Doperezh

Eus Wikipedia
Kreizenn kontrol eus an doperezh da-genver Tro Taiwan e 2008

An doperezh a reer eus treuzimplij danveziou pe doareou medesinel a-benn gwellaat ar barregezhiou evit a sell ar c'horf koulz hag ar spered.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kavout a reer roudou a-gozh eus doareou doperezh hogen dreist-holl abaoe dibenn ar bloavezhiou 1950 eo bet kroget da vezan boutin mat e bed ar sportou. Er redadegou 100 m e weler ur c'hresk trumm en disoc'hou er bloavezhiou 1960 a-raok dezhe stabilaat er bloavezhiou 1970-1980. Kreskin a reont en-dro adalek ar bloavezhiou 1980, er mare ma'c'h erru an EPO ha produiou kuzhan war ar marc'had. Kontroliou e-leizh a oa graet er bloavezhiou da-heul met n'eo nemet e 1998 e teu ar gudenn war wel er vuhez foran gant afer Festina e-pad Tro Bro C'hall  : Harzet ez eus bet un ezel eus ar skipailh gant 500 dozenn a broduiou doperezh, 235 klogorenn a EPO gantan.

Danveziou ha doareou doperezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Doareou dopus [ kemman | kemman ar vammenn ]

Fonnusaat an treuzkas a zioksigen a c'hell bezan graet a-drugarez d'ur maread tremenet er meneziou da skouer pe e lec'hiou paour e dioksigen. Lakaat a ra ar c'horf da broduin muioc'h a c'hlobulennou ruz a-benn akoursin ouzh ar c'hondisionou nevez. Devezh ar c'henstrivadegou eo gouest ar c'horf da zougen ha da gas muioc'h a zioksigen betek ar c'higennou ha ne skuizhont ket buan. Ar memes efed a vez graet pa vez strinkellet gwad ur sportour, bet tennet dioutan miziou en a-raok. Pa vez pinvidikoc'h ar gwad e globulennou ruz e teu brasoc'h ar risklou da ziorren ur c'hlenved pe un taol kalon-gwazhied, un infarktus pe ur Gwallzarvoud eus Gwazhied an Empenn .

Danveziou broudus [ kemman | kemman ar vammenn ]

Anavezet mat eo an amfetamin evit gwellaat an evezh, an dalc'husted ouzh ar striv hag evit fonnusaat an talm. Difennet ha dialiet grons eo o implij koulskoude abalamour d'ar mellou risklou evit ar galon hag ar gwazhied ha d'an efedou a bred a zegasont. Klasket e vez implijout ar c'hafein en o lec'h abalamor m'he deus ar memes efedou hag e feur er gwad ne rank ket mont dreist da 12μg/ml.

Danveziou anabolizus [ kemman | kemman ar vammenn ]

Danveziou anabolizus naturel evel an testosteron a broduer en hor c'horf. Kreskin a reont ar c'higennou, an tagusted, ar fizians ennomp, an dalc'husted ouzh ar striv hag ar boan. Pa vezont strinkellet e c'hellont bezan kaoz eus difrouezhusted ar baotred hag eus diorroadur krignou-bev ar prostat. Evit a sell ouzh ar merc'hed e enebont ouzh mont-en-dro reizh ar vierez , an amzeriou ha gourelaat a reont (kresk an divskoaz, mourrou war o dremm ...).

An hormonou [ kemman | kemman ar vammenn ]

An hini anavezetan eo an EPO hag a c'hell kreskin ar produadur a c'hlobulennou ruz ar pezh a aesa treuzkas an dioksigen betek ar c'higennou ha ne skuizhont ket ken buan neuze. Muioc'h a c'hlobulennou ruz er gwad a laka anezhan da vezan pegusoc'h, ar pezh a uhela ar risklou evit ar galon hag ar gwazhied.

Louzou all [ kemman | kemman ar vammenn ]

Louzeier a c'hell bezan roet d'ar sportourien met gant ma vefe un abeg medesinel resis. Al louzeier evit ar galon, ar betastanker a eneb ouzh an anken hag a reol an talm ; louzeier sioulaat pe analgezek a eneb ouzh ar boan.

Tout an doareou kinniget a c'hell gwellaat barregezhiou ha kuriou ar sportourien a c'hall koulskoude met mont dreist galloudegezhiou ar c'horf dre forzh o implijout. Dreistgourdonadur, treuzimplj, oberiantizou dibaouez a c'hell diorroin klenvedou, ouzhpenn d'ar c'hudennou kresk gant ar vugale. An doperezh gwellan a zo an hini hag a zouj ouzh ar c'horf : plegou buhez yac'hus, magadurezh kempouez ha gourdonadur prederiet.