Inizi angl-ha-norman

Eus Wikipedia
Inizi angl-ha-norman
Enezeg
Anv ofisiel Channel Islands , Iles Anglo-Normandes   Kemmañ
Kevandir Europa   Kemmañ
Stad Jerzenez , Gwernenez   Kemmañ
Gwerzhid-eur UTC±00:00   Kemmañ
War ribl Mor Breizh   Kemmañ
Daveennou douaroniel 49°25′48″N 2°21′0″W   Kemmañ
Poent uhelan Les Platons   Kemmañ
Isrannou Jerzenez , Gwernenez   Kemmañ
Darvoud-alc'hwez German occupation of the Channel Islands , Channel Islands in the Wars of the Three Kingdoms   Kemmañ
Douaroniezh an danvez geography of the Channel Islands   Kemmañ
Rummad tost Category:Channel Islands-related lists   Kemmañ
Ekonomiezh an danvez economy of the Channel Islands   Kemmañ
Map
Kartenn an Inizi Angl-ha-Norman.
An inizi gwelet eus an oabl.
Paseporzh a ziskouez anvaduriou ofisiel an inizi (e saozneg hag e galleg)

An Inizi Angl-ha-Norman ( Iles Anglo-Normandes e galleg Frans) pe Inizi Mor Breizh [1] ( Channel Islands e saozneg , da laret eo "Inizi Mor Breizh ", hag Iles d'la Manche e normaneg , hag Iles de la Manche e galleg an inizi-se) a zo inizi etre Breizh ha Bro-Saoz , perc'hennet gant kurunenn Bro-Saoz met n'emaint ket lodek er Rouantelezh-Unanet nag en Unaniezh Europa . E kornog Mor Breizh emaint, en hanternoz da Vro-Zol .
Lod eus Normandi istorel eo an enezeg -se, met betek ar bloaz 933 e oant da Vreizh.

Inizi tudet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Peder enezenn zo dreist-holl :

Enezennou all zo ivez, bihanoc'h avat, ha darn ez eus tud o chom enne ivez; holl ez int lodek e beliezh Gwernenez.

Inizi Kalzenez hag a zo lod eus an Inizi Angl-ha-Norman dre an douaroniezh met dindan melestradurezh c'hall (lod eus ar Manche ).

Enezennou bihanoc'h zo c'hoazh ivez, met den ebet enne.

Istor an Enezeg [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur bod e oa evit kalz a dud eus an douar-bras e-pad kantvedou.
Adalek 1066 ( emgann Hastings ) e aet titl Dugelezh Normandi d'ar Rouantelezh Saoz. Ar C’hallaoued a glaske aloubin an enez, met n’int deuet a-benn morse.

An dachennad vreizhveurek nemeti dalc’het gant an Alamaned e oa bet e-pad an Eil Brezel Bed .

Ar statud politikel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Staget int ouzh ar Gurunenn saoz, met n’int ket lod eus ar Rouantelezh Unanet nag eus Unvaniezh Europa . Dre vras e vezont renet dindan pennaennou ar gladdalc'helezh evel ma vezed kustum d'ober e derou ar Grennamzer. Teir stad emren int, div gant ur gouarnamant hag ur parlamant (an "Etats") : Beliezh Gwernenez kevredet gant Aldernez ha Beliezh Jerzenez ivez p'eo Sark un aotrouniezh hep dael gant galloud lezennin. E Sark koulz hag en Aldernez e aparchant kazi an holl zouarou d'an aotrounez. An Emzifenn Broadel hag an Diplomaterezh zo barregezhiou ar Rouantelezh-Unanet.
An div enezenn vras, Gwernenez ha Jerzenez a zo rannet e parreziou .
Ar c’housezadelezh eo ar reolenn, da laret eo al lezennou breizhveuriat na c’hellont bezan lakaet nemet ma vezont c’hoantaet gant ar gouarnamant.

An armerzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

An armerzh zo diazezet war an douristerezh , al labour-douar hag an obererezhiou arc’hant. Kalz a diez-bank hag a ensavaduriou arc'hantan a zo bet digoret eno p'eo izel an tailhou.
E 1991 eo bet aotreet Gwernenez ha Jerzenez kaout ur voneiz dezho, ingal o zalvoudegezh gant hini al lur saoz  : lur Gwernenez ha lur Jerzenez, met ne c'heller ket implij anezhi nag en inizi all nag e Breizh-Veur . Degemeret e vez al lur saoz hag an euro gant ar genwerzhidi.
Klask zo war timbrou Jerzenez ha Gwernenez .

Tornaodou Plemont war aod Norzh Jerzenez

Ar sevenadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Al lennegezh angl-ha-normand a ya eus 1066 da 1204 . Skrivet eo er yezh angl-ha-normandek, ur yezh komzet e lez Bro-Saoz ha gant ar vegenn e-pad ar Grennamzer .
Normand eo an dud dre ar sevenadur, an istor hag an douaroniezh, met muioc'h muian a Vreizhveuridi a zo deuet evit ober o annez ken eo bet saoznekaet darn vuian an inizi. Ar yezh normanek (da lavaret eo he ranyezhou ar jerzenezeg , ar gwernenezeg hag ar sarkeg ) n’int ket komzet kalz ken. Evit an aldernezeg a varvas en XXvet kantved. Ar galleg hag evel-just ar saozneg a vez komzet gant an dud.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Geriadur brezhoneg An Here p. 1432