한국   대만   중국   일본 
Ebrel - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Ebrel

Eus Wikipedia
Genver  · C'hwevrer  · Meurzh  · Ebrel  · Mae  · Mezheven  · Gouere  · Eost  · Gwengolo  · Here  · Du  · Kerzu
Ebrel
1 an 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30          
Ebrel e Les Tres Riches Heures du duc de Berry , 1486

Pevare miz ar bloaz eo Ebrel en Deiziadur gregorian

Imbrel a reer eus anv ar miz e Bro-Wened a-wechou [1] .

Gerdarzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Eus al latin (mensis) Aprilis ). Diasur eo an anv latin, met dre ma oa Ebrel eil miz an deiziadur roman , ma raed Quintilis eus ar pemvet miz ( Goure ) ha Sextilis eus ar c'hwec'hvet ( Eost ) e c'houlakaer e raed *((ap(e)rilis) "an hini da heul" goude Meurzh .

Deiziou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Krennlavarou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • ≪ Ar ran a gan kent miz Ebrel / E vez gwelloc'h dezhan tevel ≫
  • ≪ Bleunv en Ebrel, feurm e Mae / Eus ar re-se e kargimp hon sae ≫
  • ≪ D'ar seitek a viz Ebrel e rank ar goukoug kanan pe grevin ≫
  • ≪ Da c'houel Mark / An had diwezhan er park ≫ [2]
  • ≪ Da c'houel Mark / An ozhac'h hag ar mevel a gousk er park ≫
  • ≪ Da c'houel Mark / Diodet ar park ≫ [3]
  • ≪ Da c'houel Mark / E teu ar vuoc'h eus ar park ≫
  • ≪ Da c'houel Mark / Merenn vihan d'ar park ≫
  • ≪ Da c'houel Per, plantan kignen / Da c'houel Per, skoulman kignen / Da c'houel Per, tennan kignen ≫ [4]
  • ≪ Da c'houel sant Gwennole / Stank ar foenneg ouzh ar c'hole ≫ [5]
  • ≪ Da viz Ebrel e kousk an ozhac'h hag e vevel / Da viz Mae e lavar ar wreg d'ar vatezh ober ivez ≫
  • ≪ Deuet Meurlarjez pa garo / Pask pe Gazimodo / En Ebrel en em gavo ≫
  • ≪ Dre ma tosta hanter Ebrel / E kousk an ozhac'h hag ar mevel / Ar wreg a lavar e miz Mae / D'ar vatezhig : deomp ivez ! ≫
  • ≪ Ebrel c'harv / Porc'hell varv ≫
  • ≪ Ebrel, Ebrelik / Digor da ziv askellig ≫
  • ≪ Goude miz Ebrel da fin Eost / Da dan ebet nad a tost ≫
  • ≪ Kizhier Ebrel, kizhier laer ≫
  • ≪ Pa vez glav da c'houel Mark / E kouezh ar c'herez er park ≫
  • ≪ Pask a-dost, Pask a-bell / Pask a vo en Ebrel / Pask en Ebrel a vo / Pe ar C'hazimodo ≫
  • ≪ Rev Ebrel zo kenkoulz ha rev Mae ≫
  • ≪ Sant Jorc'hdig diwar e dorchenn / A laka ar c'hozh saout da vreskenn ≫ [6]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Meriadeg Herrieu, Dictionnaire francais-breton vannetais , Bleun-Brug Bro-Gwened, 1981, p. 34.
  2. Mark : 25/04.
  3. Diodet : stummet, tanvouezet.
  4. Goueliou Per : 15/04, 29/06, 01/08.
  5. Gwennole : 03/03.
  6. Jorc'hdig (Jord) : 23/04.