Akrotiri ha Dhekelia

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan
Akrotiri and Dhekelia
(Western and Eastern)
Sovereign Base Areas

Banniel ar Rouantelezh-Unanet


( Banniel ar Rouantelezh-Unanet ) ( Armou ar Rouantelezh-Unanet )

Lec'hiadur e Kiprenez
Yezh Saozneg
Ker-benn Episkopi Cantonment
Rener James Illingworth
Gorread 254 km²
Poblans ~7.000 tud Kiprenez; ~ 7.500 soudarded saoz hag o familhou
Moneiz CYP

Akrotiri ha Dhekelia ( gresianeg : Ακρωτ?ρι και Δεκ?λια) a zo daou gelc'hiad e Kiprenez ma'z eman diazezlec'h milourel saoz dreist. Miret e voe ar c'horniou-bro-se gant bro-Saoz goude dieubidigezh Kiprenez en abeg d'o lec'hiadur strategel er Mor Kreizdouar . Disrannet eo an diazezlec'hiou etre Akrotiri ( gresianeg Ακρωτ?ρι; turkeg : Agrotur) a furmas gant Episkopi Cantonment ur c'helc'hiad Western Sovereign Base Area e anv, ha Dhekelia (gresianeg: Δεκ?λεια; turkeg : Dikelya) a furm gant Ayios Nikolaos , an Eastern Sovereign Base Area .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Krouet e voe an diazezlec'hiou dreist e 1960 gant feur-skrid diazezadenn pa zegemeras Kiprenez , un drevadenn saoz betek-hen, he frankiz. C'hoantaat a rae ar Rouantelezh Unvanet mirout kontrol an diazezlec'h rak gwarantin a rae an dra-se e c'hellfe kenderc'hel d'o implijout, dreist-holl da herberc'hin ar RAF Akrotiri . Ur pouez strategel bras o deus an diazezlec'hiou abalamour d'o lec'hiadur e reter ar Mor Kreizdouar, tost ouzh Kanol Suez hag ar Reter Krenn .

E 1974 e aloubas Turkia Kiprenez ha krouin a reas ur republik turkat e norzh an enez. Ne gemmas ket an dra-se statud an diazezlec'iou hag al lu predenek na voe ket empleget en emgannou. Gresianed Kiprenez a voe aotret da repuin war dachennad an diazezlec'hiou. Arsavin a reas an araokadenn durkat pa dizhas o harzou, ar pezh a roas tro d'ar C'hresianed da virout Ayia Napa .

Republik Kiprenez he deus goulennet meur a wech ma vo roet en dro an diazezlec'hiou dezhi, o larout e talc'hont un dachennad vras a c'hellfed implijout en un doare talvoudusoc'h. Evit 4 bloaz goude 1960 e paeas ar Rouantelezh Unvanet ur feurm evit Akrotiri ha Dhekelia goude enkadenn etregumunel 1963-64 e paouezas, o larout ne oa gwarant ebet e vefe emsav ar feurm evit an div gummuniezh. Goulenn a ra gouarnamant Kiprenez ar feurmiou nann-paeet.

E miz Gouere 2001 e oa manifestadegou dirak an diazezlec'hiou a-enep staliadur ur skigner. Aon o doa ar vanifestourien e vefe arvarus evit an annezidi hag ar vuhez ouez.

Politikerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Melestret ez eo an diazezlec'hiou gant ur rener hag a zo komandant al lu saoz e Kiprenez ivez. Anvet eo gant Rouaned bro-Saoz war aliou ar ministr kentan. An holl c'halloudou eus gouarner ur dachennad dramor en deus. Ur penn-ofiser, anvet gant ar rener, a ra war-dro melestradur pemdeziek an diazezlec'hiou. Dilennadeg ebet n'ez eus met ar geodourien bredenek o chom e-barzh Akrotiri ha Dhekelia a chell votin en dilennadegou predenek.

Ur sistem gwirel ispisial o deus an diazezlec'hiou, dishenvel eus al lezennou predenek. Eu lezennou kozh trevadenn Kiprenez, kemmet pep gwech eo ret da chom ken dost ha posupl ouzh lezennou republik Kiprenez.

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kartenn Akrotiri
Kartenn Dhekelia

Goloin a ra an diazezlec'hiou 3% eus tachenn Kiprenez met 40% anezho hepken a zo perc'hennet gant ar stad. Ar feur-skrid deazezadenn a rakwel ivez e vo, ouzhpenn an diazezlec'hiou end-eeun, un nebeud lec'hiou m'en do ar gouarnamant saoz diastedou : ar Retained Sites .

E su an enez, e-kichen Limasol eman lec'hiet Akrotiri. Dhekelia a zo lec'hiet e-kichen Lanaka , er gevred. An daou gelc'hiad a endalc'h tachennadou milourel met feurmiou hag kelc'hiadou-annez ivez. Kelc'hiet eo Akrotiri gant Republik Kiprenez met bevennet eo Dheketia gant Republik Turk Kiprenez an Norzh hag ar c'helc'hiad-stouv kontrolet gant soudarded Aozadur ar Broadou Unanet .

E reter Dhekelia eman Ayia Napa . Ar c'heriadennou Xylotymvou hag Ormidhia , hag a zo perc'hennet gant Republik Kiprenez, a furm un enezad e-barzh tachennad an diazezlec'hiou. Ar greizenn-dredan Akrotiri, daouhanteret gant un hent saoz, a zo perc'hennet ivez gant Kiprenez. Un enezad eo darn an norzh tra m'eo hanterenn ar su lec'hiet war ribl ar mor.

Demografiezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pa voe krouet an diazezlec'hiou e tresjod an harzou en doare ma n'endalc'hint kreizenn a boblans ebet. War-dro 14.000 den a zo o chom enno avat. Kipreniz ez eo 7.000 anezho. Labourat a reont evit al lu breizh-veuriat pe e feurmiou an diazezlec'hiou. Eus ar soudarded saoz hag o familhou eo kenaozet ar peurrest eus ar boblans.

N'eus statud a geodedouriezh isipsial ebet evit annezidi an diazezlec'hiou daoust ma c'hellont goulenn Keodeouriezh an Tiriadou Tramor Breizhveuriat (BOTC). Er c'hontrol da annezidi an tiriadou tramor breizhveuriat arall ne c'hell ket keodedourien an diazezlec'hiou goulenn ar geodedouriezh vreizhveuriat wir. Prometin a reas Breizh-Veur ne vefe lakaet tachennad an diazezlec'hiou d'un implij nann milourel, ar pezh a zispleg perak n'eo ket talvoudek ar British Overseas Territories Act 2002 enno.

Armerzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Stedegou armerzhel ebet a vez dastumet Akrotiri ha Dekhelia. Al labour-douar eo an oberiantiz armerzhel nemeti er-maez hini al lu saoz.

Liammou Diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]