한국   대만   중국   일본 
Emile Hamonic - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Emile Hamonic

Eus Wikipedia
Emile Hamonic (en tu kleiz) gant Teodor Botrel

Emile Eugene Louis Hamonic (25 a viz Eost 1861 e Monkontour [1] - 24 a viz Gouere 1943 e Sant-Brieg ) a oa ul luc'hskeudenner hag un embanner kartennou-post breizhat .

Mab e oa da Emile Hamonic ha da Aimee Duret, marc'hadourien eus Monkontour. Goude bezan bet deskard e ti ul luc'hskeudenner eus Dinarzh en em stalias e Monkontour ha goude e Sant-Brieg. Rakwelet a reas berzh ar c'hartennou-post skeudennaouet ha sevel neuze e di-embann ( Editions d'art Hamonic ). Berzh a reas e gartennou gant luc'hskeudennou eus Breizh pe gant testennou kanaouennou Teodor Botrel . Lakaat a reas brezhoneg ( Karten-Bost ) war lod anezhe rak tomm e oa ouzh ar vro hag ezel eus Kevredigezh Broadel Breizh . Dimezin a reas gant Marie Francoise Raineval e 1899 e Sant-Brieg.

Daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. [1] Akt ganedigezh, dielldi Aodou-an-Arvor