한국   대만   중국   일본 
Jingnan - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Jingnan

Eus Wikipedia


南平
Nanping
924  ?  963
Location of Jingnan
Location of Jingnan
Ker-benn Jingzhou
Yezh(ou) Sinaeg Krenn
Gouarnamant Monarkiezh
Prezidant
 - 909 - 928 Gao Jixing
 - 928 - 948 Gao Conghui
 - 948 - 960 Gao Baorong
 - 960 - 962 Gao Baoxu
 - 960 - 962 Gao Jichong
Istor
 - Dizalc'hidigezh 924
 - Aloubet gant Tierniezh Song 963
Istor Sina
Istor Sina
3 Enorus & 5 Impalaer
Tierniezh Xia
Tierniezh Shang
Zhou
Nevezamzer & Diskar-amzer Zhou ar Reter
Stadou Brezelour
Tierniezh Qin
Han ar C'hornog Han
Xin
Tierniezh Tang
(troc'het gant an eil Zhou )
Republik Sina ( Taiwan )

Jingnan (?南), anvet ivez Nanping (南平), a oa unan eus an dek Rouantelezh e kreiz Sina , e-doug Marevezh ar pemp tierniezh hag an dek rouantelezh . Krouet e oa bet e 924 . He diazezer Gao Jixing (高季興) a oa bet anvet da Jiedushi (gouarner milourel) Jiangling e 907 gant Tierniezh al Liang Diwezhat a zalc'he norzh Sina goude diskar an dierniezh Tang . Kemer a reas ar renk a roue goude distruj al Lianged Diwezhat gant an dierniezh Tang Diwezhat .

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Jingnan a oa ar rouantelezh a oa bet hiran he buhez e-mesk ar rouantelezhiou bihan. Jiangling a oa he c'her-benn ha derc'hel a rae daou vann war riblou ar Yangtze . Harzhou en doa gant an dierniezh Tang Diwezhat , gant rouantelezh Chu ha gant Tanged ar Su pa stagjont ar rouantelezh-man ouzh o hini e 951 . Gant ar Shu Diwezhat en doa harzhou ivez goude o c'hrouidigezh e 934 .

Diskar ar rouantelezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Krouet e voe an Dierniezh Song e 960 met daoust ma lakaer d'an amzeriad-man penn Marevezh ar Pemp Tiernelezh hag an Dek Rouantelezh e treuzvevas rouantelezhiou ar Su e-pad hogozik 20 bloavezh. An hini kentan da vezan distrujet a voe Jingnan avat. E 963 e voe aloubet.

Renerien [ kemman | kemman ar vammenn ]

Renerien Marevezh ar Pemp Tiernelezh hag an Dek Rouantelezh 907 - 960
Anv azeuldi ( Miao Hao 廟號 miao4 hao4) Anv dalif ( Shi Hao 諡號 ) Anv Renadur Marevezh ( Nian Hao 年號)
Ne oa hini
Prins Wuxin ( 武信王 ) Gao Jixing ( 高季興 ) 909 - 928
Ne oa hini
Ne oa hini
Prins Wenxian ( 文獻王 ) Gao Conghui ( 高從誨 ) 928 - 948
Ne oa hini
Ne oa hini
Prins Zhenyi ( 貞懿王 ) Gao Baorong ( 高保融 ) 948 - 960
Ne oa hini
Ne oa hini
Prins Zhenan ( 貞安王 ) Gao Baoxu ( 高保? ) 960 - 962
Ne oa hini
Ne oa hini
Prins Deren ( 德仁王 ) Gao Jichong ( 高繼沖 ) 962 - 963
Ne oa hini

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

(en) Jingnan war Chinaknowledge.de

中文世界門戶 Porched ar bed sinaat  ? ?到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadou a denn d'ar bed sinaat.