한국   대만   중국   일본 
Gwengolo - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Gwengolo

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan
Genver  · C'hwevrer  · Meurzh  · Ebrel  · Mae  · Mezheven  · Gouere  · Eost  · Gwengolo  · Here  · Du  · Kerzu
Gwengolo
1 an 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30          


Gwengolo , e Les Tres Riches Heures du duc de Berry , 1486

Navet miz ar bloaz eo miz Gwengolo en Deiziadur juluan evel en Deiziadur gregorian .

Dont a rafe an anv eus ar c'holo a zo deuet gwenn ar parkeier war-lerc'h an eost .

Miz an distro d'al labour eo evit kalz a labourerien, evit ar skolidi hag ar studierien.

Deiziou a bouez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Krennlavarou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • ≪ Da viz Gwengolo / E teu dour er poullou
  • ≪ E miz Gwengolo / En abardaez 'man an dorno ≫
  • ≪ Gounid ouzh diskar loar Gwengolo / Ne vez na greun na kolo ≫
  • ≪ Gourmikael hag an Ankou / A laka kalz chenchamantou ≫
  • ≪ Da c'houel sant Jili / E teu ar goanv e penn an ti ≫ [1]
  • ≪ Hiziv eman gouel sant Jili / Kant levenez, mil prederi ≫
  • ≪ Da c'houel Mazhev / Ar frouezh zo holl darev ≫ [2]
  • ≪ Glav, glav, ken e timezo merc'h ar Mazhev / Marc'h ar Mazhev zo dimezet, hag ar glav ne ehan ket ≫
  • ≪ Da c'houel Mikael, da c'houlou-deiz / An Tri Roue 'vez er c'hreisteiz ≫ [3] , [4]
  • ≪ E foar an Trokerezh / Un ebeul evit ur gwenneg ≫ [5]
  • ≪  Meurlarjez , Meurlarjez / Me 'garje 'vije bemdez / An eost div wech ar bloaz / Ha Gouel Mikael bep seizh vloaz ≫

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Jili : 01/09.
  2. Mazhev : 21/09.
  3. Mikael : 29/09.
  4. An Tri Roue  : ar Rastell, bodriel ar steredeg Orion ; teir steredenn a-steud : Almitak ζ Ori/zeta Orionis , Alnilam ε / epsilon ha Mintaka δ / delta .
  5. Foar an Trokerezh : foar sant Mikael, 29/09