한국   대만   중국   일본 
Kanol Suez - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Kanol Suez

Eus Wikipedia
Kanol Suez, he lec'hiadur ha gwelet diouzh an oabl (skeudenn NASA)

Eman Kanol Suez ( arabeg : ???? ??????, Qan? al-Suways ) en Egipt , e kornog Ledenez Sinai . Kleuziet eo bet evit digerin un hent d'al listri etre Porzh Said ( B?r Sa'?d ) war vord ar Mor Kreizdouar ha Suez ( al-Suways ) war ar Mor Ruz . 163 km hed a zo gantan gant div lodenn, unan e Hanternoz al Lenn C'hwerv Veur hag an eil er Su betek pleg-mor Suez.

Ledan a-walc'h eo evit daou lestr-samm da vont a bep tu ha kleuziet eo bet e diwezh an XIXvet kantved evit ma chomfe al listri hep merdein tro-dro da Afrika a-bezh ha kinnig d'an dezougerezh war vor un hent berroc'h etre Europa hag Azia . A-raok e veze dezouget ar varc'hadourezh war douar eus an eil mor d'egile.

Pouezus-bras eo ar ganol evit ekonomiezh ar vro, hag an trede andon teulenn (arc'hant estren) eo evit Egipt.

Igoret eo bet d'ar 6 a viz Eost gant prezidant bro Ejipt ( Al-Sissi ) ar "ganol nevez" a aotre d'un niver brasoc'h (war dro div wech miuoc'h) a bigi tremen. Padet en deus al labouriou ur bloavez leun. Ar chenchamentou kaset a zo donedigezh ha ledanedigezh 35 km kanol met ivez touladenn 37 km kanol war al lodenn reter.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Henamzer [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur ganol kornog-reter a zo bet kleuziet gant ar Faraon Senousret III (XIIvet tierniezh - war-dro 1850 kent Jezuz-Krist ) eus ar ster Nil betek Suez.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .