한국   대만   중국   일본 
Caradoc Freichfras - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Caradoc Freichfras

Eus Wikipedia

Caradoc Freichfras ( Caradoc krenv e vrec'h ) a voe un hendad damvojennel a dierned Gwent en defe renet er V vet pe er VI vet kantved. Menneget eo en Danvez Breizh evel Penntiern Caradoc , ur mac'heg ag an Daol Grenn .

Caradoc en istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Displann eo an andoniou war-divout buhez Caradoc. Droukvesket eo bet get ar gouron Preden anvet Caratacos , get Cerdic a Wessex ha get penndud istorel all. Er mabinogion eo menneget evel mab da Ll?r Marini (marsen ar gouron Ll?r ).

Istorourion a zo a wel Caradoc Freichfras evel an den istorel anvet Caradoc ap Ynyr , penntiern Gwent d'ar VI vet kantved, staliet e Caerwent . E anv a zo bet roet dezhan en envor penntiern Caratacos hag a oa anavet mat pemp kantved diwezhatoc'h c'hoazh.

Caradoc er mojennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kemer a ra perzh e avanturiou mojenn Arzhur dindan an anv a Garados Briefbras .

N'eo ket sklaer e beurhenvelder hag ar mojennou war e zivout a vez dislavarus alies. Map Ynyr Gwent e vefe bet ha gallout a ra bout an hevelep den ha Caradoc Hen er mojennou breizhat.

Dalc'het en defe tiriou e Breizh hag ur roue a Bro-Erec a lavarer anezhan. E Naoned e vije bet e lez hervez lod met ur gammgemeradenn eo moarvat rak ar ger ma oa kreizennet e zamani ( Caerwent ) a veze anvet Caernant ivez.


En e raok:
Iddon
Roue Gwent
thum)

war-dro 470
War e lerc'h:
Meurig ap Caradog