한국   대만   중국   일본 
Deiziadur pers - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Deiziadur pers

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Deiziadur iranek )

An deiziadur pers (???????? ???? ??????? e perseg ) anvet ivez deiziadur iranek pe deiziadur Jal?li , zo un deiziadur heolel implijet en Iran , Afghanistan hag e broiou tro-dro evel Kurdistan . Ar bloaz nevez a grog d’an 21 a viz Meurzh , da vare kedez an nevezamzer .

Degemeret eo bet an deiziadur-se da zeiziadur ofisiel en Iran e 1925 . Neuze e voe lakaet sklaer e veze niveret ar bloavezhiou, evel en deiziadur muzulman, adalek an Hijra , pa’z eas Muhammad hag e heulierien eus Mekka da Vedina er bloavezh 622 goude J.K. E miz Meurzh 2007 eus hon deiziadur e krog ar bloavezh 1386 hervez an deiziadur pers. Kalz resisoc’h eo hennezh eget an deiziadur gregorian , rak gant an deiziadur gregorian e vo ur fazi un devezh goude 3320 bloavezh, tra ma ne vo ur fazi un devezh gant an deiziadur pers nemet goude 3,8 milion a vloavezhiou !

An deiziadur pers zo ennan c'hwec'h miz kentan gant 31 devezh ha c'hwec'h miz goude-se gant 30 devezh, nemet er miz diwezhan e vez 29 devezh pe 30 devezh er bloavezhiou bizeost . Digerin a ra ar bloavezh gant Nowruz pe Newroz , goueliou ar bloaz nevez, a bad tri devezh, eus an 21 a viz Meurzh d’an 23 a viz Meurzh en deiziadur gregorian .

Anviou ar miziou en deiziadur iranek [ kemman | kemman ar vammenn ]

(gant an deiziad ma krog pep miz hervez an deiziadur gregorian )

  Anv persek Niver devezhiou Kregin a ra d'an
1 Farvardin 31 21 a viz Meurzh
2 Ordibehesht 31 21 a viz Ebrel
3 C'hordad 31 22 a viz Mae
4 Tir 31 22 a viz Mezheven
5 Mordad 31 23 a viz Gouere
7 Mehr 30 23 a viz Gwengolo
6 Shahrivar 31 23 a viz Eost
8 Aban 30 23 a viz Here
9 Azar 30 22 a viz Du
10 Dey 30 22 a viz Kerzu
11 Bahman 30 21 a viz Genver
12 Esfand 29/30 20 a viz C'hwevrer

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]