Jules Gros

Eus Wikipedia
Plakenn e-kichen an ti-ker Tredraezh-Lokemo

Jules Gros ( Jul ar Groz hervez an doare brezhonekaet ; Jules Gros eo an anv a zo moullet war e levriou), Ab Alan diouzh e anv barzh , zo ur yezhoniour breizhat, ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1890 e Pariz ha marvet e Lannuon d'ar 25 a viz Kerzu 1992 .

Yezhoniour, dastumer ha kantvloaziad [ kemman | kemman ar vammenn ]

Jules Gros er ger

Yezh e galon [ kemman | kemman ar vammenn ]

E-touesk an nav eskopti breizhat ez eo Treger, hep mar, ar vro nemeti he deus maget kement a zastumerien, birvilh enne da virout ha da warezin o yezh. En o zouez ez eus un toullad rimadellerien ha konterien gozh evel Ian ar Gwenn (1774-1849) eus Priel , Ian ar Minous (1827-1892) eus Pleuveur-Gaoter , evit ar re vrudetan. Disonjet un tamm, daoust d'e labour bras, e voe Guillaume Ricou (1778-1848) eus Tremael , ur c'haner a-feson hag a droas fablennou henc'hresianek Aisopos ha re latin Phaedrus . E vab-bihan, Guillaume Le Coat (1845-1914) a droas kement-se ar Bibl e brezhoneg. Arabat eo ivez ankounac'haat Fanch an Uhel (1821-1895) eus Plouared , ha Fransez Vallee (1860-1949) eus Plounevez-Moedeg, daou zen desket-meurbet, bet gouestlet gante o buhez da sevenadur Breizh, dre zifenn ha skedin ar brezhoneg dre holl. D'o heul ec'h erruas Jules Marcel Gros, ur paotr yaouank hag a yeas da gozh-tre, dedennet-kaer gant ar yezhou ha mennet-mat da studian ha da dreuzkas yezh e vro.

Ganet e voe Jules Gros e Pariz d'an 2 a viz C'hwevrer 1890. Da ger-benn Bro-C'hall e oa aet e dud da glask labour, evel an darn vrasan eus ar Vretoned. E dad, Francois, a laboure e-giz dreser eurierou e-ti un horolajer. E vamm, Francoise Allain, a oa keginerez en un ostaleri e-pad ar goanv ha gwrierez evit un stal vras e-pad an hanv. O-daou beuzet gant o labour e voe start dezhe mirout gante ar poupig, a voe lezet dindan warez ar vamm-gozh, Michela an Allan (1833-1921), o chom e Tredraezh-Lokemo e Bro-Dreger . Ganti eo e voe desavet ar paotrig betek e 7 vloaz.

Anavezet ha plijet e veze Michela er barrez a-bezh. Prest e veze-hi da rein un taol-sikour d'an neb a c'houle dalc'hmat, hag hi paour-du. Barrek e oa gant he dorn pa farde bara pe veuziou all, kement ha gant he fenn, pa gonte istoriou ha pa zibune gwerziou ha kanouennou ar vro e-kerzh ar beilhadegou. Pedet e veze alies-mat evit ober war-dro euredou, badeziantou ha lidou a bep seurt. Goude ar Brezel-bed kentan e voe pedet peurliesan evit lavarout ar pedennou d'ar familhou. En ur sevenin ur pirc'hirinaj ez ae d'ober tro ar vro da bedin en holl lec'hiou sakr. Degas a rae en-dro ganti an dour burzhudus, goulennet gant an dud, da lakaat ar c'hanv e pleustr. Bep Gwener, pa veze oc'h ober tro ar menajou da sikour ma oa ezhomm, e veze roet dezhi gwech ha gwech all un tamm boued da vagan he Jules bihan. Mont a rae ivez d'ar park da labourat evel ar baotred : dav e oa dezhi labourat start a-benn treuzvevan, ha rein ur vuhez dous a-walc'h d'e vabig. Mod all, e-pad ar goanv, e neze ar gloan pe al lin da aozan dilhad da vezan gwerzhet goude. E-keit-se e tibune an eil war-lerc'h egile kanou-pobl, gwerziou ha soniou, ar re a veze eztaolet ganti e-pad ar beilhadegou e ti an amezeien. En he c'hichen e vane Jules dalc'hmat. Ne oa ket klemmganou hir Markiz ar Guerrand, Yann ar paotrig mat, Santez Jenovefa pe c'hoazh hini Roue Brest ha Prinsez he bronn aour evit echuin. Daoust ma veze alies Jules skuizh-divi e stourme evit selaou c'hoazh ur wech an toniou hag an istoriou-se, ken brav ma oant.

Da seizh vloaz hanter e tistroas Jules da Bariz. Met ne chomas nemet daou vloaz eno kent distrein da Vreizh gant e vamm. Siwazh en devoa ar paotr bihan kollet un tamm mat eus e vrezhoneg, dre ma n'en devoa ket bet tro da bleustrin tamm ebet gant e dud. Daoust ma talc'he da gompren ar geriou en deveze poan o kaozeal. Erruet e Tredraezh-Lokemo e chomas sac'het ar geriou en e veg pa rankas respont d'ur goulenn savet outan gant e vamm-gozh. Ne oa ket evit kompren abalamour da betra e chome-hi mut gant ar souezh hag an dispi. A-benn ar fin e teuas a-benn ar vaouez kozh da lavarout he sonj kent dirollan da c'harmat. Froman a reas kement-man ar Julig da vat. Ranngalonet, e tivizas-en gouestlan e vuhez-pad da virout yezh e vro en enor d'e vamm-gozh. En em stalian a reas he mamm e Lokmikael-an-Traezh m'he devoa kavet ul labour a gouezierez hag a geginerez en ostaleri Bellevue. Er barrez nevez-se e heulie Jules kenteliou an aotrou Basile (tad gwreg Jules) hag a gasas anezhan betek ar sertifikad-studi, tremenet pa oa-en 11 vloaz, e 1901. D'ar mare-se e tivizas e vamm distrein da Bariz. N'eo ket evit-se e paouezas ar paotrig gant ar skol, menel a reas eno betek e drizek vloaz. Goude-se e voe kaset da labourat er menajou evel paotr-saout.

Kavadenn al Lizhiri brezhonek [ kemman | kemman ar vammenn ]

D'ar mare-se eo e kejas Jules Gros gant Marie Coadalan, ur gamaladez kozh d'e vamm-gozh. ≪ Ur gaoz plijus a oa ha plijus e oa kaozeal ganti ≫ a lavare-en. Un intanvez pinvidik a oa honnezh, ar pezh a roe tro dezhi da lenn kalz ha da gaout un toullad mat a levriou. Bet desket ganti lenn al latin hag ar brezhoneg e leandi Plouilio , e teue da welet Michela ha Jules da lenn Kroaz ar Vretoned dezhe, lodenn vrezhonek La Croix des Cotes-du-Nord , kaset da benn gant Fransez Vallee. Yves-Marie Durand, person Tredraezh, a zeskas dezhan diazezou ar brezhoneg lennegel dre e lakaat da lenn ar c'hazetennou. Bras e voe e levezon war Jules Gros ; e gendrec'hin a reas da zerc'hel gant e studiou. Sevel a-du gant ar beleg-se a reas e dud kement ha ma tivizjont lakaat o mab da zont da Bariz da heulian kenteliou el lise Turgot. A-boan treuzet doriou ar skol e veze sellet outan gant daoulagad dispourbellet, e-giz ma vije bet ur pezh kurius. Graet e veze goap outan gant ar skolaer, a-zivout e orinou. Kredin a reas hennezh hopal d'ur mignon dezhan : ≪  Tu vois le p'tit la-bas dans l'coin, il vient du fin fond des Cotes-du-Nord !  ≫. Ne voe ket kement-se evit digalonekaat an Tregeriad birvidik ma oa, dre ma teuas brav gantan da c'houde, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh ar yezhou estren. Lakaat a reas ar berzh-se war gont an divyezhegezh brezhoneg-galleg. Fier-ruz ha laouen e voe e dad evitan, dre ma sonje dezhan e oa ar saozneg ur yezh evit an dazont.

Pa voe 15 vloaz e tremenas Jules e vreved, ha bloaz war-lerc'h e krogas da c'hounez e vuhez gant micheriou bihan : paotr-ispiser e Suresnes , kourcher er stal-levriou Beauchene e straed Roazhon, sekretour e ti Michelin, bali Pereire. Ne voe ket kement-se evit mirout outan da genderc'hel gant e studiou. Kavout a reas evel-henn ar gevredigezh La Bretagne pa oa o klask war-lerc'h kenteliou-noz. An aozadur-se, staliet tro-dro da iliz Notre-Dame-des-Champs, bali Montparnasse, a sikoure ar Vretoned nevez-erruet e Pariz da gavout lojeiz ha labour. En tu-hont da se e veze roet kenteliou evit an dud gour. En em rollan a reas neuze Jules er c'henteliou yezhou keltiek , kaset da benn gant ar beleg Kamenen, e-keit ma talc'he da vont gant e studiou war ar saozneg hag ar c'hastilhaneg . Eno e voe krenvaet e sonjou diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg.

Anaoudegezh a reas gant ur studier war ar vezegiezh , Pol Diverres e anv, troet war studi ar brezhoneg gant an Tregeriad Yves Berthou . Heman e lakaas da zizolein Barzhaz Breizh hag e gasas war-zu ar vroadelouriezh vreizhat dre rein dezhan da lenn levriou Jean Le Fustec , ≪ Lemenig≫ e anv drouiz . Kejan a reas ivez, e-touesk reou all, ouzh Eugene Le Clerc hag a roas tro dezhan da lenn oberennou breizhat all, evel Grammaire bretonne du Dialecte de Treguier , bet skrivet gant e vreur Louis . Maget e voe da c'houde gant lennadennou brezhonek all dre skouerennou Kroaz ar Vretoned , a c'helle kavout e sez ar gevredigezh. Aketus ez adskrive kanaouennou brogarour, kembreat , skosat , iwerzhonat , hag e-unan e skrivas un nebeud gwerzennou en enor da Vreizh. Gwech ha gwech all ez ae da brenan ul levr pe zaou e stal-levriou brezhonek Marcel Dault, straed ar Val-de-Grace. Ar marc'hadour-levriou brokus, plijet-bras o welet un den yaouank ken dedennet gant ar sevenadur keltiek, e alias da genderc'hel gant e hent en ur rein dezhan ul levr bennak ur wech an amzer d'e vroudan. Ar c'hoant da c'houzout muioc'h atav a lakaas Jules da vont da ruzan e dreid war ar marc'hadou levriou kozh, ma kave oberennou a-feson ha frouezhus evit e breder.

Beajou [ kemman | kemman ar vammenn ]

D'ar mare-se eo e adkavas ur mignon kozh dezhan, bet anavezet e Lokmikael-an-Traezh, Andre Bouget e anv, mekanikour kirri-tan, entanet gant ar yezhou eveltan. Bep Sul ez aent o-daou da vale en ur gaozeal brezhoneg ha saozneg, un doare evite da virout ur c'hempouez etre strivou korfel ha speredel. Deskin a reas Andre e c'hellfe labourat en embregerezh Unic e Londrez , hag en nijet kuit ken buan all en-tu all da Vor Breizh . Jules, o vezan berr war an arc'hant, a reas kement-all met goude hir a-walc'h amzer hepken. Goude bezan bet esperniet trawalc'h a arc'hant e kejas gant e gomper en-dro e miz Gouere 1908. A-drugarez d'e skiant-prenet war ar yezhou e kavas ul labour en embregerezh La Personne, hag, evel e Pariz, e talc'has da vont gant hent ar studiou evel e vignon Andre : goude e zevezh-labour e heulie kenteliou alamaneg ha kastilhaneg koulz ha kembraeg hag iwerzhoneg , kaset da benn gant ar barzh Goronwy Owen ; deskin a reas ar berrskriverezh hag ar c'hizellan gant staen .

Eno eo e tarempredas ar C'hembread Ithel Morgan hag a zeuas buan-tre da vezan ur mignon bras dezhan. E-pad pell ez eskemmas gantan e kembraeg. Ithel a zeskas un toullad geriou romek dezhan, ouzhpenn-se. Gant e c'hoant da peurglokaat e anaoudegezh war ar bed keltiek e sevenas gant e gamalad Andre ur veaj hep penn na revr betek Kembre. Sabatuet ha fromet-bras e voe an dud pa glevjont an daou baotr yaouank o komz fraezh yezh o bro. E Bro-Saoz edo Jules c'hoazh pa resevas ul lizher a-berzh Eugene Le Clerc da gemenn dezhan donedigezh e vreur, an abad Louis Le Clerc, e Londrez un nebeud devezhiou goude. Laouen-bras e voe Jules gant ar misi-se, kejan ouzh ur Breizhad desket. En em gavout a reas evel-henn e kreizig-kreiz un dousennad brezhonegerien o koanian. An dezrevellad a zo bet embannet e Ma beaj e Londrez gant Louis Le Clerc (1910) a ziskouez mat pegen mennet e oa an Tregeriad yaouank ha penaos en devoa-en lakaet an arvesterien dindan e gazel.

Ne oa ket daoust da-se an daou lampon evit chom e Londrez : e dibenn ar bloavezh 1909, ez eas kuit Andre da Alamagn , ma kavas labour e-giz mekanikour kirri-tan e Berlin . Dre sellet ouzh ar roll-niverennou pellgomz e voe desachet e evezh gant anv ur skol troet war ar yezhou, Die Bihan Schule , straed Nollendorf. Deskin a reas e oa renet gant ur Breizhad genidik eus Molan hag euredet d'un Alamanez. Ar Bihan-se a oa da gentan bet skolaer bugale ar prins Murat e Moskov ha neuze kazetenner evit Le Matin e Pariz ha rener Skol Berlitz. Marc'hata a reas Andre evit kavout ur post a gelenner war ar saozneg da Jules, ha setu an daou vignon bras advodet. Ouzphenn da zaou vloaz e padas ar chomadenn en tu all d'ar ster Roen . Eno c'hoazh, ne voe ket kollet un eilenn gant Jules. Diouzh noz e kelenne galleg da deir Boloniadez yaouank. Int-i a zeskas poloneg dezhan, un tu evitan da binvidikaat e ouiziegezh yezhoniel kent kuitaat Alamagn e miz Gwengolo 1911. Ret e voe dezhan distrein da Vro-C'hall, galvet ma oa bet d'ober e servij soudard. Kent doujan d'e zever a geodedour sentus e tivizas mont d'ober un tamm tro etrezek Tredraezh.

D'ar mare-se eo e krogas da notennin war garnedou bihan ul lodenn eus soniou ha gwerziou kanet gant e vamm-gozh. D'ar c'hentan a viz Here 1911 e voe enrollet ar soudard Jules e Belfort , er 35 vet rejimant troadeien. Sonj a zeue dezhan eus e adjudant o c'haial : ≪  Ne regardez pas par terre comme si vos parents etaient noyes. Regardez en haut des arbres comme s'ils etaient pendus. Voyez, moi simple labourateur, je suis devenu adjudant par ma bonne conduite, ma force de caractere et mon patriotisme ≫. Envoret-mat ar gentel-se gantan a-dra-sur, e voe lakaet da gorporal c'hwec'h miz goude.

Diouzh an noz e vire ouzh e gorf da lartaat betek re dre strivan gant an embregerezh-korf, hag ouzh e benn da skanvaat dre lenn aketus. Breton nemetan e oa en ur rejimant a vode tud eus Reter Bro-C'hall hag Arverniz dreist-holl. Nebeut a c'halleg a veze distripet gant an darn vrasan anezhe, met kejan a reas, evit e holl blijadur, ouzh ur soudard bet desavet e Singapour . Gantan e c'hallas Jules kaozeal saozneg. Bet kaset d'an ospital un nebeudig amzer goude abalamour d'ar ruzell tapet gantan e reas anaoudegezh gant ur skolaer hag a zeskas dezhan an esperanteg . A-drugarez d'ur c'honje e voe bet tro gantan da gemer perzh e Goursez Breizh d'ar 6 a viz Eost 1912 e Lokronan . Eno e sebezas an holl dud pa grapas war ur garreg sakr, ar Gazeg Vaen, evit dibunan ur brezegennig e brezhoneg, skoaz-ouzh-skoaz gant Yves Berthou.

Tenzor ar brezhoneg komzet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bep tro ma teue Jules Gros da Vreizh e lakae war baper an holl droiou-lavar divoutin a gleve gant e vamm-gozh. A-zoug-kamm e teue-en da vezan emskiant eus pouez ha dibarelezh brezhoneg ar re gozh da genver hini ar re yaouank. Un engroez a benngeriou hag a grennlavariou, eskemmet ha miret gwechall-gozh a-drugarez d'an hengouniou dre gomz, a oa o vont da get. Brasoc'h-brasan e oa levezon ar galleg war ar remziadou nevez. Dont a rae ar c'hoant treuzkas ha gouarn ar yezh glan ha bev da vezan krenvoc'h-krenvan evitan. Ken mallus e oa hervezan ma krogas Jules raktal gant ul labour start ha hir da savetein yezh ha giziou e vro c'henidik. E hunvre a skrivagner brezhonek a gadarnae kement-man ivez. Ur c'harnedig hag ur bluenn en e c'hodell dalc'hmat e sevenas-en gwriziou e raktres bras-meurbet, e bennoberenn Tresor du breton parle .

Pa voe bet echu gant e servij soudard e teuas ar c'hoant dezhan da vont da gelenner war ar brezhoneg. An arc'hant espernet e Bro-Saoz hag en Alamagn a roas tro dezhan d'en em rollan e Skol-veur al Lizhiri e Roazhon, ma kejas ouzh Francis Gourvil , studier eveltan er rann keltiek. Entanet-kaer e voe gant ar c'henteliou lennegezh kaset da benn gant Anatole Le Bras . Heman a dostaas d'an daou vrezhoneger yaouank hag o fedas da vont da Sul da zizolein war varc'h-houarn Koad-meur Brekelien, lec'h emgann Le Graund-Saent-Aubein , pe c'hoazh annez Francois-Rene de Chateaubriand e Conborn .

D'an hevelep mare e reas Jules anaoudegezh gant Fransez Vallee hag a c'houlennas digantan kenlabourat evit e gazetenn-galon, hini e lennadennou brezhonek kentan, Kroaz ar Vretoned . An den hag a veze graet ≪ Beneadad breton ≫ anezhan a roas aliou fur dezhan : en em virout ouzh ar gwin, ar butun hag ar merc'hed ! Ne oa ket Jules evit lavarout m'en devoa heuliet kement-se met ar pezh a oa sur, biskoazh n'en devoa butunet. Kerkoulz lavarout e oa mennet-kaer ar paotr yaouank da gemer perzh er gazetenn, kizidik ma oa da c'houlenn ar skrivagner doujet-se. Evel-henn e skrivas Jules pennadou brezhonek e-pad ar Brezel-bed kentan . E-dibenn e vloavezh-studi, bet e ziplom gantan, e tistroas da Dredraezh evit tremen an hanvezh e ti e vamm-gozh, da zerc'hel gant e zastumadennou. Ul laziadig amzer kent en devoa Yves Berthou degaset dezhan ur skouerenn eus e oberenn Lemenig Skouer ar Varzed (1914). En e lizher-trugarekaat e roas Jules da gompren en e feiz er brezhoneg hag en e c'hoant da vont dre ar maeziou a-benn gwerzhan levriou brezhonek, moullet e ti Lajat e Montroulez  : ≪ Pobl Breizh izel ≫, a skrivas-en, ≪ n'eo ket kousket ha ma lavar darn hag ar brezhoneg a zo gwriziennet start en o zouez. Ma 'z int morgousket, an disteran ger a stok ruz ouzh o c'halonou a zihun anezhe prim. Pa vo echu ar skol aman (diwezh Mezheven) ec'h on e sell da vont da werzhan levriou brezhonek war ar maez, peogwir e chomin e Breizh ken a vo bet Gorsedd Lannuon. Goude ec'h in da Vro-Saoz. ≫ Ma ne oa ket Jules Gros ur broadelour breizhat daonet, en deus bet gouestlet evel-henn e vuhez-pad da savetein ar yezh dre he skedin en-dro d'an dud o devoa he dilezet a-hed an amzer.

Ar brezel bras (1914-1918) : troadeg ha jubennour da c'houde [ kemman | kemman ar vammenn ]

En hanvezh 1914 e tokas ar c'hloc'h ; engalvet e voe Jules, oadet 24 bloaz, d'an 3 a viz Eost, er 41 vet rejimant e Roazhon ha kaset d'an talbenn war-eeun, d'an Ardennes . Perzh a gemeras en emgannou Charleroi ha Neuville-Vitasse, ma voe lazhadeget e rabastaolad : diwar 3 400 den da veure an argad ne vanas nemet 720 da noz. Ha Jules en o zouez. Planedenn vat a oa bet gantan, hervezan, a-drugarez da sell gwarant Santez Anna-Wened hag he devoa e henchet, hep mar : ≪ En em gavet e oamp ≫, a skrivas-en, ≪ en kreizig-kreiz rannvro Arras , e-derou miz Here 1914. Toullet hon devoa trancheou en derc'hent. Hag e oamp distroet a-drek evit kousket er c'hraou-foen. An deiz war-lerc'h e oamp prest da vont e-barzh hon trancheou. Rein a reas kement-se ar C'horonal gourc'hemenn deomp : " Baionnette au canon, en avant ! ". Ha ni neuze da vont war-raok. Ar blaenenn an hini e oa, parkeier ken plaen hag an dorn. O kregin da glevet ar boledou o c'hwibanaat em divskouarn e oan pa welis a-daol-trumm brageier ruz o fontan er pradou beterabez. Redek hon devoa graet evel-henn e-pad un degad a vunutennou kent kavout goudor a-drek ur c'hleuzig. Steudennet e voemp koulskoude gant an Alamaniz ha setu an obuziou oc'h arruout dre aman. Klevout a ris unan dioute o lavarout : " Celui-la est pour moi, je vais mourir ". Un aspedenn a ris neuze : "Santez Anna Wened, savetaet din ma buhez!". An amzer em boe bet da gas ma fal d'un dorn d'egile pa flastras un obuz daou vetrad ac'hane. Stekin a reas kement-man ma fal. Un frapadig amzer goude e saven hag e c'halven ma c'hamaladed. Den na respontas din : a-gleiz kement hag a-zehou, bez' e oa pemp pe c'hwec'h den astennet, marv. An hini manet bev nemetan e oan. ≫

≪ Adalek ar mare-se e oan en em lakaet da vat da bedin. Ur wech all c'hoazh, e Verdun , e oan bet savetaet evel dre vurzhud : kouezhan a reas un obuz daou vetrad diouzhin hep tarzhan. A-viskoazh on en em santet gwarezet. Sant-Erwan a oa ma sant karetan, hag a oa bet person Tredraezh eus 1284 da 1292. Pa'm boa un dra bennak da c'houlenn eo outan e saven kement-man. N'en devoa bet nac'het tra din morse. ≫ Ne voe ket an eurvad-se evit derc'hel d'e warezin pa voe gloazet en e gilpenn e 1915. Kaset da ospital Avranches ( Normandi ) e reas anaoudegezh gant un tennataer tunizian . Sorc'hennet gant ar yezhou estren evel ma oa e krogas da zeskin arabeg gant e gavandad reuzeudik. Nebeut amzer goude e voe pellaet diouzh an talbenn abalamour d'ur c'hlenved-skouarn. Spletin a reas neuze evit distrein da Dredraezh da genderc'hel gant e zastumadeg troiou-lavar e brezhoneg. Ur wech distro en Argonne e tremenas un arnodenn ma voe dalc'het kont eus e varregezhiou war an alamaneg hag ar poloneg. Ha setu-en deuet da vezan jubennour. A-drugarez d'e gefridi nevez ne voe ket Jules yaouank war an talbenn ken, hag e-dibenn ar brezel e teuas ar sonj dezhan e oa kentoc'h ar gouiziegezhiou yezhoniel hag o devoa e savetaet.

Ur wech diskleriet an arsav-brezel e 1918 e kavas labour e ti ur feurmer bigi, straed Volney e Pariz. Adkavout a reas e vignoned eus ar gevredigezh La Bretagne kement ma 'z ae bep Sadorn da gaozeal gant Pol Diverres. Bez' e oant o-daou troet da sot gant al lennegezh kembraek. Rannan a reas Jules e skiant-prenet, bet tapet gantan en tu all da Vor Breizh. Pol, eus e du, a lakaas Jules da emezelan e bod-skrivan Buhez Breiz , kelaouenn viziek a studiadennou evit difenn laziou broadel, lennegel, ekonomikel hag arzel Breizh, kaset da benn gant Pierre Mocaer ha Joseph Ollivier. Enni e roas Jules da lenn e envorennou-brezel, Deg devez e Verdun (1919). Pol an hini eo adarre hag e lakaas da gejan ouzh Gavan Duffy, dileuriad e Pariz Gouarnamant dilennet Republik Iwerzhon . Heman a c'houlennas digantan trein e galleg ul levr gant Erskine Childers (1870-1922) war ar sponterezh milourel saoz en Iwerzhon. D'e dro e roas Jules hoal dezhan da eskemm, en un atersadenn hir, a-zivout al luskad Sinn Fein hag a voe embannet er gazetenn rannvroelour Mouez ar Vro renet ha pennskrivet e Montroulez gant e vignon Francis Gourvil. Skrivan a reas Jules pennadou all er gazetenn sizhunvezhiek-se, en o zouez un heuliad e brezhoneg : War-sao Bretoned ! .

E miz Gwengolo 1920 ec'h euredas Marie Basile, merc'h e skoaler eus Lokmikael-an-Traezh : ar plac'hig a veze o c'hoari gantan pa oa heman en e vragou bihan c'hoazh a zeuas da vezan e zousig betek fin e vuhez. Anatole Le Bras a voe e dest ha Francis Gourvil e gasour. Bez' e reas Anatole ur brezegenn eus ar re vravan da veulin barregezhiou e skoliad kozh o kas da benn meuleudigezh ar brezhoneg hag ar mennozhiou breton. Rein a reas daoust da se da gompren e oa ret diwall diouzh ar Vretoned hag a vefe techet da vont war-zu an dizalc'hiezh ha d'en em zistagan diouzh ar galleg.

Un dastumer ha ne skuizhe ket [ kemman | kemman ar vammenn ]

E Versailhez en em stalias an dud nevez. Kavout a reas Jules ul labour penn-kenwerzher an ti-livan Kabiline. Amezeien o doa hag a oa repuidi eus Rusia . Ar gwaz, bet skolaer, a-du gant ar politiker Aleksandr Kerenskiy (1881-1970), a oa kazetenner evit La Russie opprimee . Ur wech ar sizhun e teue ar c'houblad da bakan ur banne e ti an Tregeriad. Drezan eo e teskas Jules rusianeg , un tu dezhan da ledanaat c'hoazh ouzhpenn e skiant-prenet war ar yezhou ! Bep hanvezh e tistroe Jules d'e vro hag e kroge en-dro gant e zastumadennou. Siwazh e oa marvet e vamm-gozh e 1921. Met ne oa ket aet an eien da hesk evit se, a-drugarez da labourerien-douar Tredraezh ha da besketaerien Lokemo.

Desachet e voe e evezh gant an troiou-lavar diarneuz dreist-holl, implijet a-galz gante en o c'haozadennou. Ar re hag e wele o skrivan buan-ha-buan ar pezh a gleve war e garnedig a lavare : ≪ Jul aman, a zo 'vont da gas toud kaoziou Tredraezh da Bariz ! ≫. Kement-se e lakae da c'hoarzhin druz, ha diouzh noz ec'h adskrive hag e renke an holl droiennou bet tapet a-gleiz hag a-zehou war an deiz.

En tu-hont da-se e teuas ar sonj dezhan, goude ar pezh en devoa bevet e-barzh trancheou Verdun, da bignat en urzhaz milourel. E 1919 e heulias Jules ar c'henteliou jubennaouin milourel, ha bloaz goude e voe anvet da letanant-jubennour an adarme. Pa darzhas an Eil Brezel-Bed e 1939 e voe kaset d'ar Mission francaise evit an Arme saoz. En em gavout a reas neuze war harzou Belgia e-pad foeltradenn ar C'hallaoued e Sedan . Ranket gantan kilan war-du Dunkerque e voe skarzhet gant ar Saozon hag adkaset da Vro-C'hall da c'houde, ha dizengalvet d'ar 16 a viz Eost 1940. Kent adkemer e bost en ti-livan Kabiline e tistroas da Lokemo da welet e wreg, en ti bet savet gante un nebeudig amzer a-raok ar brezel, a-us ar porzhig-pesketa. E 1945, enlouc'het gant envor an daou vrezel, e tistroas da Vreizh ma oa e vamm a-baouez mervel, oadet 80 vloaz.

Da c'hortoz gwenneien e leve e veve-en diwar-goust e arc'hant-godell espernet gwechall, produou e liorzh, e yer hag e c'hivri. D'ar mare-se e rae berzh ar sardined c'hoazh war aodou Bro-Dreger, ha Joseph Calvez, maer Lokemo, a ginnigas dezhan labourat evit kevelouri ar besketaerien. Pa ne voe ket eus ar sardined ken er vro, e 1947, e viras Jules e labour evelkent. E-karg e voe goude-se eus ar c'hinkailherezh-mor. Oadet 65 bloaz, deuet mare al leve, e ouestlas e amzer da stumman an danvez bet dastumet gantan e vuhez-pad. Henchet e voe dre lenn oberennou evel La Vie des mots etudiee dans leurs significations (1887), bet skrivet gant Arsene Darmesteter (1846-1888) [1] , hag ar Grammaire rhetorique gant Claude Auge (1854-1924). Ur gelaouenn gembraek, profet gant e vignon Ithel Morgan, a hentas ivez e labour. An holl ziellou-se o devoa abaoe pell amzer dija roet c'hoant dezhan da sevenin ur raktres damhenvel evit ar brezhoneg, a-ratozh evit ar remziadou yaouank, a-benn mirout bev yezh e hendadou. Setu penaos e tiwanas levrenn gentan Tresor du breton parle , embannet e 1965 e-ti Emgleo Breiz .

Ouzhpenn 80 000 tro-lavar poblek [ kemman | kemman ar vammenn ]

En e rakskrid e termene evel-henn e ratozh hag e hentenn : ≪ Ma fal kentan a zo bet da savetein ouzh an ankoun, en ul lakaat anezhe war baper, troiou-lavar poblek gant skeudennou ken brav, ken fentus, ken talvoudus... Klasket em eus en oberenn-man lakaat war-wel, gant skoueriou liesseurt notennet war ar prim, penaos e teu brav gant ar Vretoned da arlivan o sonjou, o santaduriou hag o c'hoantou, penaos e roont blaz ha liv d'o yezh dre implij skeudennou ha troiou-stil don ha piaouek... Lavarout a ran c'hoazh ur wech, da lakaat sklaer an traou, ne oa ket ar pal ganin da sevenin ur skrid lennegel. N'ez eus ket ur ger ha ne vije ket bet distaget dirakon gant brezhonegerien a-vihanik en o c'haozeadennou pemdeziek. ≫ Berzh a reas al levrenn gentan-se ken ma voe adembannet e 1970. En hevelep bloavezh e voe embannet eil levr an dastumad, an Dictionnaire breton-francais des expressions figurees . An dro-man c'hoazh, e pourchasas Jules Gros ul liested a skoueriou bet dastumet er vammenn, "diwar ar grib" evel ma lavarfe-en. Un eostad ouzhpenn 80 000 frazenn ennan memestra ! Kinniget e veze pep frazenn gant he ster kentan hag he eil ster, hervez ar c'henarroud hag an arsteriou. Setu aze ar pezh a roas ur gwir dalvoudegezh d'al labour-se, bet advoullet da c'houde ivez.

E 1974 e teuas er-maez an trede levrenn, Le style populaire , atav da bal profan un oberenn yezhoniel d'ar Vretoned ha da Vreizh. Daoust ma save Jules Gros a-du gant skritur Fransez Vallee, ar skritur KLT (Kerne, Leon, Treger), e voe moullet an div levrenn gentan e skolveurieg . Evit an trede hini, da ziskouez evel-henn e spered digor, e toujas d'ar reolennou bet degemeret betegouzout gant difennerien an daou skritur. An emglev-se, en desped dezhan, a yeas da boultrenn gant an amzer. Met n'eo evit-se e kemeras-en perzh en tabutou hag er brezeliou ideologel, rak kavout a rae dezhan ne dalveze ket ar boan klask jeu etre tud henvel ma oa ar pal embann e brezhoneg. A-feur ma rede an amzer ne oa ket Jules kozh evit ehanin gant e labour. Derc'hel a rae da notennin en e garnedig kement ger a veze klevet gantan ha, war-nes e 100 vloaz, gant skoazell ur mignon dezhan, e voe embannet pevare levrenn an dastumad, Le tresor du breton parle ? Supplement au dictionnaire breton-francais .

Un dastumer, ur yezhoniour hag ur skrivagner eus ar re vrokusan e Bro-Dreger hag e bed ar brezhoneg dre vras e voe Jules Marcel Gros. Kregin a reas heman da zastum, dre selaou pizh e vamm-gozh ha tud all eus Tredraezh-Lokemo (tud ha na ouient ger galleg ebet peurliesan), abred-tre e derou an XX vet kantved . Kement-man a roas tro dezhan da embann ur studiadenn ledan war ar brezhoneg komzet renablet en e bennoberenn Tresor du breton parle . Implijet a-galz eo bet da c'houde e zastumadennou el levriou yezhoniel ha geriaouegel evel da skouer ar Geriadur Garnier pe Geriadur brezhoneg a-vreman Favereau. C'hoariet en deus evel-henn rol ≪ an den a dra ≫ evit ur remziad studierien war ar brezhoneg a-bezh. Gant an dud o vervel e kroge ar brezhoneg da vont da goll tamm-ha-tamm. A-drugarez d'e labour meur e c'hallas ar remziadou nevez tanva blaz ar brezhoneg kozh ha bev a veze komzet gant o zud-kozh. Menel a reas neuze, hag e ray c'hoazh, e levriou un oberenn-dave da studian ha da gompren stil ha pinvidigezh ar brezhoneg.

Tremen a reas Jules Gros d'ar 25 a viz Kerzu 1992 en ospital Lannuon, oadet 102 vloaz. Eman breman e bered Lokemo, e-kichen e wreg Marie Basile. Nepell dioute eman e vamm-gozh, Michela an Allan, hag a roas dezhan da gompren pouez ar yezh hag ar gwriziou e-kerzh ar vuhez.

Oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Troidigezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Roger Laouenan  : Al levriou : "Le Tresor du Breton Parle" , Al Liamm niv. 117, Gouere-Eost 1966 , pajenn 311 .
  • Daniel Giraudon  : Michela an Alan (1833-1921) , pennad-kaoz gant Jules Gros diwar-benn e vamm-gozh hag ar c'hanaouennou bet desket ganti ; e Planedenn , niv. 15, nevez-amzer, 1983, 48 pajenn.
    • Jules Gros, yezhoniour tregeriat kantvloaziad, skridvuhez aozer "Le Tresor du breton parle" , Ar Men , n° 39, 1991, pp. 26-37.
    • Kenavo Jules Gros , Ar Men, n° 49, 1993, p. 64
  • Francis Favereau  : Aet Jules Gros da dri bloaz ha kant , Al Liamm niv. 276, Genver-C'hwevrer 1993, pp. 55-62

Kenanviou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Adembannet e 2010 gant L'Harmattan ( ISBN 978-2-35748-063-6 ) .