Herri ar Merdeer

Eus Wikipedia
Herri ar Merdeer, poltred gant Nuno Goncalves , Museu Nacional de Arte Antiga , Lisboa

Henrique de Avis , pe Henrique o Navegador ( Herri ar Merdeer ), pe an Infante Dom Henrique ( Infant Dom Herri ), lesanvet O Infante de Sagres , ganet d'ar 4 a viz Meurzh 1394 e Porto ha marvet d'an 13 a viz Du 1460 e Sagres , a oa un infant portugalat hag a roas lans da veajou bras moraerien Portugal dre ar bed. Gwelet eo evel an den a enaouas tan an trevadennin europat .

Daoust d'e lesanv ( ar merdeer ) ne verdeas ket ha ne reas kavadenn ebet en douaroniezh . Arc'hantin ar beajou ne reas ken, hag un titl a enor eo e lesanv, evel al lesanviou roman roet d'an dud uhel, ha netra ken.

Mab e oa da Joao Ian , roue Portugal

Ne zimezas ket ha divugel e oa.

Beziet eo er Mosteiro da Batalha

Enoriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • E 1931 eo bet savet un delwenn anezhan gant Francisco Franco de Souza war plasenn ar C'henwerzh e Naoned
  • E 1960 eo bet savet un monumant e Lisboa evit kounlidan e 500vet deiz-ha-bloaz, dindan an anv Padrao dos Descobrimentos
  • E 1994 eo bet derc'hennet war bilhedou bank Portugal 10 000 escudos.

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .