한국   대만   중국   일본 
Broiou keltiek - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Broiou keltiek

Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor . Gallout a rit rein un tamm skoazell, ha kreskin ar pennad : krogit e-barzh !
Ar c'hwec'h bro geltiek a vreman.

Ar broiou keltiek , pe Keltia evel ma reer anezho a-wechou e brezhoneg , eo ar broiou ma komzer yezhou keltiek .

A-wechou e reer gant Keltia ivez evit komz eus hollad an douarou poblet gant ar Gelted en istor, e-pad eil oadvezh an houarn , da lavarout eo Galia , Preden , Hibernia , Norika dreist-holl.

Un naoutur hag un anv krouet en XIX vet kantved eo, hag ul liv romantel zo dezhan, evel d'ar geriou Cambria ha Caledonia e saozneg, pe d'ar ger Armorique e galleg evit komz eus Breizh .

Diazezet eo war ar meno ez a ar broiou a orin keltiek, pe ma vez komzet yezhou keltiek, d'ober ur gumuniezh, dezhi un herezh henvel, un herezh hag a c'hall bezan sevenadurel pe istorel, pe tennan d'ar yezhou keltiek .

Notenn [ kemman | kemman ar vammenn ]

Diwar ar ger Keltia e teu ar ger keltieg . Tud zo a ra gant kelteg , savet diwar ar ger kelt .

Ar c'hwec'h bro geltiek [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bro Anv keltiek Yezh Pobl Niver a dud Niver a yezherien
Bro-Skos Alba Gouezeleg Skos ( Gaidhlig ) Skosed 5m 92 400 (1,8%)
Iwerzhon Eire Iwerzhoneg ( Gaeilge ) Iwerzhoniz 6m 355 000 - 1,8 milion (5,9%)
Enez-Vanav Ellan Vannin Manaveg ( Yn Ghaelg ) Manaviz 70 000 < 1 700 (< 2,4%)
Kembre Cymru Kembraeg ( Cymraeg ) Kembreiz 3m > 750 000 (> 25%)
Kernev-Veur Kernow Kerneveureg ( Kernewek ) Kerneveuriz 500,000 3 500 (0,7%)
Breizh Breizh Brezhoneg Bretoned 4m 206 000 (4,7%)



Levr [ kemman | kemman ar vammenn ]