Deiz an Hangeul
— anvet ivez
Deiz embannidigezh an Hangul
pe c’hoazh
Deiz lizherenneg ar c’horeaneg
— a vez graet eus un devezh lid a gouna an deiz ma voe ijinet hag embannet an
Hangul
, da lavaret eo
lizherenneg
dibar ar
c’horeaneg
, gant ar roue
Sejong Veur
. Lidet e vez d'an
9 a viz Here
e
Sukorea
ha d'ar
15 a viz Genver
e
Norzhkorea
.
Hervez
kronikenn ar roue Sejong
, eo bet diskleriet an
Hunmin Jeongeum
, an teul ma tispleger al lizherenneg nevez savet gant ar roue Sejong, en navet miz eus an
deiziadur loarel
e
1446
. E penn kentan e oa bet roet anv an teul-se,
Hunmin Jeongeum
, d'al lizherenneg hec'h-unan.
E
1926
eo bet lidet gant
kevredigezh an Hangeul
deiz-ha-bloaz an 8
vet
kelc’hiad ha tri-ugent
(480
vet
bloavezh)
eus diskleriadur an Hangul da zeiz diwezhan an navet miz eus an deizadur loarel a zo d'ar
4 a viz Du
en
deiziadur gregorian
. Diskleriet eo bet gant izili ar gevredigezh kentan deiz lid ar "Gagyanal(가갸날)". Dont a ra an anv-man diwar "Gagyageul(가갸글)", un termen poblek hengounel evit Hangul a glot gant un doare dibunan mnemoteknek a grog gant "gagya geogyeo(가갸거겨)". Chenchet eo bet anv deiz al lid evit an anv "Hangullal" e
1928
, nebeut goude ma voe deuet an termen
Hangul
, bet savet e
1913
gant
Ju Si-gyeong
, da vezan degemeret gant an holl evel anv nevez al lizherenneg. Da neuze e veze lidet an deiz gouel diouzh an deiziadur loarel.
E
1931
e voe lakaet an deiz gouel d'an
29 Here
evit mont gant an deiziadur gregorian. E
1934
e teuas anat m'eo gant an
deiziadur juluan
e veze graet e 1446 avat. Neuze e voe chenchet an deiz adarre ha lakaet d'an
28 Here
.
Met e
1940
e voe dizoloet un eilskrid orin eus an
Hunmin Jeongeum Haerye
, ul levr burutellan an
Hunmin Jeongeum
deut er-maez nebeut goude an teul m'eo diazezet warnan. Diskuliet e voe neuze e oa bet embannet an
Hunmin Jeongeum
e-pad dek deiz kentan (
sangsun
;
상순
;
上旬
) an navet miz. E 1446 e klote dekvet deiz navet miz an deiziadur loarel gant an
9 Here
eus an
deiziadur juluan
. Pa voe savet gouarnamant
Korea ar Su
e
1945
e voe lakaet deiz an Hangul war roll an deiziou gouel da vezan lidet d'an
9 Here
. Ne veze ket labouret d'an deiz-se.
Da-heul degasadenn un deiz gouel nevez,
deiz ar broadou unanet
, ha goude ul labour gwaskan war ar gouarnamant a-berzh ar
pennou embregerezh brasan
c’hoant ganto lakaat an niver a zevezhiou labouret da greskin, e voe divizet tennan e statud lezennel a zeiz gouel gant deiz an Hangul e
1991
. Chom a ra memes tra deiz an Hangul un devezh koun broadel. Derc’hel a ra kevredigezh an Hangul da stourm evit ma vefe roet en-dro ar statud a zeiz gouel da zeiz an Hangul, hep re a verzh evit poent.
Diouzh he zu e vez lidet deiz ar Chos?n'g?l, kevatal da zeiz an Hangeul, gant
Korea an Norzh
d'ar
15 Genver
evit merkan an deiz eus
1445
(1444 diouzh an deiziadur heolel) ma kreder eo bet krouet an
Hunmin Jeongeum
.
Lidet e vez ivez deiz an Hangul bep bloaz gant
yezhourien
amerikan
hag
alaman
zo, en o zouez
James D. McCawley
, evit dougen bri da grouidigezh al lizherenneg koreanek gwelet ganto evel un darvoud yezhoniel a dalvoudegezh hollek.