Daneg

Eus Wikipedia
Daneg
( dansk )
Perzhiou
Komzet e : Danmark , Inizi Faero , Greunland , Alamagn ( Schleswig )
Komzet gant : 5 500 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh  : Yezhou Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel  e : Danmark , Inizi Faero , Greunland , Alamagn , Unaniezh Europa
Akademiezh : Dansk Sprognævn
Kodou ar yezh
ISO 639-1 da
ISO 639-2 dan
ISO 639-3
Kod SIL dan
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh .

An daneg zo ur yezh germanek eus skourr ar yezhou skandinavek . Kar eo d'an norvegeg ha d'ar svedeg . Ur statud yezh ofisiel en deus e Danmark hag en Inizi Faero hag e Greunland (a-gevret gant yezh vroadel pep hini eus an div vro-se). Ur statud ofisiel en deus ivez e Schleswig-Holstein en Alamagn , ma vez komzet gant 50 000 den.

Skrivet e vez an daneg gant al lizherenneg latin gant teir lizherenn ispisial ouzhpenn : Æ , æ  ; Ø , ø , A , a . Pa ne c’heller ket skrivan al lizherennou-se e reer en o flas gant ae , oe hag aa .

An daneg eo ar yezh skandinavek zo pellaet ar muian diouzh an norseg kozh, dre m’eo bet eeunaet kalz e yezhadur ha dre m’eo emdroet kalzik e fonologiezh . Daoust m’eo bihan Danmark e oa diforc’hiou rannyezhel bras dre ar vro betek nevez zo (gant tri strollad rannyezhou : østdansk , daneg ar reter, ømal pe ødansk , daneg an inizi, ha jysk , yezh Jutland). Hiziv an deiz koulskoude eo ledet yezh Kopenhagen dre ar vro a-bezh hag alies ne chom nemet arliviou rannyezhel war ar parlantou.

Un nebeud geriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Danad: dansk
  • Demat: godmorgen , godaften
  • Kenavo: farvel
  • Degemer mat: velkommen
  • Trugarez: tak
  • Ya: ja
  • Nann: nej


Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]