한국   대만   중국   일본 
Mezheven - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Mezheven

Eus Wikipedia
Genver  · C'hwevrer  · Meurzh  · Ebrel  · Mae  · Mezheven  · Gouere  · Eost  · Gwengolo  · Here  · Du  · Kerzu
Mezheven
1 an 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30          


Mezheven e les Tres Riches Heures du duc de Berry , 1486

C'hwec'hvet miz ar bloaz eo Mezheven en deiziadur gregorian .

Hervez ar steredoniezh eo an 21 a viz Mezheven goursav-heol an hanv en hantervoul norzh , ha gousav-heol ar goanv en hantervoul su , a verk kreiz pep rannamzer. Kentan deiz an hanv ofisiel eo avat en Norzh, ar goanv ofisiel er Su.

Gerdarzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Keltiek eo anv miz Mezheven, eus * mediosaminos , "kreiz an hanv".

Yezhou all [ kemman | kemman ar vammenn ]

Junius e oa e latin , en enor d'an doueez roman Juno hervez Ovidius . Ur gerdarzh all a c'hallfe bezan, diwar anv Lucius Junius Brutus , diazezer ar Republik roman .

Krennlavariou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • ≪ Noz ar Wenngaouenn / Etre Mae ha Mezheven ≫, diwar-benn noz kentan ar miz. ≫ [1]
  • ≪ Da c'houel ar Pentekost / Al lin a ra an dro da gern an tog ≫ [2]
  • ≪ Da c'houel Barnabaz / Gant ur forniad poazh / Hag un all en arc'h / E paseo a-walc'h ≫ [3]
  • ≪ Da c'houel Per / E yay ar goukoug d'ar ger ≫ [4]
  • ≪ Da c'houel Per, plantan kignen / Da c'houel Per, skoulman kignen / Da c'houel Per, tennan kignen ≫
  • ≪ Da c'houel Yann / E yay ar goukoug d'al lann ≫ [5]
  • ≪ Da c'houel Yann e vez eizh eur da guzh-heol ≫
  • ≪ Gouel Yann a rann an deiz e daou damm ≫
  • ≪ Miz Even a ra al lin / Ha Gouere er gra fin ≫
  • ≪ N'eo ket graet gant e vamm / Neb a glev ar goukoug nav devezh goude gouel Yann ≫
  • ≪ Sant Ronan, dilost Mae / A laka kerc'h el lec'h na vez ≫ [6]
  • ≪ Ur park zo gwall fall / Mar da viz Even ne dalv ≫

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Devri
  2. Pentekost : d'an hanterkantvet deiz ha seizhvet Sul goude Pask (d'an 09/06 e 2019).
  3. Barnabaz : 11/06.
  4. Per : 29/06.
  5. Yann :24/06
  6. Ronan : 01/06.