한국   대만   중국   일본 
Daked - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Daked

Eus Wikipedia
Delwennou Daked e Bolz Kustentin , e Roma.
Tachenn Dacia e 82 kent JK, da vare Burebista .

An Daked (latin: Daci  ; gresianeg: Dakoi pe Dakai ) a oa ur bobl indezeuropek a oa o vevan e Dakia ( Roumania hiziv). Ar meneg kentan eus an Daked a voe graet gant ar Romaned. Hervez lod eus an istorourien e oant ur skourr eus pobl an Draked , pe d'an nebeutan e oant kar dezho.

O vevan e oant e Dakia , e reter Europa, gant ar Mor Du er reter hag an Danav er c'hreisteiz. En em astenn a rae o bro war ar pezh a zo breman Roumania ha lodennou eus ar broiou amezek. Kaozeal a raent dakeg , ur yezh kar da hini an Draked, gant levezonou poblou all, evel ar Gelted pe ar Skited [1] .

War-dro daou vilion a Zaked a oa moarvat. Da lavaret eo e oa unan eus poblou bras Europa en amzer-hont, an eil vrasan marteze goude ar Romaned. D’ar mare-se e veze un dekvedenn eus ar boblans o servijan an arme : neuze e vije bet 200 000 soudard en armeou an Daked.

E 106 e voe aloubet Dakia gant ar Romaned. Gant an impalaer Trajan e voe diblaset pe skarzhet 150 000 eus an Daked. Ar re a chomas en em veskas gant ar Romaned hag a zegemeras o yezh, al latin . E-pad kantvedou e voe graet ‘’Valaked’’ eus o diskennidi, ur ger hag a zo kar moarvat d’ar geriou “Gall” pe “Wales”, hag a veze implijet gant o amezeien da envel romanegerien ar Balkaniou . N’eo nemet adalek an XIX vet kantved e voe graet gant ar geriou Roumaned ha Roumania evito.

Daoust ha diskennidi d’an Daked eo ar Roumaned hiziv ? N’eman ket an holl istorourien a-unan war ar poent-se, met an dra-se eo ar sonj a zo gant pennou Roumania ha peurvuian e sav ar braz eus an istorourien estren ganto. En hengouniou Roumania, en doareou-bevan, er boued, en dilhad, er yezh… e kaver aspadennou eus amzer an Daked.


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Encyclopædia Britannica Online (in saozneg). Britannica.com.