한국   대만   중국   일본 
Aogust (impalaer) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Aogust (impalaer)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Caesar Augustus )
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan
Aogust
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Henroma   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Imperator Caesar Divi f. Augustus   Kemmañ
Anv ganedigezh C. Octavius C.f.   Kemmañ
Titl noblans Augustus   Kemmañ
Praenomen Gaius   Kemmañ
Nomen Octavius , Julius   Kemmañ
Cognomen Caepias , Bergamota , Caesar   Kemmañ
Agnomen Octavianus   Kemmañ
Moranv Turino   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 23 Gwe 63 BCE   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Roma   Kemmañ
Deiziad ar marv 19 Eos 14 CE   Kemmañ
Lec'h ar marv Nola   Kemmañ
Doare mervel abeg naturel   Kemmañ
Lec'h douaridigezh Mausoleum of Augustus   Kemmañ
Tad Gaius Octavius , Caius Julius Caesar   Kemmañ
Mamm Atia   Kemmañ
Leztud Lucius Marcius Philippus   Kemmañ
Breur pe c'hoar Octavia the Younger , Octavia the Elder   Kemmañ
Pried Claudia , Scribonia , Livia Drusilla   Kemmañ
Kompagnun(ez) Salvia Titisenia   Kemmañ
Bugel Julia Caesaris , Caius Caesar , Lucius Caesar , Tiberius Caesar Augustus , Agrippa Postumus   Kemmañ
Familh tierniezh julian-ha-glaodian , Julii Caesares , Octavii Rufi   Kemmañ
Gens Gens Octavia , Julia gens   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet latin   Kemmañ
Yezh implijet dre skrid latin   Kemmañ
Micher politiker Henroma , milour   Kemmañ
Honorific prefix Imperator   Kemmañ
Titl sevended Pater Patriae   Kemmañ
Statud sokial nobiles , patrisian   Kemmañ
Relijion ancient Roman religion   Kemmañ
Grad milourel Imperator   Kemmañ
Present in work Civilization V   Kemmañ
Oberennou zo en dastumad Vatican Museums   Kemmañ
Statud e wiriou aozer Ar gwiriou aozer ne dalvezont ket ken   Kemmañ
Epithet Divi Filius , Divus   Kemmañ
Member of Roman tribe talvoud dianav , Fabia   Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Aogust , pe Augustus e latin, pe CAIVS?OCTAVIVS?THVRINVS e anv pa oa ganet, hag IMPERATOR?CAESAR?DIVI?FILIVS?AVGVSTVS pa varvas, a veze graet Oktav anezhan, hag ivez Oktavian , a oa ganet e 63 kent JK e Roma ha marvet er bloavezh 14 goude JK, e Nola (e Campania ? Bro- Naplez ), a oa ar c'hentan impalaer roman .

Evel her da Julius Caesar e kemeras ar galloud e diwezh ar Republik roman , e-kreiz ar brezeliou diabarzh diehan. Gourniz e oa d'ar jeneral en doa lakaet ar Sened roman da blegan, hag advabet e oa bet gantan e 45 kent JK. Se zo kaoz e kemeras evel anv Caius Julius Caesar Octavianus . Diazezer an impalaeriezh roman eo bet.

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mab a oa da Gaius Octavius ha da Atia, nizez Julius Caesar . Octavius a oa bet ganet abred er beure 23 a viz Gwengolo er bloavezh 63 kent JK , er c'harter 'Pennou Ejen', war ar Menez Palatin . Gourniz Julius Caesar e oa, hag advabet e voe gantan.

Marvet eo e e Nola, e Campania , war dro 13e30, d'an 19 a viz Eost er bloavezh 14 (goude JK). 

Kevezerezh gant Marcus Antonius [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pa varvas Kaezar e -44 e c'houlennas Aogust (ha ne veze graet nemet Oktavian anezhan c'hoazh) ma vije roet ar galloud dezhan diwar e herezh hag e c'hounezas an titl diwar ar Sened , nemet e tleas stourm ouzh Marcus Antonius a oa mestr al lu hag ar ger-benn. Trec'hin a reas Aogust warnan e kichen ker-v Modena e -43 . Koulskoude e tivizas Aogust sevel ur triumvirelezh gant Marcus Antonius ha gant Marcus Aemilius Lepidus ( Lepid ). Ne badas an triumvirat nemet 7 miz, e -43 , met evit kaout an dizober eus o enebourien republikan e rejont gant muntrou, ha savet e voe rollou an dud argaset (da dizhout .

Evel-se e asantas Aogust ma vo rediet Kikero d'en em lazhan diwar intrudu Mark Anton. E -42 e trec'has asamblez an tri den war vBrutus ha Cassius, pennou ar Republikaned en emgann Philippoi e Trakia .

E 40 kt JK e voe rannet etrezo an holl diriadou dindan beli ar Romaned hag e kemeras Aogust ar C'hornog , Mark Anton ar Reter ha Lepid provins roman Afrika . Rein a reas Aogust e c'hoar, Oktavia, da zimezin gant Mark Anton hag e chomas stabil an emglev (renevezet e -37 ) betek -33 . Pa oa bet trec'h Aogust war Sekstus Pompeius e Bro-Spagn (e -36 e kemeras lodenn Lepid. Istimetoc'h-istimetan gant an Italianed e teuas Aogust da vezan pa oe rebechet da Vark Anton bezhan dindan levezon e vestrez, ar Faraonez Kleopatra , unpenn Egipt , hag e veze an tiriadou roman o kouezhan dindani. Ober ar brezel da Gleopatra a reas Aogust hag e oe trec'h warni ha war morlu Mark Anton e Aktiom ( Akra Nikolaos e Gres hiziv) e -31 .

Kresk ar galloudou roet da Aogust [ kemman | kemman ar vammenn ]

E -38 e resevas Aogust titl imperator evel trec'hour milourel. E -28 e oe roet dezhan gant ar Sened karg ar princeps senatus hag e oa ar gwir dezhan komz a-raok pep a senedour. A-bouez-bras e oa ar garg pa krede ar Romaned e veze awenet gant an doueed an hini kentan o komz. E -27 ( Dies imperium  : 16 a viz Genver 27 kent J.-K.) e voe roet dezhan an adanv ( cognomen ) Augustus hag a dalveze "benniget gant an doueed", un uhel a ditl a chomo evel an hini uhelan e istor an impalaeriezh roman, deiziataet e derou diwar ar fed-se diouzh ar boaz. Renad ar prinsouriezh ( principatus ) a lakae ar prins kevatal d'ar Sened ha d'ar bobl roman asamblez ( Senatus populusque romanus ), met ne oe ket an ensavaduriou kozh evit lakaat ar penn kentan da blegan dirazo.

Lid awen doueel an impalaer [ kemman | kemman ar vammenn ]

Evel e goureontr e teuas Aogust da vezan Pontifex maximus e -12 . Evel penn ar relijion roman e vroudas lid Genius Augusti (Awen doueel an Aogust), da lavared eo an nerzh roet dezhan gant an doueed. Delwennou a oe savet e pep ger, aberzhiou ha c'hoariou a oe graet en e enor. Maen-diazez ar galloud impalaerel eo bet lidou en enor an unpenn ken e oe rebechet d'ar gristenien gentan bezan treitourien eus an taeran doare (sell ouz heskinaduriou ar gristenien ).

Oberenn bolitikel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Oberenn vilourel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Klask a reas Aogust krenvaat an harzou milourel dre aloubadenn Germania, met trec'het e oe ul lu bras renet gant Varus gant Arminius e 9 . Lakaet e voe an harz etre ar Barted hag ar Romaned war ar ster Eufrates e Mezopotamia . Tizhet e oe ar Roen hag ar ster Danav gant ar Romaned ivez. E-doug e ren e kavas ar Romaned e oe bet erruet an amzervezh a beoc'h hir-pad a rejod ar pax romana (ar peoc'h roman) eus outi.

Kavout un den da gemer war e lerc'h [ kemman | kemman ar vammenn ]

Rein a reas e verc'h, Julia, da vMarcellus rak kavout a rae dezhan e c'hellje dont da impalaer war e lerc'h, met mervel a reas ar paotr re abred.

   An Impalaerien roman   
Tierniezh Jul-ha-Klaod
En e raok :
Julius Caesar , konsul

( - 101 -44 )

Augustus

( - 27 14 )

War e lerc'h :
Tiberius Caesar Augustus

( 14 37 )

Heuliad Henroma