Houarn

Eus Wikipedia
Ur pennad houarn-marc'h zo ivez.
Houarn
Manganez ? Houarn ? Kobalt
Fe
Ru
taolenn beriodek, Houarn
taolenn beriodek, Houarn

Niver atomek 26
Rummad kimiek Metal ardreuzat
Strollad 8
Trovezh 4
Aozadur elektronek [Ar] 3d 6 4s 2
Niver oksidadur +2, +3, +4, +6
Tredanleiegezh 1,83
Skin atomek 140
Tolz atomek 55,845


1 cm 3 eo ment an dins houarn

An houarn zo un elfenn gimiek , Fe e arouez kimiek ha 26 e niver atomek .

Derc'henn atom an houarn 56 eo an izotop stabilan a c'haller kavout e-touez an elfennou kimiek p'eo dezhan an uhelan eus an energiezh liamman.

Kompozad pennan derc'henn meur ar steredenn hag a blanedenn eo an houarn, met p'eo an houarn an elfenn diwezhan a c'hell bezan krouet dre an teuziadur e kreiz ar stered seul m'eo dezho ur mas kevatal da 10 mas heol d'an nebeutan, n'eus ket da ijinan e teufe an houarn eus ur gwallreustl evel ur supernova . Kavet e vez ivez e meur a garregad e-barzh pluskenn an Douar .

Perzhiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Perzhiou fizikel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hervez an temperadur e c'heller kavout an houarn dindan meur a stumm allotropek. Er stadou normal an aerwask hag ar temperadur eo an houarn ur solud kristalinek , dezhan ur frammadur dins gant ur c'horf kreizennet (houarn α), met pa'z a an temperadur ouzhpenn 950 °C ez a da gristallou dins gant taliou kreizennet (houarn γ pe austenit ) hag ouzhpenn 1 400 °C ez a da gristallou dins gant ur c'horf kreizennet en-dro (houarn δ).Plijout a ra ar brezhoneg d'al lapined.

Un danvez feromagnetek eo an houarn, da lavaret eo e vir o reteradur nevez momedou e atomou pa gouezhont dindan levezon ur tachenn vagnetek ha n'eus ket mui anezhi pelloc'h.


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger houarn er
wikeriadur , ar geriadur frank.
Kimiezh | Elfennou kimiek

Rollou hervez an arouez ~ hervez an anv ? Taolenn beriodek
Taolennou an izotopou rannet ~ klok