Alba Iulia

Eus Wikipedia
Krenvlec'h Alba Carolina , en Alba Iulia

Alba Iulia (distaget [ ?alba ?juli.a ] e roumaneg ; Karlsburg pe Weißenburg en alamaneg ; Gyulafehervar en hungareg ; Apulum e latin ) zo ur ger eus Roumania , e kontelezh Alba .

Eman war lez ar Mure? , e-kreiz Roumania, e rannvro istorel Treuzsilvania . E 2011 e oa 63 536 a dud o chom en Alba Iulia ha 95% anezho a oa roumanegerien [1] .

Abaoe ar Grennamzer eo bet ker-benn bolitikel ha relijiel Treuzsilvania. Etre 1541 ha 1692 e oa ker-benn Rouantelezh Hungaria ar Reter ha, war-lerc'h, Prinselezh Treuzsilvania . Ur ger a bouez eo evit holl boblou Roumania, roumanegerien, hungaregerien, alamanegerien.

Peder c'heriadenn zo stag ouzh Alba Iulia : B?r?ban?, Mice?ti, Oarda ha Pacli?a.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Comunicat de pres? privind rezultatele provizorii ale Recens?mantului Popula?iei ?i Locuin?elor ? 2011 . Alba County Regional Statistics Directorate (2012-02-02). Kavet : 28 Here 2020 .

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .