한국   대만   중국   일본 
Bredoniezh - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Bredoniezh

Eus Wikipedia
Bredoniezh
diskiblezh akademek , skiant , dibarder yec'hedel
Iskevrennad eus human science , skiantou ar yec'hed , behavioral sciences   Kemmañ
Istor history of psychology   Kemmañ
Pleustret gant psychologist   Kemmañ
Model item branch of psychology , termenadurezh ar psikologiezh , psychological methodology   Kemmañ
Stack Exchange site URL https://psychology.stackexchange.com   Kemmañ
Enebet ouzh pseudopsychology   Kemmañ

Ar vredoniezh pe psikologiezh (diwar ar gresianeg : psyche = bred ha logos = ger) zo studi emzalc'h, spered ha preder an den da gentan holl, met emzalc'h ha spered al loened a zo studiet ivez, pe evel ur gelenn he-unan (cf. gouiziaduriezh al loened pe an etologiezh )pe c'hoazh, ha daeliou a zo diwarnan, evel un tu evit merzout traou a bled gant ar vredoniezh denel (cf. bredoniezh kenverel ).

Pleustret e vez war ar vredoniezh e doareou skiantel ha nann-skiantel. Ar vredoniezh a vez graet ar muian ganti a zo pozitivour he diazez pa ra gant studiou kementadel ha gant an hentenn skiantel evit testin ha diskar ar martezeadennou o vezan graet en un doare arnodel. Ar vredoniezh a ra alies gant an diuzelouriezh, da lavarout eo e sach pep gouiezegezh a c'hell kavout e tachennou skiantel zo evit klask displegan ha kompren an emzalc'h.

Koulskoude ne vez ket heuliet an hentenn skiantel gant pep enklask bredoniezh. Arveret e vez gant an imbourc'h kementadel teknikou jubennin evit sevel lod a zeskrivaduriou sachet diwar ar glinikenn hep arnod.
Kavet e vez ivez bredoniourion, ar vredoniourion denelour, da skouer, ha n'int ket evit degemer un hentenn skiantel.