한국   대만   중국   일본 
Gwir Iliz Jezuz - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Gwir Iliz Jezuz

Eus Wikipedia
Gwir Iliz Jezuz e Fuzhou , e Sina

Gwir Iliz Jezuz pe Iliz ar Gwir Jezuz ( sinaeg : ?耶??會 pinyin : Zh?ny?s? Jiaohui ) [1] zo anv un Iliz kristen dizalc'h bet diazezet e Beijing e 1917 . Sellet a ra outi hec'h-unan evel ur skourr eus ar gristeniezh prostestant deuet war wel e Sina er bloavezhiou 1900 . Embann a ra bodan en-dro dezhi 1.5 milion a feizidi [2] . En XX vet kantved e veze gwelet an holl vroiou kristen europat evel ar Gristeniezh enebet ouzh ar broiou e Reter hag e Su Azia , Norzhamerika , Oseania , Afrika .

E penn an Iliz (prezidant) eman breman Yung-Ji Lin [3] a embann bezan prezegenner. Dilennet eo bet gant bodadeg etrebroadel Gwir Iliz Jezuz. Kredin a ra an Iliz en doueoniezh pantekostour , un reolenn diazezet war gras ar Spered Santel .

Diazezet eo an iliz kristen war dudenn Jezuz-Krist . Ar pezh a zo boutin d'an holl gristenien eo e kredont:

  1. er Spered Santel ( fr:Glossolalie ).
  2. e sakramant ar Vadeziant da vezan diwallet diouzh ar pec'hed-orin ha dont-tre e familh Doue, an Iliz.
  3. e Sakramant an aoter , ar sakramant a dalvez da zerc'hel koun eus marv Jezus-Krist .
  4. ez eo Jezuz-Krist gwir Zoue ha gwir zen, deuet da vevan ur vuhez den da ziskouez piv eo Doue d'an dud, da lavaret eo ar garantez.
  5. er Bibl (An Testamant Kozh , An Testamant Nevez ).

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. E saozneg True Jesus Church . An anv ofisiel diskleriet e Bro-C'hall eo Veritable Jesus Eglise , troet ger-ha-ger diouzh ar sinaeg, da laret eo La veritable eglise de Jesus e galleg flour.
  2. Daoust da lec'hienn an Iliz e Los Angeles da embann unniver a 1,5 milion, mammennou en Iliz e Sina a lavar e vefe tostoc'h da 2,4 - 3 milion a dud enni e Sina. S.o. Allan Anderson, An introduction to Pentecostalism: global charismatic Christianity , p.133-4.
  3. Sinaeg : 林永基
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat  ? ?到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadou a denn d'ar bed sinaat.