Kardinal
zo un titl roet gant ar
pab
d'un den a
iliz
, hag a dalv kement ha “
kuzulier
”. Ar “
Skolaj sakr
” pe “Kevredad sakr” a vez graet eus an holl gardinaled. Pa vezont kouviet gant ar pab da zivizout diwar-benn aferiou an
Iliz katolik roman
ha war he c'hredennou e vez anvet ar vodadeg ar
C'honsistor
(e
latin
consistorium
).
Arabat kemmeskan Konsistor ha
Sened-Meur
, a lavaret eo ur bodad hollvedel an Iliz, gant holl
eskibien
an Iliz katolik.
Pa varv ur pab e vez dilennet unan all gant an holl gardinaled dindan 80 vloaz, hag ar re-se ne c'hellont ket mont kuit eus al lec'h er
Vatikan
a-raok disoc'h an dilennadeg. Ar
sened-kardinaled
e vez graet eus ar bodad-se (e
latin
conclave
, da lavaret eo
prennet war alc'hwez
). Gwisket e vez ar gardinaled evit al
lidou
meur gant ur
soutanenn
, ur roked hag un
tog
ruz.