Airbus A380

Eus Wikipedia
An A380 da zeiz e nijadenn gentan

Airbus A380 a zo un nijerez gant pevar dazloc'her graet evit hir veajou. Daou zoare anezhan a c'haller kavout: an A380-800 evit treuzdougen etre 555 ha 845 beajour hervez an aozan diabarzh, hag an A370-F evit ar fred hag a c'hall kas betek 150 tonennad fred gantan. An trede nijerez vrasan eus ar bed eo, hag an hini vrasan e-touez ar re n'int ket empennet evit an arme. An nijerez dre zazloc'h kentan eo ivez gant daou bont hed-ha-hed he c'horf.

Savet eo bet gant ar c'hevredad Airbus . An tammou anezhan a vez savet en Alamagn , Spagn , Frans hag er Rouantelezh-Unanet . Kenstrollet e vezont e Toloza .

Gallout a ra mont en un tenn betek 15 000 km (kement hag adalek Chicago betek Sydney), gant un tizh a Mach 0.85 (1,050 km/h).