sklaer. Un tregont bloaz bennak a yae d’ober ar ≪ c’hantvedou ≫. Ur gouel tremen e oa ha padout a rae ur sizhunvezh, da lavaret eo e veze lidet tri devezh a-raok ha tri devezh goude. Derou ar bloaz nevez ha dibenn ar bloaz kozh e oa war un dro. Lidou a veze graet gant an drouized, bodadegou, evadegou ha banveziou lidel. Dibar e oa dre ma oa digor war ar ≪ Bed all ≫, da lavaret eo ar Sidh gant Iwerzhoniz) ha gantan e veze harpet an darempredou etre an dud hag an doueed. E Galia e oa ivez eus ar gouel-se, anvet “Samonios” (ar ger a dalvez da envel ar miz a glot mui pe vui gant hor miz Du). Testeniekaet eo e deiziataer Coligny.
  • Imbolc , a veze lidet d’ar 1an a viz C’hwevrer. N’ouzer ket gwall dra diwar e benn. Ur gouel glanan ha lufran e vije, a-hervez.
  • Beltaine , a veze lidet d’ar 1an a viz Mae, a verke un torr er bloaz, da lavaret eo ez eus an tremen eus ar c’houlzad du d’ar c’houlzad sklaer, sklerijennus. Degas a rae chenchamantou e buhez an dud peogwir ez adkroge an dud gant obererezhiou diouzh deiz : chaseal, brezelin, skrapadegou, aloubadennou gant ar vrezelerien, derou labouriou an douarou hag ar maeziou evit al labourerien-douar hag an desaverien loened.
  • Lugnasad , da lavaret eo ≪ bodadeg Lug ≫, a veze lidet d’ar 1an a viz Eost da vare an eostadou. Gouel ar roue e oa ha dreist-holl hini ar riegezh dre ma veze addasparzhet ar pinvidigezhiou. Un ehan e oa ivez evit ar soudarded. Ganto e veze lidet ar peoc’h, ar vignoniezh, ar builhentez ha berzh ar rouantelezh.

Gant deiziataer Coligny , ar vammenn bennan zo en hor c’herz, e vez anavezet an deiziataer keltiek ganimp. Krouet e oa bet da vare ar C'halianed-ha-Romaned.

Doueed ha kredennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Unan eus ar poentou an diaesan da gompren eo speredelezh ar Gelted peogwir n’eus ket a vammennou orin.

Ar Gelted o doa, a-hervez, a veze azeulet ganto mui pe vui kement a zoueed hag ar C’hresianed hag ar Romaned (tost pevar c’hant doue kelt zo bet kontet), met n’ouzer ket hag azeulet e oant er memes mod e pep lec’h er bed keltiek hag e oa ur framm hepken. Doueed pennan ar C’halianed, hervez deskrivaduriou Julius Kaezar, koulskoude, a oa o anv henvel ouzh anviou an Doueed zo meneget e mojennou iwerzhonat ar Grennamzer, hag ar memes kargou o doa.

An aozerien latin ha gresian o doa meneget un nebeud doueed galian en o skridou, hep lavaret perak o doa dibabet anezho : Epona , Taranis , Esus ha Lug a vez anavezet evel-se.

Dre al lec’hanvadurezh ez anavezomp un nebeud traou diwar-benn kredennou ar Geltde kozh. Sonjal a reomp evel-se e veze azeulet Lug war an uhelennou. Al lec’hanv Da skouer, “Lugdunum”, deuet da vezan Lyon hiziv an deiz, a dalvez krenvlec’h pe meneg Lug.

Munud eus unan panellou diabarzh pod-houarn Gunestrup , Mirdi broadel Danmark, Kopenhagen

Sevel a ra kudennou evit a sell lec’h an doueed kelt en arz. E-pad pell amzer e oa bet hollbouezus pod-houarn Gunderstrup , un pezh kavet en un taouarc’h en Danmark, dre ma sonjed gouzout hiroc’h diwar-benn doueed ar Gelted. Met hennezh, a oa bet kinklet warnan un toullad mat a zoueed hag a laka war wel e-leizh a vojennou a oa e boutin etre ar poblou a oa o chom en Europa, hag a oa bet levezonet gant poblou all estreget ar Gelted. Diskouez a ra, mod pe vod, un doue kornek a c’hallfe bezan boutin gant un douee kelt ur penn-kirvi dezhan, Cernunnos e anv, hag un doue gant ur rod heol, a c’hallfe bezan Taranis .

Evit a sell an delwennou ez eus bet gwelet meur a wech dremmou doueed daoubennek pe trifennek, a vefe boutin gant un Hermes. Posupl eo, mod pe vod, en doa al lusk triveder pouez e relijion ar Gelted kozh. Delwennou “brezelerien en o c’hoazez”, bet krouet e kreisteiz Galia (Entremont, Roquepertuse), a laka gouizeien da dabutal diwar o fenn : diaes eo gouzout hag-en e voe taolennet doueed, brezelerion douelaet pe harozed gwarezus warno.

Kudennou a sav ivez evit gouzout resis petra a oa bet taolennet gant hanterskeudennou eus ≪ Galia ar re vlevek ≫. Lod zo seblant warno bezan lodenn grec’h ur wern dotemek, evel m’eo an hini e laton a voe dizoloet e Bouray-sur-Juine (Essonne) hag a daolenn un dudenn gant un torc’h ha paviou ur penn-kirvi stilekaet, pe an hanterskeudenn a virer e mirdi Saint-Germain-en-Laye. Heman zo e maen-raz hag a daolenn un dudenn gant un torc’h hag ur pemoc’h-gouez.

Kredin a rae ar Gelted kozh e oa divarvel an eneou ha gant-se e c’haller displegan, hervez testeniou zo, perak e sonjer e vezent kadarn, kalonek ha dispont en emgannou. Ne oa ket, evit gwir, eus ar marv. Er c’hontrol, ne oa ket anv eus an adenkorfan en o relijion, ne oa ket gwir ar pezh a oa bet sonjet e-pad pell abalamour ma oa bet lennet fall skridou zo. El levr ≪ Les Druides -An Drouized- ≫ (geriaoueg, pajenn 414, Christian-J. Guionvarc’h ha [[Francoise Le Roux) a ro dimp da c’houzout krak-ha-berr : ≪ N’eus roud ebet eus an adenkorfan en hengoun kelt, ne grede ket ar Gelted ennan ≫.

Kredin a rae ar Gelted en ur bed all ivez. En hengoun iwerzhonat treuzkaset d’ar mare kristen, ar “ Sidh ” a dalveze ar “Bed all” keltiek. Er c’hornog e oa, en tu all d’ar mor, en enezennou hollgaer ; dindan vor, el lennou hag er steriou. Eno e oa paleziou maen-strink brav-kaer dezho porzhiou kevrinus ; dindan an torgennou hag ar runiou. Chomadenn an Tuatha De Danann e oa. Al lidou, an aberzhou tud, azeulerezh ar pennou dibennet, pe c’hoazh an implij fonnus eus ar gwad el lec’hiou azeulin, a oa anezho elfennou o doa maget ijin aozerien an Henamzer. Unan anezho, Pausanias , a skrive e veze debrerien-tud eus ar Gelted.

Julius Kaezar a skrivas : “ Ar gelted a rae gant ministrerezh an drouized a-benn ober an aberzhou tud-se. Sonjal a reont, evit gwir, n’eus nemet dre adprenan buhez un den gant buhez un den all e c’haller habaskaat galloudegezh an doueed divarvel. Tud zo o deus jakou uhel-mat o ment, a vez lakaet tud vev en o c’hrogen aozilh plezhet. Tan a veze lakaet er jakou-se hag an dud gronnet gant ar flammou, a varve ≫.

Hervez roudou chomet war o lerc’h e ouzer e veze graet pleustradegou taer ganto, hep ma ouifemp resis petra a veze graet ganto : azeulerezh ar pennou en Entremont (Bouches-du-Rhone), a vez adkavet sonj anezho e kinkladur panellou an ilizou en Iwerzhon er Grennamzer, lidou kriz e Ribemont-sur-Ancre , h.a.

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. [1] The Celts in Iberia:An Overview - Alberto J. Lorrio (Skol-veur Alicante) & Gonzalo Ruiz Zapatero ( Skol-Veur Complutense Madrid ) - Journal of Interdisciplinary Celtic Studies , Volume 6: 167-254 The Celts in the Iberian Peninsula, February 1, 2005
  2. F. Fleming, Heroes of the Dawn: Celtic Myth , 1996. p. 9 & 134.
  3. * Otto Hermann Frey, "Un doare nevez da dostaat ouzh an arz keltiek abred" . Setting the Glauberg finds in context of shifting iconography, Royal Irish Academy (2004)

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

pennadou-skrid e brezhoneg
  • Tadhg O Droichead, "Orin ar ger kelt" in Al Liamm , niv. 250, Gwengolo-Here, 1998.
Istor (traou dre vras)
  • Patrice Brun, Princes et princesses de la celtique , embannaduriou Errance, Pariz, 1987, ( ISBN 2-903442-46-0 )
  • Barry Cunliffe , L'univers des Celtes , embannaduriou Inter-Livres, 1996, ( ISBN 2909808114 )
  • Venceslas Kruta , Les Celtes, Histoire et dictionnaire , embannaduriou Robert Laffont, dastumad ≪ Bouquins ≫, Pariz, 2000, ( ISBN 2-7028-6261-6 )
  • Stephan Fichtl, La ville celtique, les oppida de 150 avant J.-C. a 15 apres J.-C. , embannaduriou Errance, Pariz, 2005, ( ISBN 2-87772-307-0 )
  • Christian Y. M. Kerboul, Les royaumes brittoniques , kenembannet gant an embannaduriou Pontig/Coop Breizh, Saotron & Speied, ( ISBN 2-9510310-3-3 ) ha ( ISBN 2-84346-030-1 )
  • Philippe Jouet (dir., avec Claudine Gauthier, Francois Labbe, Erwan Chartier, Dimitri Boekhorn...), Celtes et celtisme (Druides, Gaule, dieux, heros, elements culturels, bestiaire, celtomanie...), Encyclopedie de la Bretagne, vol. 5, Pietraserena, Editions Dumane, 2018 ( ISBN 978-2-9159-4322-1 )
Galia
  • Stephan Fichtl, Stephan Fichtl, Les peuples gaulois, III-I siecles av. J.-C. , embannaduriou Errance, Pariz, 2004, ( ISBN 2-87772-290-2 )
  • Dominique Garcia , La Celtique metiterraneenne. Habitats et societes en Languedoc et en Provence. VIIIe-IIe siecles av. J.-C. , embannaduriou Errance, Pariz, 2004, ( ISBN 2877722864 )
  • Dominique Garcia , Les Celtes de Gaule metiterraneenne, definition et caracterisation , embannaduriou Bibracte, 2006, [2] ,
  • Christian Goudineau, Cesar et la Gaule , embannaduriou Errance, dasdumad De la Gaule a la France : histoire et archeologie , 2000
  • Christian Goudineau, Regard sur la Gaule , embannaduriou Errance, 2000
  • Renee Grimaud, Nos ancetres les Gaulois , embannaduriou Ouest-France, Roazhon, 2001, ( ISBN 2-7028-4542-8 )
  • Daniele et Yves Roman, Histoire de la Gaule , Daniele et Yves Roman, Histoire de la Gaule , Levrdi Artheme Fayard, Pariz, 1997, ( ISBN 2-7028-1646-0 )
Inizi breizhveuriat
  • Miles Dillon, Nora K. Chadwick, Francoise Le Roux & Christian-Joseph Guyonvarc'h, Les Royaumes celtiques , embannaduriou Armeline, Kraozon, 2001, ( ISBN 2-910878-13-9 )
  • Pierre Joannon, Histoire de l’Irlande et des Irlandais , Perrin, Pariz, 2006, ( ISBN 2-286-02018-3 )
Kreiz ha reter Europa
  • Petr Drda hag Alena Rybova, Les Celtes de Boheme , embannaduriou Errance
Arz
  • Kenstrollad (katalog eus diskouezadeg europat an henoniezh keltiek), Ar Gelted , Venezia, 1991 (embannaduriou Bompiani)
  • Paul-Marie Duval, Les Celtes , dastumad L'Univers des Formes , embannaduriou Gallimard
Kevredigezh
Relijion

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]