Jean-Claude Juncker
(ganet d'an
9 a viz Kerzu
1954
) zo ur politikour genidik eus
Luksembourg
hag a zo prezidant
Komision Europa
. A-raok mont d'ar garg-se eo bet Kentan ministr Luksembourg, eus 1995 da 2013. A-raok c'hoazh e oa bet ministr an arc'hant e gouarnamant e vro, eus 1989 da 2009. Etre 2005 ha 2013 e oa bet kadoriad bodad ministred
Takad an Euro
.
E Luksembourg eo bet dilennet Juncker en anv ar Strollad sokial kristen (CSV) hag en anv
Strollad Pobl Europa
(SPE) eo aet war ar renk da vezan e penn Komision Europa. Dre m'eo gant mirourien SPE ez eus bet gounezet ar muian a seziou e
Parlamant Europa
eo bet dibabet Jean-Claude Juncker gant pennou gouarnamantou Unaniezh Europa ha d'ar
15 a viz Gouere
2014 eo bet dilennet gant ar muian-niver eus kannaded Parlamant Europa (422 mouezh diwar 729). E miz Du 2014 e kemero lerc'h
Jose Manuel Barroso
e penn Komision Europa.