El Greco

Eus Wikipedia
Ritratto di un uomo vecchio , autoritratto di Domenikos Theotokopulos.
≪ Δομ?νικο? Θεοτοκ?πουλο? (Domenikos Theotokopoulos) ?πο?α≫: geriou El Greco da sinan e oberennou; ?πο?α, "epoia": "a reas".

El Greco (Candia, 1541 ? 7 a viz Ebrel 1614 Toledo ) a oa lesanv ul livour spagnol, anvet Δομ?νικο? Θεοτοκ?πουλο? (Domenikos Theotokopoulos), hag ar gwellan eus livourien an Azginivelezh e Spagn . Genidik e oa eus Kreta , a oa dalc'het neuze gant Republik Venezia , ha kreizenn an arz bizantat nevez. Ur mestr e teuas da vout en doare-livan-se a-raok mont da Venezia pa oa 26 vloaz, evel arzourien all eus Hellaz en e raok. E 1570 ez eas da Roma, ma tigoras ur stal-livan ha ma krogas da labourat.