한국   대만   중국   일본 
Ceint - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Ceint

Eus Wikipedia

Ceint eo an anv a reer eus ar rouantelezh vrezhon martezeus lec'hiet e kontelezh Kent a vreman. Hervez Nennius e voe roet e 450 d'ar roue sakson Hengist gant Vortigern a c'hoantae euredin e verc'h.

Gwrangon a vije bet roue eno. N'eo ket gwall fizius Nennius avat, ha Gwrangon, war a seblant, a oa un nobl eus rouantelezh Gwent .

Ar pezh a zo sur eo e oa ar rannvro damani ar bobl Cantiaci a-arok an aloubidigezh roman ha gwirhenvel eo e oa ur rouantelezh etre disparti ar Romaned ha donedigezh ar Saksoned . Ne badas ket pell avat. Ar rannvro gentan da vezan dalc'het gant ar Saksoned goude o emsavidigezh e voe hervez Nennius . Hervezan e emgannas ar Vrezhoned ouzh ar Saksoned en Aegelesthrep e 455 , Crecganford e 456 ha Wippedesfleot e 465 . Dont a rejont a-benn d'o faezhan, war a seblant, met ne c'helljont o c'has kuit eus Preden ha gouestl e voe ar roue sakson Hengist da adkavout e c'halloud, dre drubardiezh, ma kreder Nennius (gwelet Klemm ar Vrezhoned ). Ar darvoudou-se a c'hellfe bezan mojennel pe zamvojennel.

Rouantelezh Kent eo an hini a voe savet gant ar Saksoned goude e Ceint.

An arkeologiezh a ziskouez, avat, ne oa niverus ar saksoned nemet war an aod, eus genou an Tavoez betek Dover . Ar beziou pagan a ziouer e diabarzh ar vro ha war an aod su. An dra-se a c'hellfe talvezout e chomas korniou-bro dindan kontrol ar Vrezhoned betek hanterenn gentan ar VI vet kantved . Posupl eo e oa kristen un darn vrasoc'h eus ar Saksoned eget ma kredfed, avat.

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Britain and the End of the Roman Empire, Ken Dark, Tempus, London, 2002, ISBN 0752425323