Kevredigezh Vroadel Breizh

Eus Wikipedia
Kevredigezh Vroadel Breizh
strollad politikel
Deiziad krouin 16 Eos 1898   Kemmañ
Stad Frans   Kemmañ
Deiziad divodadur 1945   Kemmañ

Kevredigez Broadel Breiz ( URB ) a oa ur strollad politikel rannvroelour krouet d'ar 16 a viz Eost 1898 e Montroulez (Treger - Penn-ar-Bed) anvet U nion R egionaliste B retonne e galleg ivez.
Ar c'hentan strollad rannvroelour a oa krouet e Breizh zo anezhan. Mirour e oa e vennozhiou. Diskouez a reas ar youl o deus bet ul lodenn eus ar Vretoned - bourc'hizien ha tudjentil anezhe dreist-holl - da gaout ul levezon brasoc'h war dachenn an armerzh , ar velestradurezh hag ar sevenadur .

Krouidigezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Er vodadeg diazez kentan e Montroulez , da-heul goueliou breizhek, ez eas Anatol ar Braz da brezidant war un dro gant Markiz an Estourbeillon . Fransez Vallee a oa lakaet da brezidant ar gevrenn "Yezh ha lennegezh vrezhonek" asambles gant Fransez Jaffrennou (Taldir) aet da sekretour. Loeiz Tiercelin a oa gant Charlez ar Govig hag Anatol ar Braz , unan eus izili kentan Kevredigez Broadel Breiz. Kavout a reer e-touez an izili o deus harpet ar strollad ar gannaded Alberzh Mun , Regis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache , ar barzh Yann ar Fusteg , ar yezhoniour ha yezhadurour Fransez Vallee , ar sonaozour Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray , ar c'haner Theodore Botrel , al lenneg Reun Kerviler , Guy Ropartz , Emile Hamonic ...

Obererezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Evel ma oa bras pouez an noblans hag ar gloer er strollad nevez, lod eus e izili ne'n em sentas ket en e vleud ha sevel a rejont e 1899 an Association des Bleus de Bretagne .

Yann-Vari Degignet a skriv e Memoires d'un paysan bas-breton (embannet gant An Here ) : ≪ Bezan zo koulskoude ar gevredigezh brudet-se anvet rannvroelour breizhat, a ya d'he ober tudjentil a saroiou du, na fell ket dezho kaout korkerien en o zouez, ar re-se a c'hwezh re fall. Lezel a reont ar reuzeudien e dorn ar bersoned hag eus ar sunerien all (…) Met ar rannvroelourien-hont, zo ar Braz, ar jezuit hag al laer zo anezhan, prezidant warne … ≫ [1]

Yann Fouere a voe e vesprezidant etre 1939 ha 1945 . Lod eus e izili a voe ezel eus Sao Breiz , Bretoned ar France libre , adalek 1940 evit lod.

Embannet ez eus bet ur gelaouenn renet gant markiz an Estourbeillon eus 1902 da 1943 . Paouez a reas da zont er-maez e-doug ar Brezel bed kentan avat rak ar pep brasan eus an dud a gemere perzh enni a oa war an talbenn .

Goursez Vreizh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Da-heul unan eus emvodou an URB e voe krouet Goursez Vreizh d'an 31 a viz Eost 1900 e Gwengamp . Un anv-barzh a oa bet roet d'ar re o doa bet lakaet evel Barzhed gant Gorsedd Enez Vreizh hag an dud nevez deuet a voe anvet evel Barzhed (ar skrivagnerien) pe Oviz (ar re all) gant Drouiz Meur Breizh, Yann ar Fusteg . Harpan a rae izili ar C'hoursez holl an obererezhiou a-du gant sevenadur ar vro e kevrennou an URB, pe er C'hoursez. Evel-se e voe krouet Ti Kaniri Breiz .

Disrann e 1911 [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1911 , goude ma voe addilennet Regis de l'Estoureillon e-tal Jos Parker e renas heman diwezhan un disrann. Ur miz goude e voe krouet e Roazhon Unvaniez Arvor a oa hec'h anv gallek hini ar Federation regionaliste de Bretagne . Asambles gant Jos Parker, prezidant, e voe savet ar c'huzul-ren , Andre Mellac , Leon Le Berre , Joseph Duchauchix , Jean Choleau , Fransez Vallee ha Loeiz Herrieu . Kavout a rae dezho e oa tudjentiled hag tud virour ar KBB o lakaat un harz d'an araokaat. Darn vras Barzhed ar Goursez ha kalz a dud o doa micheriou kefredel en em vodas er gevredigezh bolitikel nevez.


Izili brudet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Almanak kevredigez broadus breiz . Simon - Rennes. 1910 .
  • ASSOCIATION BRETONNE ET UNION REGIONALISTE BRETONNE. Comptes rendus, proces-verbaux, memoires. Congres du 150e anniversaire a Rennes, 1993 . Roazhon, 1994 .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. ≪ Il y a cependant cette fameuse societe dite regionaliste bretonne, toute composee de nobles et de tonsures, qui ne veut pas de gueux dans son sein, ceux-la sentent trop mauvais. Ils laissent ces miserables entre les mains des cures et autres exploiteurs (…) Mais ces regionalistes, dont le jesuite et voleur Le Braz est le president… ≫ Histoire de ma vie , l'integrale des memoires d'un paysan bas-breton, Jean-Marie Deguignet, Speied , 2001, p. 527