한국   대만   중국   일본 
Emgann Jena - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Emgann Jena

Eus Wikipedia
emgann Jena
emgann
Rann eus Brezeliou Napoleon   Kemmañ
Stad Alamagn   Kemmañ
Lec'h Jena   Kemmañ
Daveennou douaroniel 50°57′0″N 11°34′30″E   Kemmañ
Deiziad 14 Her 1806   Kemmañ
Deiziad kregin 14 Her 1806   Kemmañ
Deiziad echuin 14 Her 1806   Kemmañ
Perzhiad Impalaeriezh C'hall Kentan , Rouantelezh Prusia , Prinselezh Saks   Kemmañ
Order of battle Q3355576   Kemmañ
Map
An impalaer Napoleon dirak e soudarded a-raok emgann Jena , livadur gant Horace Vernet .

D'ar 14 a viz Here 1806 e oa c'hoarvezet Emgann Jena ( Jena en alamaneg , a zo en Alamagn hiziv an deiz). An trec'h a oa aet gant Napoleone Buonaparte , impalaer ar C'hallaoued, war ar Brusianed dindan urzhiou ar prins Hohenlohe .

50 000 soudard a oa eus kostez al lu prusian ha 65 000 den a oa el lu bras renet gant Napoleone Buonaparte e-unan. En holl e oa bet lazhet pe gloazet 12 000 Prusian ha div wezh nebeutoc'h e tu ar C'hallaoued.

Er memes deiz e oa bet trec'h ar jeneral Davout war al lodenn all eus al lu prusian renet gant Dug Braunschweig e-doug emgann Auerstedt .

D'ar 27 a viz Here ez eas tre Napoleone Buonaparte e Berlin , ker-benn Prusia, 10 mizvezh goude e drec'h war an Aostrianed en Austerlitz .

D'ar 7 a viz Gouere 1807 e voe sinet feur-emglev Tilsit  : un hanter eus o ziriad a yeas digant ar Brusianed.