한국   대만   중국   일본 
Kaozeal:Wikeriadur - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Kaozeal : Wikeriadur

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhou all.
Eus Wikipedia

> Digoret eo bet al lec'h evit degemer ar wikeriadur brezhonek gant Spacebirdy, ur wikipedour eus Island d'an 18 Gwengolo 2005.

Hello, I am not from Iceland and I did not start the Mainpage on br.wikt, this is a bit confusing because the conversion-script moved the Page "Main Page" to lowercase "main Page" when the automatic capitalization was switched off and there You find the one who started the Mainpage (degemer) [1] . That's why I left the istor at wikt:Kaozeal:Degemer .
best regards -- birdy (:> )=| 19 Mae 2007 da 22:40 (UTC) [ respont ]

Diwar-benn an anv [ kemman ar vammenn ]

Savet eo ar ger gant "keriadur" e-lec'h geriadur. Kinnig a ran ober gant Wigeriadur, a zoujo un tamm muioc'h d'ar brezhoneg, pe gant Geriawiki , aesoc'h da zistagan, ha doujusoc'h ivez ouzh ar brezhonek. Bianchi-Bihan 26 Du 2007 da 20:14 (UTC) [ respont ]
pe savet kentoc'h (ha ne laran ket e vefe reishoc'h) diwar "wik(i)-" "-eriadur"... -- Neal (Kaozeal) 27 Du 2007 da 15:14 (UTC) [ respont ]
Ne zouj ket ar ger *wikeriadur na d'an hawaieg (wiki lakaet da wik-) na d'ar brezhoneg (geriadur, lakaet da eriadur). Bianchi-Bihan 15 Kzu 2007 da 11:05 (UTC) [ respont ]
dres ar pezh a skrivis: "ha ne laran ket e vefe reishoc'h". ret eo anzav avat pa teuont da vezan bev-brividik ne doujont ket atav ar yezhou da rolennou trizh an etimologiezh dre ret. hag anaouat a rez ar folk etymology ? setu un nebeut skoueriou diwar ar saozneg (skoueriou n'int ken...):
a galon, Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2007 da 11:29 (UTC) [ respont ]

"Ich bin ein Hamburger" (Kennedy en Hamburg) [ kemman ar vammenn ]

  • Ne ran ket foeltr forzh penaos eo savet ar geriou saoznek, n'eo ket ma yezh. Plijout a ra din, evel brezhoneger, e vije doujet d'ar brezhoneg, geriou ha yezhadur.
  • Tud zo a sonjfe eo reizh en un holloueziadur. Gwelout a ran e tisplij da lod, netra ken.
  • Kredin a ran kompren eo kemmet da ali abaoe da evezhiadenn gentan e krec'h ar bajenn. Bianchi-Bihan 15 Kzu 2007 da 14:44 (UTC) [ respont ]
plijus atav gallout kaout da ali-te hag atav gant un ton ten flour, seder hag hegarat (piv an hini eo a skriv ken alies all e ranker kaozeal - pe kaozeal an hini eo a rez-te eus frazennouigou ken plijus all evel "Ne ran ket foeltr"?). ha, n'eus forzh penao, daoust dit chom hep ober van eus ar pezh a vez graet gant yezhou all e ranker anzav ez eo ar brezhoneg ur yezh hag e c'hell bezan kenveriet gant yezhou all. evel em eus bet tro da skrivan a-us, merk ur yezh vev-birvidik an hini eo - seul vui a dud a vez o kaozeal ur yezh, seul pelloc'h ec'h a diouzh ar glanded - n'eus ket 'met lakaat ur sell war stad ar c'hembraeg. ha da dibab e vo (siwazh met hep mar ebet) buan pe vuanoc'h etre ur yezh c'han komzet gant un nebeudig a dud (nevezvrzhongron anezhe muioc'h-mui ouzhpenn) ha ledanaat tachenn ar yezh betek lakaat ar brezhoneg da vezan yezh ar vretoned en o fezh en ur goll un tamm mat a c'hlanded eus bep tu (evel ma c'hoarvezh er skoliou diwan tamm-pe-tamm abaoe ar penn-kentan p'am bez sonj mat), rak daoust ha m'eo mat (ne laran ket ar c'hontrol) stourm evit ma chomfe ar yezh ar glanan ar gwellan (dreist-holl evit chom hep wvont war seulou ar galleg, anat dit) ne vano ket ken glan all gwall bell ur wezh ma vo komzet en un doare ungal gant an darn vrasan eus an dud hag ijinet e vo gante stummou a-dreuz e´kenver ar gwriziennou hag all. Ha n'eo ket un ali an hini on rein, da larete eo ne difennan sav-poent personel ebet, rak keit ha m'emeur ganti em bije kavet gwell me ivez marteze ober en un doare all, mt klask kavout un displegadenn evit kompren penaos e c'hellje bezan bet savet ar stumm-man'r-stumm (reizh e-kenver morfologiezh ar brezhoneg pe get. stummet e oan bet evel yezhonour ha klask a ran atav lakaat an diforc'h etre dielfennan ar gwirvoud evit klask he chompren douzh un tu ha difenn un ali personel diouzh an tu all. A galon, -- Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2007 da 15:36 (UTC) [ respont ]

Reizhadenn [ kemman ar vammenn ]

N'eo ket "Ich bin ein Hamburger" ar pezh a disklerias Kennedey, met kentoc'h "Ich bin ein Berliner" . Marteze ne "rez ket foeltr forzh penaos" eo savet ar geriou alamanek ivez 'michans?! Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2007 da 15:36 (UTC) [ respont ]

Anaout a ran mat an istor-se. Ma'm bije ezhomm ur gentel e oarfen digant piv goulenn.
N'em eus ijinet ger alamanek ebet. Met ur farsadenn gozh e oa db JFK, na posubl ne blijfe ket d'an holl, en ur gaoz sirius-marv. Bianchi-Bihan 15 Kzu 2007 da 16:32 (UTC) [ respont ]
Evel-just. Bewezh ma fazian-me ec'h o evit farsal ivez... +. N'eo ket ret goulenn evit rein kenteliou evel ma oares-te mat-tre... Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2007 da 16:40 (UTC) [ respont ]
Alamaneg n'ouzon ket, met ur geriennou bennak evel an holl, trawalc'h evit kavout fentus ar farsadenn, hag he c'hinnig d'ar re a zo prest d'he c'hompren.
Ma fell dit kredin e oan faziet, kred, ne ran foeltr forzh. Sur ne vin ket ken feuket ha tud zo a gred anavezout an Istor hag a ziroll kerkent ha ma welont tri ger alamanek evel ... evel dreist pep tra ... hag a lak ar re all da baean o dianaoudegezh... gant ur mousc'hoarzh evel-just. Bianchi-Bihan 15 Kzu 2007 da 17:35 (UTC) [ respont ]
met o farsal e oan-me ivez evel-just! +... Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2007 da 19:08 (UTC) [ respont ]
N'em boa ket taolet evezh ouzh ar farsadenn-se c'hoazh: tud zo a gare farsal o serrin kont ur c'henlabourer en amzer-se. Bianchi-Bihan 10 Mae 2009 da 17:53 (UTC) [ respont ]