Christlich Demokratische Union Deutschlands

Eus Wikipedia
Logo CDU
Sez CDU e Berlin

Unvaniezh kristen-demokrat Alamagn ( Christlich Demokratische Union Deutschlands , CDU ) a zo ur strollad politikel alaman savet e 1945 . Strollad politikel pennan an tu-dehou alaman eo, stag ouzh al luskad kristen-demokrat european. En Alamagn a-bezh e kaver CDU, nemet e Bavaria ma kaver CSU (unvaniezh kristen-sokial). Kenlabourat a ra an daou strollad er c'hevredad alaman dindan an anv CDU/CSU . Abaoe dilennadegou 2005 ez eo Angela Merkel , ha hi prezidantez CDU, hag a zo kansellerez Alamagn. Ur gouarnamant a genunvaniezh ennan izili CDU ha re SPD eo.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bodadeg-veur CDU da lidan 5vet deiz-ha-bloaz ar strollad e 1950

Goude diskar an Trede Reich e 1945 e voe savet CDU e Berlin hag e Rheinland. Peuraozet e voe ar strollad etre 1945 ha 1949 , ha peurunvanet en Alamagn a-bezh e 1950 . Ul lodenn vras eus izili CDU ( Konrad Adenauer en o zouez) a oa bet er Zentrum , ur strollad politikel levezonet gant ar gatoligiezh, a oa anezhan a-raok an Eil Brezel-Bed . Katoliked ha protestanted a gaver e CDU.

Ken abred hag e 1949 e teuas da vezan strollad politikel pouezusan Republik Kevreadel Alamagn. Ur politikerezh levezonet gant an denelouriezh kristen, etre komunouriezh ha kevalaouriezh eo a oa kinniget gant CDU. Konrad Adenauer , hag en prezidant CDU, a zeuas da vezan kentan kanseller Alamagn ar C'hornog goude ar brezel. Lakaat a reas Alamagn da gemer perzh e Kumuniezh Europa ar glaou hag an dir hag e Kumuniezh Ekonomikel Europa. Kanseller e voe ivez da vare ar burzhud ekonomikel er bloavezhiou 1950 ha 1960. Kenlabourat a reas CDU gant FDP , met etre 1966 ha 1969 e rankas mont e-barzh gouarnamantou a genunvaniezh veur gant izili SPD . Goude-se e chomas pell diouzh ar galloud betek 1982 , pa voe kaset gant Helmut Kohl . Ar c'henlabour gant FDP a gendalc'has, ha kemmou a voe degaset : frankizour e teuas CDU da vezan, oc'h embann e oa ret degas kemmou da batrom ar Roen a-benn heulian lusk armerzh ar bed. Brudet mat e voe Kohl a-drugarez da adunvanidigezh Alamagn e 1990 .

Helmut Kohl e Brandenburger Tor pa voe digoret an harzou etre BDR ha DDR e miz Kerzu 1989

Koulskoude e koustas ker, ha pignat a reas aniver a dud dilabour. Kendeuzet e voe CDU ha CDU DDR e 1990. Trec'h e voe CDU en dilennadegou kannad e 1990 hag e 1994 , ha Kohl a chomas kanseller.

Angela Merkel

Trec'het e voe CDU gant SPD e 1998 . CDU a savas a-du pa lakaas Edmund Stoiber (prezidant CSU ) e anv da vezan kanseller e 2002 , met daoust ma voe tapet muioc'h a vouezhiou gant an emglev CDU-CSU e teuas a-benn SPD da chom e penn ar galloud peogwir e oa kevredet gant Bundnis '90/Die Grunen . Angela Merkel eo a gasas kabal CDU e 2005 . Ne savas ket a-du holl izili CDU ganti, peogwir e kave dezho e oa re frankizour ar pezh a ginnige. Trec'h e voe CDU, met bihan-tre e voe an diforc'h a-fet mouezhiou, neuze e voe rediet da asantin ur gouarnamant an genunvaniezh vras gant SPD.

Pennou-bras CDU [ kemman | kemman ar vammenn ]

Prezidanted [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. 1949 - 1966  : Konrad Adenauer
  2. 1966 - 1967  : Ludwig Erhard
  3. 1967 - 1971  : Kurt Georg Kiesinger
  4. 1971 - 1973  : Rainer Barzel
  5. 1973 - 1998  : Helmut Kohl
  6. 1998 - 2000  : Wolfgang Schauble
  7. 2000 - 2018  : Angela Merkel
  8. 2018 - 2021  : Annegret Kramp-Karrenbauer
  9. 2021 - : Armin Laschet

Sekretourien-veur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. 7 a viz Du 1998 - 10 a viz Ebrel 2000  : Angela Merkel
  2. miz Du 2000 - 22 a viz Kerzu 2004  : Laurenz Meyer
  3. 24 a viz Genver 2005 ? 1an a viz Kerzu 2005 : Volker Kauder
  4. 20 a viz C'hwevrer 2006 - : Ronald Pofalla

Gouarnamantou Alamagn ma kemeras perzh izili CDU [ kemman | kemman ar vammenn ]

Izili CDU e penn Stadou (Lander) Alamagn [ kemman | kemman ar vammenn ]

Anv Land Abaoe
Günther Oettinger Gunther Oettinger Baden-Württemberg Baden-Wurttemberg 21 a viz Ebrel 2005
Ole von Beust Ole von Beust Hamburg Hamburg 31 a viz Here 2001
Roland Koch Roland Koch Hessen Hessen 7 a viz Ebrel 1999
Christian Wulff Christian Wulff Saks-Izel Saks-Izel 4 a viz Meurzh 2003
Jürgen Rüttgers Jurgen Ruttgers Nordrhein-Westfalen Nordrhein-Westfalen 22 a viz Even 2005
Peter Muller Saarland Saarland 29 a viz Gwengolo 1999
Stanislaw Tillich Stanislaw Tillich Saks Saks 28 a viz Mae 2008
Wolfgang Bohmer Saks-Anhalt Saks-Anhalt 16 a viz Mae2002
Peter Harry Carstensen Peter Harry Carstensen Schleswig-Holstein Schleswig-Holstein 27 a viz Ebrel 2005
Dieter Althaus Dieter Althaus Thüringen Thuringen 5 a viz Even 2003

Liamm diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Porched Alamagn  ? Adkavit pennadou ha rummadou Wikipedia a denn da Alamagn.