한국   대만   중국   일본 
Ehud Olmert - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Ehud Olmert

Eus Wikipedia
Ehud Olmert
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Israel   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den ???? ??????   Kemmañ
Anv-bihan Ehud   Kemmañ
Anv-familh Olmert   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 30 Gwe 1945   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Nahalat Jabotinsky   Kemmañ
Tad Mordechai Olmert   Kemmañ
Breur pe c'hoar Irmi Olmert , Yossef Olmert   Kemmañ
Pried Aliza Olmert   Kemmañ
Bugel Dana Olmert , Shaul Olmert   Kemmañ
Yezh vamm hebraeg   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet saozneg , hebraeg   Kemmañ
Yezh implijet dre skrid saozneg   Kemmañ
Kondaonet evit bribery   Kemmañ
Micher politiker , alvokad , advocate   Kemmañ
Bet war ar studi e Hebrew University of Jerusalem   Kemmañ
Lec'h labour Jeruzalem   Kemmañ
Strollad politikel Kadima , Likoud   Kemmañ
Relijion yuzevegezh   Kemmañ
Perzhiad e World Economic Forum Annual Meeting 2004   Kemmañ
Ehud Olmert e Sao Paulo , d'an 10 a viz Meurzh 2005.

Ehud Olmert ( hebraeg  : ???? ?????? ), ganet d'an 30 a viz Gwengolo 1945 e Binyamina e Kefridi Breizh-Veur Palestina , hiziv an deiz en Israel ) a zo daouzekvet kentan ministr Israel . Bet eo bet bezkentan ministr ha ministr an arc'hant e gouarnamant Ariel Sharon azalek 2003 . Dont a reas da vezan ezel eus Kadima pa voe krouet ar strollad politikel-se. Evel m'eo raktreset e lezenn Israel e kemeras plas Ariel Sharon (kentan ministr d'ar mare-se) azalek ar 4 a viz Genver 2006 , e-keit ma oa Sharon en ospital. D'an 11 a viz Ebrel 2006 e voe embannet ne c'hallfe ket Sharon kenderc'hel gant e garg, Olmert a gemeras e blas da vat neuze. Touin le a reas d'ar 16 a viz Ebrel 2006 , hag aozan ur gouarnamant kenunvaniezh goude trec'h Kadima e dilennadegou ar gannaded.

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

E-pad e servij-soudard e voe ofiser en un unvez troadegiezh tagan, goude-se ec'h echuas evel kazetenner evit kelaouenn bemdeziek Tsahal . E skol-veur hebraek Jeruzalem eo bet skolveuriet war meur a zanvez : bredoniezh, prederouriezh hag ivez war ar gwir. A-raok stagan gant ar politikerezh e labouras evel breutaer e-pad ur pennad.

Politikerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ehud Olmert a voe dilennet er C'hnesset evit ar wech kentan e 1973 , pa oa 28 vloaz. Ar c'hannad yaouankan e oa. Seizh gwech da heul e voe dilennet en-dro, ha meur a garg a zegemeras : e penn bodad an aferiou diavaez hag e penn hini an difenn eo bet. Etre 1981 ha 1988 e voe ezel eus ministrerezh an aferiou diavaez hag eus burev ar surentez. E 1988 e voe degemeret evel ministr (hep karg resis ebet) e-barzh gouarnamant Yitzhak Shamir . Lakaet e voe da vinistr ar yec'hed etre 1990 ha 1992 .

Ehud Olmert ha George W. Bush , d'an 23 a viz Mae 2006 en Ti Gwenn.

Etre 1993 ha 2003 e voe dilennet Ehud Olmert maer Jeruzalem div wech. Degas a reas gwellaennou a-fet deskadurezh hag a-fet danframmou hentou.

E 1999 e stourmas a-enep da Ariel Sharon a-benn bezan e penn Likoud , met koll e voe. Goude-se e tostaas muioc'h-mui ouzh Sharon. Goude bezan kaset kabal Likoud evit an dilennadegou e voe dilennet en-dro er C'hnesset e miz Genver 2003 . Er memes bloavezh e tilezas e garg e ti-ker Jeruzalem hag ez eas e-barzh gouarnamant Ariel Sharon  : e-giz bezkentan ministr da gentan, hag evel ministr ar c'henwerzh hag an industriezh goude-se. D'ar 7 a viz Eost 2005 e voe anvet da vinistr an arc'hant, goude dilez Benjamin Netanyahou , hag a glemme peogwir e oa bet lakaet e pleustr ar steunv kuitaat an tiriadou aloubet e bandenn Gaza . Ehud Olmert, hag a oa bet ae-enep kuitaat an tiriadou bet gounezet e-pad brezel c'hwec'h devezh hag en doa votet ivez a-enep da emgleviou Camp David ( 1978 ), a gemmas ali hag e savas a-du gant ar steunv-se : ≪  A-enep da Menahem Begin em boa votet […] Lavaret em boa dezhan e oa ur fazi istorel. […] Hiziv an dezi ez on trist ne vefe ket mui bev evit klevout ac'hanon oc'h embann splann e oa ar gwir gantan hag e oan e gaou. Evurusamant omp aet kuit eus ar Sinai ≫.

D'ar 4 a viz Genver 2006 e c'houzanvas Ariel Sharon ur barrad en e empenn, anvet e voe neuze Ehud Olmert da gentan ministr da c'hortoz. D'ar 16 a viz Genver 2006 e voe lakaet da brezidant (da c'hortoz) Kadima , a-benn prientin dilennadegou ar gannaded (28 a viz Meurzh 2006 ). Ehud Olmert n'en deus ket bet ur red micher a-bouez en arme, ar pezh a c'hallfe displegan e emzalc'h e-pad ar brezel a voe etre Israel ha Liban e 2006 . D'ar 24 a viz Genver 2006 e lavaras er gelaouenn Haaretz  : ≪  An dibab etre lakaat ar Yuzevien da vevan war douar Israel a-bezh pe bevan en ur stad enni ar brasan niver yuzev, a redio ac'hanon da adrein tammou eus douar Israel.  ≫).

Gant dilennadegou an 28 a viz Meurzh 2006 , e tapas Kadima kaout 29 dileuriad (en holl ez eus 120 er C'hnesset ). Dont a reas neuze da vezan strollad politikel kentan Israel a-fet niver a gannaded. Kadarnaet e voe Olmert evel kentan ministr, hag ur gouarnamant a genunaniezh a aozas, gant strollad al labour (20 dileuriad), hini an dud war o leve (7 dileuriad) ha Shass . Ez-ofisiel e voe lakaet e voe da gentan ministr d'ar 14 a viz Ebrel 2006 , da lavaret eo 100 devezh goude ma vefe bet lakaet da gentan ministr da c'hortoz. Olmert eo an den-stad kentan eus Israel en deus anzavet e oa armou nuklel gant ar stad-se. Kemend-se a c'hoarvez e-pad un atersadnen er skinwel alaman d'an 11 a viz Kerzu 2006 [1] . D'an 30 a viz Gouere 2008 e voe meneget anv Olmert e aferiou breinadurezh , neuze ec'h embannas ne gemerfe ket perzh e dilennadegou diabarzh e strollad politikel. D'an 18 a viz Gwengolo e voe erlec'hiet gant Tzipi Livni e penn Kadima . D'an 21 a viz Gwengolo 2008 ec'h embannas e zilez goude ma vefe bet dilennet Tzipi Livni e penn Kadima . Met dre ma n'eus gouarnamant nevez ebet e kendalc'h gant e garg betek dilennadegou miz C'hwevrer 2009 . D'ar 4 a viz Kerzu 2008 eo bet embannet gant justis Israel ne vefe ket tamallet Olmert en un istor trafikerezh levezon a denne da werzh lodennou bank Leumi perc'hennet gant ar Stad d'un embregerezh arc'hanterezh, daoust ma oa ministr ar c'henwerzh hag an industriezh d'ar mare-se. Padal e c'hallfe bezan tamallet en un afer all a denn da fakturennou doubl a c'hoarvezas pa oa maer Jeruzalem ha ministr ar c'henwerzh hag an industriezh. En holl e kaver anv Olmert e c'hwec'h afer a denn d'ar breinadur pe d'ar flod.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. https://web.archive.org/web/20080522192444/http://www.rfi.fr/actufr/articles/084/article_48146.asp Ehoud Olmert hag an armou nukleel

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .