한국   대만   중국   일본 
Tiegezh Habsburg - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Tiegezh Habsburg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Habsbourged )
Tiegezh Habsburg
Tierniezh
Rann eus Etichonids   Kemmañ
Deiziad krouin 11. century   Kemmañ
Anv er yezh a orin Habsburger   Kemmañ
Anvet diwar Habsburg Castle , Habsburg   Kemmañ
Diazezer Guntram the Rich   Kemmañ
Ger-stur A.E.I.O.U.   Kemmañ
Stad Archduchy of Austria , Kurunenn Kastilha , Kurunenn Aragon , Iberian Union , Rouantelezh Portugal   Kemmañ
Perc'henn war County of Tyrol   Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anv sloveneg   Kemmañ
Deiziad divodadur 1780   Kemmañ
Roll elfennou Habsburg family tree   Kemmañ
Banniel an Habsbourged; betek 1918 banniel Aostria ivez.

An Habsbourged ( alamaneg : Habsburger ) pe Tiegezh Habsburg , a oa unan eus lignezou galloudusan Europa . Ren a raent war an Impalaeriezh santel roman german eus 1438 betek 1806 , war Spagn eus 1504 betek 1700 , war Portugal eus 1556 betek 1640 , war Impalaeriezh Aostria eus 1804 betek 1867 , war Brazil eus 1822 betek 1826 , war Mec'hiko eus 1864 betek 1867 , war Aostria-Hungaria eus 1867 betek 1918 ha war meur a vro italian en XVIII vet kantved hag en XIX vet kantved .

Eus Elzas e oa deuet ar familh. En un daolenn-gerentiezh skrivet e 1160 (an Acta Murensia ) e vez graet "hendad an Habsbourged" eus Gountram ar Pinvidik († 973), kont Breisgau hag Elzas. War-dro 1020 e voe savet Kastell Habsbourg e Suis gant Radbot, mab-bihan da C'hountram. E 1100 e tegemeras Otto, kont Habsbourg († 1111), anv ar c'hastell evel hini al lignez.

Goude bezan bet trec'h war Ottokar II P?emysl Bohemia e c'hounezas Rudolf Habsbourg Aostria ha Stiria . Divroan a reas da Vienna e 1278 . Eus 1438 betek 1806 e renas an Habsbourged war an Impalaeriezh, ha ne oa nemet un impalaer eus ul lignez all e-pad ar prantad-se ( Karl VII Wittelsbac'h , a renas eus 1742 betek 1745 ).

E 1804 e tegemeras Franz II , rener diwezhan an Impalaeriezh Roman ha German, an titl a Impalaer Aostria hag e 1806 e tilezas an tron alaman da vat. E 1918 , kollet ar brezel bed kentan gant Aostria-Hungaria, e voe diazezet Republik Aostria ha lakaet an Habsbourged da guitaat ar vro.

Genealogiezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hendadou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Gountram ar Pinvidik († 973)
  • Lanzelin Altenburg († 991)
  • Radbot (* 985, † 1045), dimezet gant Ita Loren
  • Werner I (* 1030, † 1096)
  • Otto, kont Habsbourg († 1111)

Roueed alaman hag impalaerien roman ha german eus lignez Habsbourg [ kemman | kemman ar vammenn ]

Domani an Habsbourged e 1547

Roueed alaman hag impalaerien roman ha german eus lignez Habsbourg-Loren [ kemman | kemman ar vammenn ]

Impalaerien Aostria eus lignez Habsbourg-Loren [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Franz I an , impalaer 1804, † 1835 (=Franz II, roue alaman hag impalaer roman ha german)
  • Ferdinand I, impalaer 1835, dilezet e dron gantan e 1848, † 1875
  • Franz Joseph Ian , impalaer 1848, † 1916
  • Karl I an , impalaer 1916, dilezet e dron gantan e 1918, † 1922

Roueed Spagn eus lignez Habsbourg ("Casa de Austria") [ kemman | kemman ar vammenn ]

Duged-veur Toskana eus lignez Habsbourg-Loren [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Francesco Stefano, 1737-1765
  • Leopoldo I, 1765-1790 (=Leopold II, roue alaman hag impalaer roman ha german)
  • Ferdinando III, 1790-1800, 1814-1824
  • Leopoldo II , 1824-1849, 1849-1859
  • Ferdinando IV , 1859

Duged Modena eus lignez Habsbourg-Loren [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Francesco IV, 1814-1831, 1831-1846
  • Francesco V, 1846-1848, 1849-1859

Dugez Parma eus lignez Habsbourg-Loren [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Maria Luisa, 1814-1847

Impalaerez Brazil eus lignez Habsbourg-Loren [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Leopoldina d'Austria, 1822-1826

Impalaer Mec'hiko eus lignez Habsbourg-Loren [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]