Francois Fillon

Eus Wikipedia
Francois Fillon d'an 21 a viz Genver 2010

Francois Fillon , zo bet ganet d'ar 4 a viz Meurzh 1954 , er Mans (pennlec'h departamant ar Sarthe ), Kentan ministr Bro-C'hall eo bet etre miz mae 2007 ha miz mae 2012, dindan ar prezidant Nicolas Sarkozy . Ezel eo eus an UMP , ha prezidant ar gevredigezh France.9 (kleub preder). Alies e vez lavaret eus Francois Fillon ez eo ur "gaolist sokial".

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mab eo da Annie Soulet, un istorourez a orin euskarat , ha da Michel Fillon, eus Poatev , noter e Vande . Tri breur en deus. Kreskin a reas e ker Cerans-Foulletourte er Sarthe e-lec'h ma oa e skol ar gumun. Goude e studias er skolaj prevez Saint-Michel-des-Perrais e Parigne-le-Polin , ha goude el lise Notre-Dame de Sainte-Croix er Mans. Ar vachelouriezh prederouriezh en doa bet e 1972 . Studian a reas e Skol-Veur ar Maine e-lec'h ma oa unan eus studierien Christian Philip . Tapet en doa ur vestroniezh war ar Reizh publik e 1976 . Bloaz war-lec'h en doa tapet an DEA war ar reizh publik er skol-Veur Rene Descartes , e Pariz, hag un DEA Skiantou politik eus ar Fondation nationale des sciences politiques .

Dimezin a reas d'an 28 a viz Even 1980 gant Penelope Clarke, a orin kembreat, eus Llanover , e-tal Y Fenni , e Gwent . Pemp bugel o deus : Marie, Charles, Antoine, Edouard hag Arnaud.

Ar politikerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sonjal a reas e-pad ur mare bezan kazetenner ha mont a reas d'ober stajou en AFP e-pad tri bloaz. Choaz a reas bezan politiker goude bezan bet tutet gant kannad ar Sarthe , Joel Le Theule evel eiler kannad en 1976 . Pa zeuas heman da vezan maodiern, Francois Fillon a vo eilrener e vinistrerezh . Goude marv Joel Le Theule e oa bet dilennet kannad ha goude se kuzulier departamant e 1981 . Dont a rae da vezan evel-se ar c'hannad yaouankan eus ar Vodadenn Vroadel . E-pad pell eo bet tost da Philippe Seguin .

Prezidant rannvro Broiou al Liger eo er bloavezhiou 1990. A-enep adunvanin Breizh, labour a ra gant prezidant rannvro Breizh Josselin de Rohan evit ma yafe war-raok ar "Grand Ouest", ur rannvro bolitikel brasoc'h eget Breizh e kornog Frans.

Eus 1993 betek 1995 ez eo maodiern an deskadurezh uhelan hag eus an imbourc'h er Gouarnamant Balladur . Goude trec'h Jacques Chirac en 2002 e teu da vezan maodiern an aferiou sokial en daou gentan Gouarnamant Raffarin ( 2002 - 2004 ) ha trede den a-bouez ar gouarnamant. Kas a ra da benn adreizhadenn bennan ar gouarnamant-se : hini al leveou, anvet lezenn pe adreizhadenn Fillon , a gasas betek penn daoust da ziplijadur ar C'hallaoued. Kas a reas ivez un adreizhadenn eus ar 35 eurvezh da benn.

Anvet Maodiern an Deskadurezh Vroadel e miz Meurzh 2004 e voulc'has un adreizhadenn a lakaas da sevel luskadou enebiezh bras-kenan e-touez al liseidi en nevezamzer 2005  : kalz liseou zo gronnet pe dalc'het gant al liseidi. Dilezel a reas neuze lodenn an adreizhadenn a selle ouzh ar vachelouriezh ha lakaat a reas mouezhian ar peurrest eus al lezenn.

Goude trec'h an ≪ nann ≫ d'ar referendom diwar-benn skrid-emglev Bonreizhel Europat ha dilez Jean-Pierre Raffarin a heul disoc'h ar vouezhiadeg, n'eo ket bet dalc'het er Gouarnamant Villepin . Fuloret an tamm outan, e tisklerias kerkent hag an deiz war-lerc'h en ur pennad eus Le Monde d'an 3 a viz Even 2005 ≪ Ne chomo envor ebet eus Chirac, war-bouez ma adreizhadennou [1]  ≫. Embann a reas e oa a-du gant dilennadenn Nicolas Sarkozy evel prezidant e 2007 . Disklerian a reas neuze : Graet o deus ac'hanon ar rener eus koulzad Sarkozy [2]

Kemer a reas perzh en un doare oberiant-kenan e koulzad danvez prezidant an UMP, evel kuzulier politikel.

Anvet e oa Maodiern Kentan gant Nicolas Sarkozy d'ar 17 Mae 2007 , [3] , Prezidant ar Republik C'hall dilennet d'ar 6 a viz Mae 2007 ha deut da vezan prezidant d'ar 16 a viz Mae 2007 .

Dilennadeg prezidant ar Republik c'hall 2017 [ kemman | kemman ar vammenn ]

Goude bezan bet trec'het gant Francois Fillon en dilennadegou meur an UMP e voe kannad nemetan ar strollad da genver an dillendegou prezidant 2017. Gwalldapet gant aferiou implijou faos evit e familh e koll goustadik harp e voterien.

Penelope Kathryn Fillon , gwreg Francois Fillon a roas anv an afer pennan: an afer Penelope.

Buhez prevez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dik gant ar redadegou kirri-tan, Francois Fillon a gemeras perzh e 2003 er 24 heures du Mans Classic asambles gant Henri Pescarolo gant ur Ferrari 250 GTO. Plijout a ra kalz dezhan an tarvmakiezh hag an alpaerezh [4] .

Karr [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 2009 e oa bet savet klemm gant ur Roazhonez a-enep blenier ur c'harr en doa klasket he diskar p'edo war he marc'h-tan war an hent tro-ker. Da Francois Fillon e oa ar c'harr, Edouard, ur mab dezhan, an hini e oa ar blenier hag en devoa graet ur sin-biz hudur dezhi. Nac'het en deus Edouard dic'haouin ar vaouez [5] .

Binsaskell [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 2014 ez eus bet rebechet outan e veajou dre vinsaskell [6] .

Levriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Les retraites , meurzh 2007, ed. Michalon
  • La France en majuscules , gant Olivier Dassault , genver 2007, ed. Plon
  • La France peut supporter la verite , 2006, ed. Albin Michel

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. ≪ de Chirac on ne se souviendra de rien, sauf de mes reformes ≫,
  2. Le Monde , d'ar 17 a viz Mae 2007.
  3. Communique eus prezidantiezh ar Republik C'hall diwar-benn anvidigezh ar c'hentan maodiern.
  4. https://web.archive.org/web/20070930023747/http://www.tv5.org/TV5Site/info/doc_popup.php?idrub=1&xml=..%2Fdoc%2Ffillon-portrait-une-pol.xml
  5. Mab Fillon n'houl ket paean, e Liberennes
  6. http://lelab.europe1.fr/Document-Lab-les-allers-retours-a-6500-euros-de-Francois-Fillon-aux-frais-de-l-UMP-15412

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .