한국   대만   중국   일본 
African National Congress - Wikipedia Mont d’an endalc’had

African National Congress

Eus Wikipedia
Banniel an ANC
African National Congress
strollad politikel
Deiziad krouin 8 Gen 1912   Kemmañ
Anv er yezh a orin African National Congress   Kemmañ
Designated as terrorist by Suafrika , Stadou-Unanet   Kemmañ
Diazezer John Langalibalele Dube   Kemmañ
Den e penn an aozadur Secretary-General of the African National Congress   Kemmañ
Prezidant Cyril Ramaphosa   Kemmañ
General secretary Ace Magashule   Kemmañ
Stad Suafrika   Kemmañ
Ezel eus Socialist International   Kemmañ
Political alignment kleiz-kreiz   Kemmañ
Ideologiezh politikel African nationalism , sokial-demokratelezh   Kemmañ
Lec'h diazez Bloemfontein   Kemmañ
Sez sokial Luthuli House   Kemmañ
SRGB color hex triplet 006600   Kemmañ
Lec'hienn ofisiel https://www.anc1912.org.za/   Kemmañ
Rummad evit an izili Category:African National Congress politicians   Kemmañ
Oberennou zo en dastumad Tate   Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

An African National Congress ( ANC ) a zo ur strollad politikel eus Suafrika . Eman e penn ar gouarnamant du-hont abaoe ma vez renet ar vro gant ur gouarnamant dilennet gant ar muian-niver (abaoe miz Mae 1994 ). Embann a ra ar strollad e-unan ez eo "un nerzh urzhiet eus an tu kleiz". A-raok 1994 e oa ar strollad pennan e-touez ar re a stourme a-enep an Apartheid hag evit gwiriou ar re zu.

Savet e voe ar strollad e Bloemfontein e miz Genver 1912 , dindan an anv South African Native National Congress (SANNC) a-benn difenn gwiriou ar re zu e Suafrika. A-benn seurt tud a oa ennan : pennou meuriadou, sindikalourien, tud a iliz. John Dube e oa rener kentan ar strollad, hag e-touez e izili kentan e oa ar barzh Sol Plaatje . Chench anv a reas ar strollad e 1923 ha dont da vezan African National Congress (ANC).

Pa voe diazezet an Apartheid evel doare da c’houarn ar vro e 1948 , e krogas an ANC da stourm a-enep an droukziforc’h gant doareou peoc’hus. E 1960 e voe lakaet an ANC e-maez lezenn. Er bloavezhiou goude e stagas da stourm gant doareou kaletoc’h a-enep ar gouarnamant : e 1961 e voe savet en e ziabarzh ar gostezenn armet Umkhonto we Sizwe (Goafiou ar Vroad), a dage an arme hag ensavaduriou ar gouarnamant.

Abaoe dibenn an apartheid e 1994 eman an ANC o c’houarn ar vro. Kresket e oa an dregantad mouezhiou dastumet gant ar strollad e dilennadegou 1999 ha 2004.

Cyril Ramaphosa , prezidant Suafrika, zo bet e penn an ANC abaoe Kerzu 2017.

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]