한국   대만   중국   일본 
Kaozeal:Beijing - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Kaozeal : Beijing

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhou all.
Eus Wikipedia

Beijing [ kemman ar vammenn ]

Ur ger nemetan eo Beijing ennan div silabenn hag a glot ivez gant div vorfemenn. Dre m'az eus ur ger anezhan e rank bezan skrivet stag Beijing kentoc'h evit distag Bei Jing hervez reolennou reizhskrivan ar pinyin. Hen reizhan am eus graet (GS Digarezit-me met n'on ket boas ouzh an douchennaoueg c'hall daonet-man!)-- Neal 4 Eos 2006 da 09:31 (UTC) [ respont ]

priz ar nevid diloc'hel [ kemman ar vammenn ]

Klasket em eus kempenn ar skrid un tamm a-fed yezh. An droienn "priz ar nevid diloc'hel", a gaver e rann an Armerzh, n'on ket deuet a-benn da gompren. Petra dalvez just-awalc'h?? Trugarez. Matilin 11 Eos 2006 da 21:12 (UTC) [ respont ]

Mrsi. O teskin ar yezh emaon c'hoazh ha n'on ket ken vat hag a fellefe din. "priz ar nevid diloc'hel" a zo priz an tiez.
--
Damien Perrotin
 12 Eos 2006 da 06:30 (UTC)
[
respont
]

'Rez ket bil, pep hini ac'hanomp a zo o teskin aman, mod pe vod, ha pa vez hir-mat, n'eus pennad ebet aman koulz laret a zo disi. Kalon dit bepred evit kenderc'hel gant al labour a rez aman. Trugarez evit ar respont. Ken+. Matilin 12 Eos 2006 da 08:34 (UTC) [ respont ]

Diverket diwar Bei Jing [ kemman ar vammenn ]

Pekin (Beijing e sinaeg) a zo ur ger ha kerbenn politikel Sina. Savet tro daou vil bloazh ‘zo, kerbenn Sina eo abaoe 700 bloazh ‘zo, Pekin a zo hiziv an deiz, unan eus metropolennou brasan er bed. Gwir megalopolenn, ar ger a zo dindan beli ar gouarnamant war eeun.

Ekonomiezh [ kemman ar vammenn ]

Eilvet ker vrasan goude Shangai, Pekin a zo kreizenn politikel, sevenadurel ha speredel ar vro. Ur greizenn greantel ha kenwerzhel pouezhus eo ivez dre ma ‘z eo e darempred gant lodenn viz ar vro, greantelaet mat hag e darempred gant ar blaenennou reterel e lec’h ma ‘z eus ar muian a barkeier eus Sina. Lec’hiet en ur c’horn-bro pinvidik a vineralou (houarn Longyan, glaou Mentougou, hag all), Pekin hag e zolzennadur a za da ober eil penn-ahel greantel Sina. Kalz a draou a vez produet eno: agrovouedel, gwiad (kotons, gwiadou kenlakadurel), oberidigezh, kimiezh , metalouriezh , elektronek , moullan, mekanikerezh resis , paperaerezh , kirri-tan. Pekin a zo aroueziet gant e garteriou renket. Karteriou an aferiou hag ar velestradurezh a zo er c’hornog. En norzh hag er gwalarn e vez kavet ar sterniadur touristel ha tachennou ar c’helennadurezh uhel. Ul lodenn eus an oberiantizhou greantel (gwiad,mekanikerezh) hag ar c’harter etrevroadel a zo er reter. Al lodenn vrasan eus an greantelezhiou (kimiezh, agovouedel) a zo lec’hiet er su. Pekin a zo ivez unan eus kreizennou pennan e-kenver eskemmou ha kenereou. An oberiantizou kenwerzhel hag eus ar servijou a zo diorroet buan, dreist 1 000 000 a dud a implijont. Meur a garter kenwerzhel a zo er ger. Ar bali Wangfujing, lec’hiet e reter plasenn Tian'anmen hag ar ger zifennet, a zo an hini bouezhusan eus outo. Ur gourhent ledan a za betek Tianjin, porzh bras greantel lec’hiet da 90 km e gevred ar gerbenn. Pekin a zo e kreiz ar rouedad hentou hag hentou-houarn. Kalz a hentou-houarn az a en-dro adalek Pekin. Aderen a reont Pekin da tout ar vro, ha zoken, un nebeut anezho az a betek Korea an norzh, Rusia ha Mongolia. Un nebeut gourhentou a zo bet savet nevez ‘zo, ha rouedad ar vetropolenn a ra unan eus sterniaduriou transportou a-gevret gwellan e Sina. Koulskoude, an darn vrasan eus ar pennadou-hent a vez graet war varc’houarn. Aerborzh Pekin etrevroadel a zo ur rouedad diabarzh pouezus gant ar vetropolennou all e Sina ha kas a ra an dud e kalz a dermenou etrevroadel. Kalz a aozaduriou hidrolik (stankellou, mirlec’hiou) a ‘z eus bet ranket ober evit gellout dic’hoantan an ezhommou bras e dour hag e tredan.

Gweledva kerel [ kemman ar vammenn ]

Ar gêr zifennet.
Ar ger zifennet.

Ker Pekin a zo enni div lodenn?: Ar ger gozh, hag ar c’harteriou lojan nevez, greantel ha melestradurel savet evit al lodenn vrasan anezho e 1949. Evel an holl keriou bras hengounel e Sina, Pekin a zo enkelc’hiet gant mogeriou bras, treset hervez stummou geometrek. Ar ger gozh pe ker vogeriet (60 km²), annezlec’h remziadou Ming ha Qing , a oa rannet e daou garter?: ar ger ziabarzh en norzh hag ar ger ziavaez er su. Ar ger ziabarzh a zo ur stumm karrez ganti. Savet etre 1409 ha 1420 dindan remziad Ming, en em astenn war 36 km². Enkelc’hiet e oa gant ur voger 25 km hirder ha 15 metrad uhelder, gant 9 dor evit mont tre. E-barzh ar ger ziabarzh-se e veze kavet ker an impalaer; enni e veze kavet ar ger zifennet, un niver bras a savaduriou melestradurel ha gouarnamantel (yamens). Kavet e veze templou ivez, jardinou, paleziou prinsel pe kargidi an impalaer. Ar ger zifennet, 72 kantar he gorread, a oa enkelc’hiet gant ur voger. Enni e oa palez an impalaer hag e familh. Difennet e oa d’ar geodedourien mont e-barzh ar ger zifennet. Lec’h sakret ar muian e oa e Sina. Breman, ur mirdi a zo bet staliet er palez, paleziou an impalaeriou diwezhan Ming ha Qing a zo chomet c’hoazh.

Ar ger ziavez, a zo ur stumm skouergorneg ganti. Savet e voe e-kerzh ar XVIvet kantved, e fin ren Ming. Ledet eo war 24 km². Staget ouzh ar ger ziabarzh, enkelc’hiet e oa gant ur voger 23,5 km hirder. Kavet e veze enni ar c’harteriou kenwerzhel, artizanel hag annezet, ha kalz a demplou. Goude an dispac’h, e 1949, mogeriou ar ger gozh a voe distrujet hag erlec’hiet gant boulouardou. Un nebeut doriou kozh a zo bet dalc’het memestra. Pekin a zo ur ger e-lec’h ma ar savaduriou bras, ar paleziou hag an templou a ziskouez enor Sina da vare an impalaeriezh. E su ar ger zifennet e kaver plasenn Tian'anmen. Ar blasenn vras-se, 44 kantar a c’hell degemer betek 1 000 000 a dud. Krouet e voe goude an dispac’h komunour e 1949. Aze eo e vez lidet an emvodou hag ar goueliou e-giz ar gouel broadell an 1 a viz Here. Ar sal vras e-lec’h m’ en em gav ar vodadenn vroadel a zo lec’hiet war-zu kornog ar blasenn. War-zu reter ar blasenn e c’heller gweladennin ar mirdi diwar-benn istor ha dispac’hou Sina. E-kreiz ar blasenn a kaver ur savadur gouestlet da haroziou ar bobl ha ti-kanv Mao Zedong . Anavezet eo bet ar blasenn en nevez-hanv 1989 abalamour ma oa bet ur vanifestadeg gant ar studierien mac’het gant an arme. E-touesk an templou eus ar ger kozh, an hini bravan ha anavezetan a zo templ an oabl, lec’hiet e su ar ger ziavez. E-touesk an templou brav all e vez kavet templou Confucius , Lama ha Dagoba gwenn .

Arz ha sevenadur [ kemman ar vammenn ]

Ar skoliou meur pouezhusan a zo skol veur Pekin, savet e 1898, ha skol veur Qinghu, an hini skedusan eus ar vro e skiantou ha teknologiezh. An div skol veur-se, skol veur ar bobl, hag an akademiezh Sinad a zo er gevred. Levraoueg Pekin a zo an hini vrasan eus Sina a-bez, 6 million a levriou a zo enni. E-barzh al levraoueg-se eman ul lodenn eus dastumadegou levraouegou remziadou an impalaeriou Song , Yuan , Ming , ha Qing . Kalz a oberiantizou sevenadurel a zo ha kalz a virdiou a zo ivez. Kavet e vez c’hoarivaou ivez e-giz c’hoariva ar bobl pe c’hoazh, c’hoariva ar gerbenn. Mirdiou a zo diwar-benn an arzou, ur mirdi diwar-benn an istor naturel, ur mirdi gouestlet d’ar skrivagner Lu Xun pe c’hoazh, gwere kozh (lec’h sellet ouzh ar stered) an impalaeriou anavezet evit e vinviji bedouriezh ha steredoniezh.

Roudou a zo eus tud o dije bevet e korn-bro Pekin adalek nevezoadvezh ar maen. Ar c’hantreerien a vije deuet d’en em stalian aze goude-se evit gallout hadan ha desevel loened. Adalek remziad Zhou , ur gerbenn velestradurel a voe savet war al lec’h a zo Pekin e anv breman. E 937 goude J.K, tartared Khitan, o vevan e Biz ar vro a aloubjont ul lodenn eus eus hanternoz Sina hag ober a rejont o c’herbenn e lec’h m’ eman Pekin en devezh a vreman. E kreiz an XIIvet kantved e voent trec’het gant tartared all, ar Jurchen . Sevel a reas ar re-se an impalaerezh Jin. Brasadenn Pekin a zo o tont eus mare trevadenn Sina gant ar Mongoled hag eus mare remziad Yuan e 1279. Kubilai Khan a zivizas stalian e gerbenn war lec’hienn Pekin e 1272 hag evit ar wech gentan, ar gerbenn nevez anvet Da Du (kerbenn vras) a zeuas da vezan ar greizenn politikel ha melestradurel nemeti e tout Sina. Ar statut-se a badas betek ma teuje remziad Ming d’ar galloud e 1368. An impalaer kentan eus remziad Ming a stalias e gerbenn war ster ar Yang-tseu-kiang e Nankin (kerbenn ar Su) ha chench a reas anv Pekin da Beiping (peoc’h an norzh) ha goude, e Beijing. Dont a reas Beijing da vezan ar gerbenn en un doare ofisiel gant remziad Ming e 1420 . Aze e krogas da ziorroin ha ne baouezas ket. E 1911, goude diskar remziad ar Qing ha sinadur ar republik e bro Sina, Pekin a chomas ar greizenn ekonomikel betek fin 1928. Ar bloavezh-se, ar strollad broadelour, Jiang Jieshi a adlakas Nankin e-giz kerbenn hag a chenchas anv da Bekin evit lakaat Beiping e-plas. Ar ger a voe dalc’het gant ar Japaniz eus 1937 da 1945, hogen ne voe ket distrujet e-pad an eil brezel bed. E 1949, goude sinadur ar republik poblek e Sina, ar gouarnamant komunour nevez a reas Pekin e gerbenn.