한국   대만   중국   일본 
Hebreed - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Hebreed

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hebraed )

An Hebreed [1] zo ur bobl semitek| eus ar Reter Nesan .

Ar pep heverkan en istor an Hebreed eo al levr meur a zo bet skrivet a rummad da rummad da gontan istor o fobl hag o darempredou gant doue Abraham  ; ar Bibl eo al levr-se, diwar ar gresianeg τ? βιβλ?α ta biblia "al levriou". Bibl ar yuzevien (pe an Hebreed), anvet "????" ( Tanac'h ) en hebraeg , eo an Testamant Kozh evit ar Gristenien .
Hervez al levr-se ez eas Abraham kuit eus Hur (en Irak breman) da vont da Genaan .
Abraham eo an den kentan, hervez an Testamant Kozh, hag a zistaolas al liesdoueegezh  : kredin a reas en un doue unan. Sellet e vez evel diazezer an undoueegezh hag evel hendad ar yuzevien, ar gristenien hag ar vuzulmaned .

Izaag , mab Abraham, en devoe daou vab : Esau , hendad an Arabed , ha Jakob , lesanvet "Israel", hendad an Hebreed.

Daouzek mab en devoe Jakob, a yeas d'ober " daouzek meuriad Israel ".

Divroan a reas mibien Jakob da Egipt abalamour d'un naonegezh vras a oa deuet war ar vro. Liesaat a rejont a rummad da rummad betek bezan "pobl Israel".
Moizez , ur profed hervez an Hebreed hag ar gristenien, a gemeras penn an Hebreed d'o lakaat da zistrein da Genaan.

Diazezan a reas an Hebreed ur rouantelezh e Kenaan, gant ar roue Salomon a savas Templ Bras Jeruzalem , hag e vab David, a vez lakaet war e gont un darn vras eus Levr ar Salmou .

Un istor trubuilhet-bras eo hini an Hebreed. Alies o deus ranket divroan :

Neuze e voe addiazezet ganto o broad e Kenaan goude an Eil Brezel-bed : Stad Israel eo.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Ger meneget e Geriadur Gregor , 1732 ; Hebreiz e Geriadur Menard , 2012 hag e Geriadur Al Liamm , 2014.