Ariel Sharon

Eus Wikipedia
Ariel Sharon

Ariel Sharon (????? ???? Ariel Scheinermann diouzh e anv orin) a oa bet ganet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1928 e Kfar Malal e-kichen Jaffa e Kefridi Breizh-Veur Palestina (breman e Stad Israel ), ha marvet d'an 11 a viz Genver 2014 e Ramat Gan (Israel) goude ur c'homa eizh bloavezh.

Jeneral eo ha Kentan Ministr Stad Israel eo bet etre ar 17 a viz C'hwevrer 2001 hag ar 14 a viz Ebrel 2006.

Ar soudard [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1942 e teuas da vezan ezel eus ar Gadna, ul luskad damvilourel evit ar re yaouank ha war-lerc'h e teuas da vezan ezel eus Haganah , un aozadur damvilourel kuzh.

E 1953 e voe krouet ar " c'hommandoiou 101 " gantan.

E 1956 , e-pad brezel ar Sinai , e voe e penn an harzourien-lamm.

E 1967 , e-pad brezel ar 6 devezh e oa e penn eus unan eus rannou al lu a yeas d'ar Sinai . Brud spontus a zeuas dezhan koulz e-touez ar soudarded hag er bobl.

E 1973 e voe dilennet er C'hneset war listenn al Likoud , ur strollad bet krouet gantan. E miz Here e voe e penn rann an tankou a aloubas kanol Suez e-pad brezel ar C'hippour .

A-drugarez dezhan e c'hellas ur 25.000 trevadenner bennak ober o annez etre 1977 ha 1981 .

Ar Ministr soudard [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1982 e oa ministr an Difenn. Rediet e voe trevadennerien Yamit gantan da vont kuit. Ar re a nac'he a veze diskaret o zi.

Er memes bloavezh e kasas al lu da vont el Liban . Dindanan e voe drouglazhet Palestiniz e kampou Sabra ha Chatila . E zilez e voe rediet da rein.

Ar politikour [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1998 e voe anvet da Vinistr an Aferiou Diavaez.

E penn al Likoud ez eas goude an dilennadegou kollet e miz Mae 1999 .

D'ar 6 C'hwevrer 2001 ez eas da benn ar vro hag addilennet e voe d'an 28 Genver 2003 .

Ur voger etre Sisjordania ha Jeruzalem a lakaas da sevel.

E 2004 , goude marv Yasir Arafat e krogas da varc'hata gant penn nevez Palestina  : Mahmoud Abbas . Divizout a reas dilezel bandenn Gaza . D'an 11 a viz Gwengolo 2005 , ne oa trevadenner ebet ken eno.

Pa oa bet bec'h en e strollad e tivizas kuitaat al Likoud ha d'an 29 a viz Du 2005 e voe savet ur strollad nevez gantan : Kadima (?????, "war-raok").

E penn ar sontadegou e oa pa savas ennan un diwadenn-empenn d'ar 5 Genver 2006 a redias anezhan da chom a-sav.