Witiges
a voe roue an
Ostrogoted
en
Italia
adal
536
betek e varv e
540
.
Ne oa ket un den a ouenn uhel, met jeneral e oa en arme an Ostrogoted.
Mougan a reas un emsavadeg e ker
Locri
. E 534 e voe dilennet da roue e-lec'h Teodato. E 535 edo
Belisarius
e kreisteiz Italia, o vont da aloubin
Sikilia
, gant lu
Justinian
,
Impalaer ar Reter
. Witiges a voe anvet roue an Ostrogoted.
E 536 e tegouezhas Belisarius e Roma.
Witiges a vuntras
Theodahad
, mab-kaer da
Teodorig Veur
, goude marv e vamm-gaer hag anvet e voe da roue e-kreiz ar
Brezel Gotek
. Savet e oa ar C'hoted a-enep Theodahad peogwir n'en doa ket kaset soudarded da zifenn Naplez diouzh arme Belisarius.
Lakaat a reas lazhan anezhan war an hent etre Roma ha
Ravenna
, ker-benn
Rouantelezh an Ostrogoted
ha kemer a reas e lec'h e Ravenna.
E 536 e timezas da verc'h nemeti ar rouanez
Amalasunta
, anvet
Matasunta
, hag evel-se ce krouas ul liamm gant tiegezh ar roue kozh
Teodorig Veur
, un doare da grenvaat e grog war ar galloud. Ur
panegirik
a voe graet neuze evit o eured, gant
Cassiodorus
, ar
prefed pretorian
, ha deuet eo ar skrid betek ennomp : ur boelladenn a retorik roman a roe ton d'an Dierniezh ostrogot.
E 537 e savas Witiges un arme, hag a lakaas seziz war Roma. Lakaat a reas troc'han an
dourbontou
a gase dour da Roma. E meurzh 538 avat e rankas dilezel ar seziz evit distrein da hanternoz italia abalamour ma oa ar jeneral Iohannes o tostaat ouzh Ravena, ker-benn an Ostrogoted.
E 540 e lammas Belisarius war ravena ha tapout a reas Vitiges a voe kaset da Gergustentin, a-gevret gant e wreg. Eno e varvas Witiges, ha bugel ebet n'en doa. Matasunta a gavas da addimezin da
Germanus Justinus
, niz d'an Impalaer, pa oa mab d'e c'hoar
Vigilantia
.