한국   대만   중국   일본 
Felicite Robert de Lamennais - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Felicite Robert de Lamennais

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Felicite de Lamennais )
Felicite Robert de Lamennais
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Frans   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Hugues Felicite Robert de Lamennais , Felicite Robert de Lamennais   Kemmañ
Anv-bihan Felicite   Kemmañ
Anv-familh Lamennais   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 19 Mez 1782   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Sant-Malou   Kemmañ
Deiziad ar marv 27 C'hwe 1854   Kemmañ
Lec'h ar marv Pariz   Kemmañ
Lec'h douaridigezh Bered Pere-Lachaise   Kemmañ
Tad Pierre-Louis Robert de la Mennais   Kemmañ
Mamm Gratienne-Jeanne Lorin   Kemmañ
Breur pe c'hoar Jean-Marie de Lamennais , Marie-Joseph de La Mennais , Louis-Marie Robert de La Mennais , Gratien Robert de La Mennais   Kemmañ
Pried talvoud ebet   Kemmañ
Familh Category:Robert de la Mennais (famille)   Kemmañ
Yezh vamm galleg   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet indonezeg , galleg   Kemmañ
Yezh implijet dre skrid galleg   Kemmañ
Tachenn labour prederouriezh   Kemmañ
Karg kannad gall   Kemmañ
Lec'h labour Pariz   Kemmañ
Relijion Katoligiezh , Pantheism   Kemmañ
Levezonet gant Adam Mickiewicz , Louis de Bonald   Kemmañ
Statud e wiriou aozer Ar gwiriou aozer ne dalvezont ket ken   Kemmañ
Hugues Felicite Robert de Lamennais gant L. D. Lancome

Felicite Robert de Lamennais , bet ganet e Sant-Malou d'an 19 a viz Mezheven 1782 ha marvet e Pariz d'ar 27 a viz C'hwevrer 1854 , a oa ur skrivagner hag ur prederour.

Yaouankiz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Breur e oa gant Yann-Vari De La Mennais yaouankoc'h a zaou vloaz gantan. Sikouret en deus bet kalz e vreur da vont gant ar sonjou nevez a vefe ret da zegas d'an Iliz.

An hent politikel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Da genver Yann-Vari ne blegas biken dirak galloud hollveliek ar Vatikan betek mont d'an troc'h ha biken ne zistroio enni. Unan d'eus e oberennou a vezo diskuilhet gant ar Pab Gregoar 16 d'ar 25 a viz even 1834. Gant un hent dishenvel e kendalc'h da vont etrezek ar re baour hag en dienezh met er-maez d'eus an Iliz dilennet ez eo da zanvez depute e 1848. Un den lies ez eo, kamalad gant an tu dehou pellan ha kilstourmer met war ar memes-tro gant an dud reveulzierien pe araokourien anezho e toare George Sand . Degas a ra ur sell romantel avieler, prederour kredour ha demokratel. Sevel a raio a-enep al lezenn Falloux en 1850, ul lezenn war an deskadurezh bublik dindan an eil Republik C'hall. Dalc'hmat e gendalc'h gant ar stourm evit lakaat e pleustr an aviel a-enep d'ar vourc'hizien, da galloud an arc'hant, evit ar familh, an dud munut hag an demokratelezh. Goude taol-stad 1851 sevenet gant Louis-Napoleon Bonaparte prezidant ar Republik C'hall abaoe 1848 e chom sioul gant e obererezh bolitikel. Dindan sellou-strizh archerien an impalaeriezh eman en.

Fin e vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hanter skeudenn Felicite Robert de Lamennais gant David d'Angers mirdi an Arzou-Kaer e Roazhon

Bevet en deus darn e vuhez dindan skeud e vreur Yann-Vari De La Mennais. Memes ur wech troc'het gant an Iliz e kendalc'has da zegas boued spered d'e vreur d'e sikour da vont gant e oberenn deskadurezh. D'ar c'hentan a viz meurzh 1854 ez eo beziet gant ul lid sivil ha simpl e bez-boutin ar vered Pere Lachaise en Pariz. N'eo ket bet nac'het gant an impalaeriezh d'an dud d'e vont memes ma oa savet ar c'hoant. Ur mor a dud a vezo o vont gant an arched dreist-holl an dud munut hag a oa aze evit e drugarekaat da vezan klaset d'o zifenn a-hed e vuhez. N'ez eus ket bet tamm lid katolik ebet tro-dro d'an intramant pezh a lak Yann-Vari De La Mennais da vezan sabatuet bras. Gwasoc'h c'hoazh erruet ez eo re ziwezhat da gonfesin e vreur araok an anaon mantret e vezo da vat betek fin e buhez gant an darvoud-se.

Herezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kredour don, kredour romantel leun a garantez evit an dud hag avieler d'eus ar c'hentan, Felicite De La Mennais a zo bet un den dibleg gant an hent stourm a gemeras evit mat ar brasan niver ha dreist-holl an dud munut. Ma chomas troc'h gant an Iliz ofisiel, a-benn ar fin e kendalc'has oberenn e vreur, avielin ha difenn ar re baour, met dindan un doare all ha politikel. Disonjet ez eo bet hiziv an deiz.

Un timbr a zo bet embannet en 1957 evit e enorin.

Oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Reflexions sur l'etat de l'Eglise en France pendant le dix-huitieme siecle et sur sa situation actuelle gant Hugues Felicite Robert De Lamennais , 1808
  • Essai sur l'indifference en matiere de religion gant Hugues Felicite Robert De Lamennais, 1817
  • Paroles d'un croyant gant Hugues Felicite Robert De Lamennais, 1833
  • Le Livre Du Peuple gant Felicite Robert de Lamennais, Rue De Seine, Pariz - 1838
  • Esquisse d'une philosophie. gant Hugues Felicite Robert De Lamennais, Embannadur 1840 levrenn 1, 1846 levrenn 2
  • Discussions Critiques Et Pensees Diverses Sur La Religion Et La Philosophie gant Hugues Felicite Robert De Lamennais, 1841
  • De la societe premiere et de ses lois ou De la religion - suivie de Melanges politiques gant Felicite Robert de Lamennais, 1848
  • L'Imitation de Jesus - Christ - Troidigezh gant Felicite Robert De Lamennais, 1an a viz Genver 1854
  • Du passe et de l'avenir du peuple gant Felicite Robert de Lamennais, 1888

Kenlabourer [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • L'individualisme et le communisme par les citoyens Lefuel, Lamennais, Duval, Lamartine et Cabet, gant Hugues Felicite Robert De Lamennais, 1848

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Zavier Grall , Stele pour Lamennais, adembannadur 2001 ti-moulan Calligrammes. Kentan embannadur en 1977 ti-moulan libres-Hallier. (ISBN-10: 2869651872)
  • Claude Carcopino, Les doctrine sociales de Lamennais, Digoradur gant Gaetan Pirou, Pariz, PUF, 1942

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skrid-buhez ofisiel: