한국   대만   중국   일본 
Pakistan - Wikipedia

Pakistan

bro eus Su Azia

Pakistan , Republik islamek Pakistan (?????? ??????? ???????) ent-ofisiel, a zo ur vro eus Su Azia hag eus ar Reter Kreiz Meur . Un aod 1 046 km he deus a-hed mor Oman er su ha bevennet eo gant Afghanistan hag Iran er c’hornog, India er reter ha Republik poblel Sina er biz pellan. [1]

Pakistan
Yezhou ofisiel Urdu , Saozneg
Ker-benn Islamabad
Gorread
-En holl
-% dour

803 940 km²
3,1
Poblans
-Hollad
-Stankter ar boblans

168 803 560 annd.
206/km²
Prezidant Arif Alvi
Moneiz Roupi
Kod pellgomz 92
Kod war ar Genrouedad .pk

Pakistan eo ar c’hwec’hvet bro bobletan er bed hag an eil bro bobletan gant ur muian-niver muzulman. Lodenn e oa he zachennad eus India Breizh-Veur a-raok ma vefe rannet, hag un hir a istor he deus an dachennad-se a-fet sevenadurezh, gant Sevenadurezh Traonienn an Indus peurgetket. Aloubet e oa bet an darn vrasan anezhi er milved kentan kent JK gant ar Bersaned hag ar C’hresianed. Diwezhatoc’h e oa deuet an Arabed, an Afghaned, an Durked hag ar Vongoled. Lakaet e oa bet an dachennad e-barzh Raj Breizh-Veur en naontekvet kantved. Abaoe m’eo dizalc’h ar vro he deus anavezet prantadou kresk milourel hag armerzhel ha prantadou distabilded, gant disrannidigezh Reter Pakistan ( Bangladesh hiziv an deiz). Pakistan he deus diskleriet kaout armou nukleel.

Aroueziou broadel Pakistan (ofisiel)
Loen broadel
Evn broadel
Gwezenn vroadel
Bleunienn vroadel
Loen broadel istorel
Loen broadel istorel
Bronneg dour broadel
Stlejvil broadel
Amfibian broadel
Frouezhenn vroadel
Moskeenn vroadel
Mozoleon broadel
Ster vroadel an Indus.
Menez broadel

Etimologiezh

kemman

Talvezout a ra an anv "Pakistan" kement ha "Bro ar Re C’hlan" e sindhi , en urdu hag e perseg . Ijinet e oa bet e 1934 gant Choudhary Rahmat Ali en embannas er flemmskrid Breman pe Morse . [2] Savet e oa bet an anv diwar anviou pemp tiriad a oa bet kinniget da vont d’ober ur vro zistag evit ar Vuzulmaned en India Breizh-Veur. A-raok e vezent sellet evel tachennadou afghan pe pers a-fet sevenadur ha keneliou. An tiriadou-se a oa P unjab, A fghania, K achmir, S indh, ha Tan/Stan (Balochistan/Tokharistan). Pakistan . Talvezout a ra anv ar vro ivez eo "glan" an annezidi anezhi. Diazezet e oa bet ar vroad ent ofisiel evel Dominion Pakistan e 1947, hag adanvet e oa bet Republik Islamek Pakistan e 1956.

Pennad dre ar munud?: Istor Pakistan

Hiziv an deiz ez a pevar frovins d’ober Pakistan?: Punjab , Sind , Balochistan ha Provins an Harzou Gwalarn . Gouarn a ra ivez ul lodenn eus Kachmir a zo rannet breman etre Pakistan hag India. E korn-bro an Indus e oa diazezet sevenaduriou kozh, en o zouez hini Mehrgarh , unan eus ar c’heriou koshan anavezet er bed, ha Sevenadurezh Traonienn an Indus (2500 ? 1500 kent JK) en Harappa ha Mohenjo-Daro . [3] A-hed ar c’hantvedou ez eus deuet bagadou alouberien hag enbroidi, en o zouez an Harappaiz , an Indezarianed , ar Bersed , ar C’hresianed , ar Sakaed , ar Barted , ar Gushaned , an Huned wenn , an Afghaned , an Arabed , an Durked hag ar Vughaled . Graet o doa o annez e Pakistan, ha levezonet o doa an dud eno dre vezan euvret ganto.

Diazezet e oa bet Stad vodern Pakistan d’ar 14 a viz Eost 1947 , met un hir a istor he deus ar vro a-gevret gant India , Afghanistan hag Iran . Ur c’hroashent eo ar c’horn-bro evit an hentou kenwerzh istorel hag evit Hent ar Seiz .

 
Badshahi Masjid savet er 17vet kantved gant an impalaer Mughal Aurangzeb e Lahore

Sevenadurezh Traonienn an Indus a yeas da get e kreiz an eil milved kent JK, ha war he lerc’h e teuas ar Sevenadurezh Vedik en em astenne war ul lodenn vras eus norzh India ha war Pakistan. Renet e voe ar c’horn-bro gant impalaerezhiou ha rouantelezhiou lerc’h-ouzh-lerc’h, adalek an impalaeriezh pers Ac'haemenid [4] war-dro 543 kent JK, betek Aleksandr Veur [5] e 326 kent JK hag an Impalaeriezh Vaurya . Fontet e oa bet ar Rouantelezh Indezat-ha-Gresian gant Demetrius I a Vactria . Adalek 184 kent JK e oa enni korniou-bro Gandhara ha Punjab , ha dindan ren Menander eo e tizhas hec’h emled brasan, o tiazezan ar prantad Gresian-ha-boudaek gant araokadennou war dachenn ar c’henwerzh hag ar sevenadur. Ker Daxila (Takshashila) a zeuas da vezan ur greizenn deskin pouezus en amzer-hont. Dismantrou ker, er gornog da Islamabad , zo unan eus lec’hiennou arkeologel pouezusan ar vro.

E 712 goude JK e voe aloubet Sindh ha Multan e su Punjab gant ar jeneral arab Muhammad bin Qasim [6] ha prientet an dachenn evit meur a impalaeriezh vuzulman lerc’h-ouzh-lerc’h, en o zouez an Impalaeriezh Ghaznavid , Rouantelezh Ghorid , Sultanelezh Dehli hag an Impalaeriezh Mughal . E-pad ar marevezh-se e voe c’hoariet ur roll bras gant ar visionerien Soufi evit trein ar muian-niver eus tud ar c’horn-bro ouzh an Islam , pa oant boudaiz ha hindouaded. Tamm-ha-tamm ez eas an Impalaeriezh Mughal war he diskar e penn kentan an XVIIIvet kantved. Gant se e voe roet tro d’an Afghaned, d’ar Valochied ha d’ar Sikhed da gontrollan takadou bras eus ar vro betek ma voe lakaet he beli war su Azia gant Kompagnunezh saoz reter India [7] .

 
Ar Gouarnour meur Jinnah gant e brezegenn digoradur d’an 11 a viz Eost 1947 da-genver krouidigezh Stad nevez Pakistan.

Ar brezel dizalc’hiezh e 1857 a oa bet ar stourm armet diwezhan enep Raj Breizh-Veur. Lakaet en doa diazezou ar stourm dieubin dizarm renet gant ar C’huntell. Koulskoude, e fin ar bloavezhiou 1930, e teuas ar C’hevread muzulman da vezan poblekoc’h-poblek gant aon e vefe dileuriet fall ar vuzulmaned pe e vefent gwalleget er politikerezh. D’an 29 a viz Kerzu 1930 e tistagas ar prezidant Allama Iqbal ur brezegenn ma c’halve da grouin ur Stad vuzulman distag e gwalarn hag e reter Su Azia. Sevel a reas Muhammad Ali Jinnah a-du gant Teorienn an Div Vroad hag ober a reas d’ar C’hevread muzulman degemer Ratozhiad Lahore [8] e 1940 (anavezet evel Ratozhiad Pakistan), a gasas a-benn ar fin da grouidigezh Pakistan.

 
Lec'hiou istorel Pakistan kent savidigezh ar Stad-vroad

Stummet e oa bet Pakistan d’ar 14 a viz Eost 1947 gant div lodenn enno ur muian-niver muzulmaned e reter hag e gwalarn India Breizh-Veur . Dispartiet e oant diouzh ar peurrest eus ar vro gant ur muian-niver Hindouat. E Pakistan edo provinsou Balochistan , Bengal ar reter , Provins an Harzou Gwalarn , Punjab ar c’hornog ha Sindh . Da-heul rannidigezh India e voe taoliou-freuz [9] etre ar c’humuniezhou en India ha Pakistan?: milionou a vuzulmaned a yeas da Bakistan ha milionou a Hindouidi hag a Sikhed a yeas da India. Dizemgleviou a savas e meur a brinselezh evel Jammu ha Kachmir a oa aet e-barzh India dre ma oant bet aloubet gant brezelourien Pachtoun, tra ma oa gwelloc’h an dizalc’hiezh gant an darn vrasan eus an annezidi. Kement-se a gasas da vrezel kentan Kachmir e 1948, a echuas gant Pakistan oc’h aloubin un drederenn eus ar stad war-bouez nebeut. Eus 1947 da 1956 e oa Pakistan un Dominion er c’h Commonwealth . Diskleriet e oa bet ar republik e 1956, met dastroc’het e voe gant un taol-stad gant Ayub Khan (1958?69), a oa prezidant e-pad ur prantad distabilded diabarzh, hag un eil brezel gant India e 1965. Ret e voe d’e warlerc’hiad, Yahya Khan (1969?71), pledin gant ar gorventenn a lazhas 500 000 a dud [10] e Pakistan ar reter.

Dizemgleviou armerzhel ha politikel e Pakistan ar reter a gasas d’ur moustrerezh politikel taer hag an tennderiou a droas en ur brezel diabarzh [11] ( Brezel dieubidigezh Bangladesh ) hag er brezel India-Pakistan e 1971. A-benn ar fin e tigevredas Pakistan ar reter hag e teuas da vezan stad dizalc’h Bangladesh . [12]

Eus 1972 da 1977 e voe lakaet al lezennou trevourel da dalvezout en-dro dindan renadur Zulfikar Ali Bhutto betek ma voe diskaret ha goude-se kondaonet d’ar marv er pezh a voe ur gwir vuntr lezvarnel e 1979 gant ar jeneral Zia-ul-Haq . Hennezh a zeuas da vezan an trede prezidant milourel. Lezennou kozh Pakistan a voe lakaet en o flas ar Shariah islamek a greskas levezon ar relijiuzed war ar gevredigezh hag an arme. Goude marv ar jeneral Zia en ur gwallzarvoud karr-nij e 1988 e voe dilennet Benazir Bhutto , merc’h Zulfikar Ali Bhutto, da Vinistrez kentan Pakistan, anezhi ar vaouez kentan er post-se. E-pad an dek vloaz war-lerc’h e voe ar galloud ganti ha gant Nawaz Sharif a-bep-eil, pa washae plegenn armerzhel ha politikel ar vro. Pakistan a gasas 5000 a soudarded da vrezel ar Pleg-mor e 1991 da gemer perzh er c’hengevredad renet gant ar Stadou-Unanet, dreist-holl evit difenn Arabia Saoudat . [13] Da-heul tennderiou milourel gant India e stourm ar c’h Kargil [14] e oa bet un taol-stad e Pakistan e 1999 [15] ma oa bet kemeret ar galloud erounit gant ar jeneral Pervez Musharraf . E 2001 en em lakaas Musharraf da brezidant goude ma voe rediet Rafiq Tarar da rein e zilez. War-lerc’h dilennadegou ar parlamant e 2002 e treuzkasas Musharraf ar galloud erounit d’ar c’hentan ministr nevez-dilennet Zafarullah Khan Jamali a zeuas war e lerc’h Shaukat Aziz , ur banker a vicher anezhan, e dilennadegou 2004. En e c’houde e voe tremenet ur frapad er sez gant Chaudhy Shuja'at Hussain.

Gouarnamant ha politikerezh

kemman

Pennad dre ar munud?: Politikerezh Pakistan

Stummet e oa bet gouarnamant kentan Pakistan gant ar C’hevread Muzulman dindan renerezh Muhammad Ali Jinnah ha Liaquat Ali Khan . Roll ambilh ar C’hevread Muzulman e politikerezh Pakistan a zigreskas un tamm mat gant donedigezh strolladou politikel all, Strollad Pobl Pakistan e Pakistan ar c’hornog, ha Kevre Awami e Pakistan ar reter, a gaso a-benn ar fin da grouidigezh Bangladesh. Degemeret e oa bet kentan Bonreizh Pakistan e 1956, met astalet e voe e 1958 gant Ayub Khan . Bonreizh 1973, astalet e 1977 gant Zia-ul-Haq , a voe lakaet da dalvezout en-dro e 1991. Honnezh eo pouezusan testenn ar vro, a laka diazezou he gouarnerezh. Ur republik demokratel kevreadel eo Pakistan, gant an Islam da relijion stad. E-barzh ar sistem dambrezidantel ez eus ur parlamant e ziv gambr a c’hoarvez eus ur ar Sened , ennan 100 ezel, hag eus ar Vodadeg vroadel , enni 342 ezel. Ar Prezidant eo Penn ar Stad ha Penn an armeou, ha dilennet e vez gant ur [[Kengor dilennel Pakistan|c’hengor dilennel. Peurliesan ez eo levier ar gostezenn vrasan er Vodadeg Vroadel a ya da gentan ministr . Ur sistem gouarnerezh damhenvel zo gant pep hini eus ar provinsou, gant ur Vodadeg Provinsel dilennet war-eeun ma teu al levier eus ar gostezenn pe ar c’hevredad brasan da vezan Pennministr. Gouarnerien ar Provinsou a vez anvet gant ar Prezidant.

 
Savadur ar Parlamant en Islamabad

Ur roll levezonus zo bet c’hoariet gant Arme Pakistan a-fet politikerezh a-hed istor Pakistan, gant prezidanted soudarded o ren adalek 1958?71, 1977?88 hag abaoe 1999. E-pad ar bloavezhiou 1970 e tiflukas Strollad Pobl Pakistan (SPP), ur gostezenn eus an tu kleiz renet gant Zulfikar Ali Bhutto , war an dachenn bolitikel. Dindan ren Muhammad Zia-ul-Haq , ur soudard anezhan, he deus kroget Pakistan gant ur c’hemm krenn e-kenver politikerezh kozh an takad breizhveuriat dre zegemer ar Charia ha lezennou all diazezet war an Islam. E-pad ar bloavezhiou 1980 e oa bet roet lans d’ul luskad enep-gladdalc’hel hag a-du gant Muhajir , Luskad Muttahida Qaumi e anv, gant keriz desket e Sindh ha dreist-holl e Karachi . Arouezet e oa ar bloavezhiou 1990 gant ur politikerezh kenemsav renet gant an SPP hag ur C’hevread Muzulman yaouankaet.

E dilennadegou hollek miz Here 2002 e oa deuet ar muian-niver eus sezou ar Vodadeg Vroadel gant Kevread Muzulman Pakistan (Q) (KMP-Q). Da eil e errue Strollad Parlamantidi Pobl Pakistan (SPPP), anezhan ur gevrenn eus an SPP. Zafarullah Khan Jamali eus KMP-Q a yeas da gentan ministr met rein a reas e zilez d’ar 26 a viz Mezheven 2004 , ha lakaet e voe en e lec’h levier ar KMP-Q, Chaudhry Shujaat Hussain , da gentan ministr da c’hortoz. D’an 28 a viz Eost 2004 e votas ar Vodadeg Vroadel, 191 enep 151, da zilenn Shaukat Aziz , Ministr an Arc’hant ha besprezidant kozh Citibank , da Gentan Ministr. Muttahida Majlis-e-Amal , anezhan ur c’henemsav eus kostezennou relijius islamek, a yeas ar maout gantan en dilennadegou e Provins an Harzou Gwalarn, ha kresket e voe niver e zileuridi er Vodadeg Vroadel.

 
Prezidant ar S-U George W. Bush hag ar Prezidant Musharraf a respont da gazetennerien e kambr reter an Ti Gwenn e 2006.

Un ezel oberiant eus ar Broadou Unanet (BU) hag eus Aozadur ar C'hevelerezh Islamek (AKI) eo Pakistan. Implijet he deus an aozadur diwezhan-man da forom evit ar Gerreizhded Sklerijennet [16] , anezhi ur steunv da gas war-raok un azginivelezh hag ur mare sklerijennou er bed muzulman. Ezel eo ivez Pakistan eus aozaduriou lec’hel pennan Kevredigezh Su Azia evit ar C’henobererezh Lec’hel (KSUKL) hag Aozadur ar C’henobererezh Armerzhel (AKA). Gwechall e oa bet darempredou kemmesk etre Pakistan hag ar Stadou-Unanet, dreist-holl e penn kentan ar bloavezhiou 1950 pa oa Pakistan "unvanetan unvanad" ar Stadou-Unanet [17] ha pa oa ezel war un dro eus Aozadur ar Feur-emglev Kreiz hag eus Aozadur Feur-emglev Gevred Azia . E-pad ar brezel URSS-Afghanistan er bloavezhiou 1980 e oa bet Pakistan un unvanad hollbouezus eus ar S-U, met trenkan a reas an darempredou etrezo er bloavezhiou 1990 pa voe lakaet kastizou gant ar S-U abalamour ma oa diskred war Pakistan da gas obererezhiou nukleel. Gant gwalldaoliou an 11 a viz Gwengolo hag ar Brezel enep ar sponterezh a voe war o lerc’h e oa bet gwellaet al liammou etre ar S-U ha Pakistan, dreist-holl pa oa bet paouezet gant Pakistan he skoazell da renad an Dalibaned e Kaboul . E miz Genver 2004, A. Q. Khan , diazezer programm nukleel Pakistan, a anzavas e oa bet e-barzh ur rouedad kuzh evit skignan armou nukleel da Libia , Iran ha Korea an Norzh . D’ar 5 a viz C’hwevrer 2004 e kemenne ar prezidant Pervez Musharraf e pardone da A. Q. Khan. Evit breman eo fall e yec’hed ha rediet eo da chom er ger gant ar justis.

E-pad pell he deus bet Pakistan darempredou diaes gant hec’h amezegez India. Da-heul an dizemglev diwar-benn Kachmir ez eus bet gwir vrezeliou e 1947 hag e 1965 . Brezel diabarzh 1971 a zisoc’has gant Brezel Dieubidigezh Bangladesh ha Brezel India-Pakistan 1971 . E 1998 ez amprouas Pakistan armou nukleel e respont d’an tarzhadennou nukleel embreget gant India [18] hag e teuas da vezan ar stad vuzulman kentan ganti armou nukleel. War-lerc’h oberou evit ar peoc’h e 2002 e wella ingal an darempredou gant India. Darempredou tost zo etre Pakistan ha Sina war dachenn an armerzh, an arme hag ar politikerezh.

Pakistan zo e-tal distabilded ivez en Takadou meuriadel melestret ent kevreat , ma vez skoazellet an Dalibaned gant pennou meuriadou zo. Ranket he doa Pakistan kas an arme d’an tachadou-se da blaenaat an trubuilhou e Waziristan . Echuin a reas Brezel Waziristan gant un emglev peoc’h sinet nevez zo gant levierien ar meuriadou ha gouarnamant Pakistan. En gortoz emeur ma tegaso stabilded er c’horn-bro en-dro. [19]

Ouzhpenn-se e oa chomet ar vro e-pad pell gant distabilded en he frovins brasan, Balochistan . Kaset e oa bet an arme di da stourm ouzh un emsav taer er provins eus 1973 da 1976. Dont a reas stabilded er gevredigezh en-dro goude ma voe lakaet Rahimuddin Khan da verour al lezenn-vrezel e 1977. War-lerc’h ur prantad peoc’h er bloavezhiou 1980 ha 1990 e voe adlanset ul luskad disrannan gant levierien meuriadou Baloch goude ma oa aet ar galloud gant Pervez Musharraf e 1999. Nawab Akbar Bugti , levier an emsav Baloch , a oa bet lazhet e miz Eost 2006 gant arme Pakistan.

Rannaduriou melestradurel

kemman

Pennad dre ar munud?: Rannaduriou Pakistan

 
Provinsou ha tiriadou Pakistan

Pakistan zo ur c’hevread [20] ennan pevar a brovinsou, un tiriad eus ar gerbenn ha takadou meuriadel melestret ent kevreat. Embreger a ra he galloud er fedou war lodennou kornog korn-bro Kachmir , aozet evel div unvez politikel disrann, Azad Kashmir ha Takadou an Norzh . India a lavar eo dezhi an takadou-se.

E 2001 e oa bet torret gant ar gouarnamant kevreadel an unveziou melestradurel anvet "rannaduriou" a yae d’ober un trede livel gouarnerezh. An unveziou anvet "distrigou", a oa ar pevare live, a zeuas da vezan an trede live nevez. Rannet eo ar provinsou hag an tiriad eus ar gerbenn e 107 distrig, enno meur a tehsil ha gouarnamantou lec’hel. En takad meuriadel ez eus seizh ajans meuriadel ha c’hwec’h takadig distag diouzh an distrigou e-kichen?; en Azad Kachmir ez eus seizh distrig, hag e Takadou an Norzh ez eus c’hwec’h distrig.

Provinsou :

  1. Baloutchistan
  2. Provins an Harzou Gwalarn (PHG)
  3. Punjab
  4. Sindh
  • Baloutchistan ha PHG o deus ivez takadou meuriadel melestret e live ar provins [21] a vez diorroet evel distrigou ordinal.

Tiriadou :

  1. Tiriad Islamabad
  2. Takadou meuriadel melestret ent kevreat

Takadou eus Kachmir melestret gant Pakistan :

  1. Azad Kashmir [22]
  2. Northern Areas [23]

Douaroniezh ha hinad

kemman

Pennad dre ar munud?: Douaroniezh Pakistan

 
An eil menez uhelan er bed, K2 .

Pakistan a c’holo 803 940 km² [24] , gorread Frans hag ar Rouantelezh-Unanet a-gevret war-bouez nebeut. War ar blakenn dektonek indian eman lodenn reter ar vro, ha war ar plateiz iranat ha plakenn Eurazia eman al lodennou norzh ha kornog. Panevet ar 1 046 km a aod war mor Oman , he deus Pakistan 6 774 km a harzou war an douar: 2 430 km gant Afghanistan er gwalarn, 523 km gant Sina er biz, 2 912 km gant India er reter ha 909 km gant Iran er mervent. Meur a seurt furmaduriou naturel a c’haller gwelet, adalek an traezhennou, al lagoniou hag ar geuniou an aod su, betek ar c’hoadeier mouest brav-kaer ha gwaredet ha pikerniou skornet ar meneziou Himalaya , Karakoram ha Hindou Kush en norzh. Istiman a reer ez eus 108 pikern ouzhpenn 7 000 metr goloet gant erc’h ha skornredennou. E-touez meneziou Pakistan ez eus pemp pikern en tu-hont da 8 000 metr (en o zouez K2 ha Nanga Parbat ). Adalek Kachmir kontrollet gant India betek korniou-bro norzh Pakistan hag a-hed ar vro eman ar ster Indus hag hec’h adsteriou niverus. Toleadou norzh Pakistan a zedenn un niver bras a douristed estren. Er c’hornog d’an Indus eman dezerzhiou sec’h ha tosennek Balochistan ; er reter eman tevennou traezh dezerzh Thar . Dezerzh Tharparkar e provins Sindh er su eo an dezerzh strujus nemetan er bed. Plaenennou strujus eo an darn vrasan eus Punjab ha lodennou eus Sindh, hag eno eo pouezus-kenan al labour-douar.

Kemman a ra an hinad kement hag ar maeziadou, gant goanviou yen ha hanvou tomm en norzh hag un hinad klouar er su, lakaet kerreizh gant levezon ar meurvor. En toledaou kreiz e vez hanvou tomm-gor gant gwrezverkou hag a c'hall pignat betek 45?°C, ha war o lerc’h goanviou yen-du, dindan 0?°C alies. N’eus ket kalz a c’hlav, eus nebeutoc’h eget 250 milimetr betek muioc’h eget 1 250 milimetr, degaset dreist-holl gant aveliou mervent ar monson e fin an hanv. Savet ez eus bet stankellou war ar steriou ha toullet ez eus bet punsou er c’hornadou sec’han evit stourm ouzh an diouer a zour.

Plant ha loened

kemman

Gant al liesseurt m’eo ar maeziadou hag an hinadou e c’hall al loened gouez hag an evned liesseurt-kaer paotaat. Ar c’hoadeier zo enno avalpineged alpat pe isalpat evel ar pin-kroaz, ar pin hag ar sedrez deodar e meneziou an norzh, betek gwez o deliou dibad evel ar shisham en aradennad ar Sulaiman er su. E torgennou ar c’hornog ez eus jenevregou ha lorn gant geot ha strouezh. A-hed an aod ez eus koadeier manglez a ya d’ober ar braz eus takadou mouest an arvor.

Er su ez eus krokodiled e douriou bouc’h aber an Indus, tra ma’z eus moc’h-gouez, kirvi, heureuchined-reunek ha krignerien bihan war glannou ar ster. E strouezhegi traezhek kreiz Pakistan e kaver aourgon, bleizi-broc’h, kizhier gouez ha louparded tra ma paot en oabl ar falc’huned hag an erered. E dezerzhiou ar gevred e kaver gweparded Azia, loened rouez anezho. E meneziou an norzh ez eus ur bern loened en arvar, evel denved Marco Polo, denved Urial, givri Markhor hag Ibex , arzhed du ha gell an Himalaya, ha louparded-erc’h, loened rouez-kenan anezho. E miz Eost 2006 e oa bet roet ul loupard-erc’h bihan emzivat gant Pakistan d’ar S-U [25] . Ur spesad rouez all eo delfined ar ster Indus ?: dall ez int ha kredin a reer ne chom nemet 1000 anezho, gwaredet e daou santual pennan. Er bloavezhiou diwezhan, gant an niverus ma oa al loened lazhet evit o feur pe o ler, ez eus bet embannet ul lezenn a verzh chase al loened gouez hag an evned, hag ez eus bet diazezet meur a santual hag a warezva evit al loened gouez [26] .

Armerzh

kemman

Pennad dre ar munud?: Armerzh Pakistan

Ur vro a ziorro buan eo Pakistan, ha meur a zae zo e-tal dezhi war dachenn ar politikerezh hag an armerzh. Daoust ma oa ur vro paour-raz e 1947 e oa gwelloc’h feur kreskin armerzh Pakistan eget ar geidenn hollek en daou-ugent bloavezh war-lerc’h, met da-heul politikerezhiou arvarus e oa gorrekaet e fin ar bloavezhiou 1990 [27] . Nevez zo, da-heul adreizhou armerzhel ledan, ez eus diaweladou gwelloc’h evit an armerzh hag ur c’hresk buanaet, dreist-holl e gennadou ar c’henderc’hadou oberiet hag ar servijou arc’hant. Gwellaet kalz eo stad ar moneiz en eskemmou ha kresket eo ar pourveziou moneiz er bloavezhiou diwezhan. Istimadur an dle diavaez e 2005 a oa tost 40 miliard a zollarou S-U. Digresket eo avat nevez zo gant skoazell ar Font Moneizel Etrebroadel (FME) ha gant un disamm bennak diouzh an dle gant ar S-U. PDK Pakistan, evel muzuliet gant hentenn parelezh ar galloud-prenan (PGP), a istimer bezan 439,7 miliard a $ S-U [28] , tra ma sav ar c’horvoder dre annezad da 2803 $ [29] . Daoust da araokadennou anat, danevellou gant Bank Diorroadur Azia, ar Bank Bed ha Programm Diorren ar BU a laka ar feur paourentez e Pakistan etre 23 ha 28% [30] . Gant Levr Titourou ar CIA e vez lakaet ar feur paourentez da 24% e 2006 [31] , ha notennan a ra eo digresket al live a 10% abaoe 2001. Kresket en deus ingal PDK Pakistan er 5 bloaz tremenet. Koulskoude, abalamour d’ar monc’hwez ha d’ar feur kampi izel, e-touez devouderiou armerzhel all, e c’hallfe bezan diaes mirout ur feur kresk uhel, hervez dezrannerien zo JohnWall2006 [32] [33] .

Kemmet eo bet framm an armerzh gant kresk ar gennadou estreget al labour-douar, ha breman ned a al labour-douar d’ober nemet 20% eus ar PDK. Gennad ar servijou a gont evit 53% eus PDK ar vro, hag ar c’henwerzh a-vras hag ar c’henwerzh a-vunut a ya d’ober 30% eus ar gennad-man. Nevez zo eo diflechet Yalc’h Karachi, asambles gant an darn vrasan eus ar broiou war eskorin er bed. Postaduriou estren a gementadou bras zo bet graet e meur a c’hreanterezh. Ar greanterezhiou eus ar vegenn e Pakistan eo ar pellgehentin , ar meziantou, ar c’hirri-tan, al lien, ar simant , an temz, an dir , ar sevel bigi, ha nevesoc’h zo, an aeregor .

Pakistan he deus sevenet kuriou ijinouriezh evel savidigezh ar stankell vrasan leuniet gant douar er bed, Tarbela , an daouzekvet brasan stankell er bed, Mangla , kenkoulz hag an hent uhelan er bed?: Gourhent Karakoram . Ouzhpenn-se ez eus un hanter dousennad stankellou rakwelet evel Stankell Kalabagh , Stankell Diamer-Bhasha , Munda, Akhori ha Skardu Katzara [34] .

E miz Du 2006 o doa sinet Sina ha Pakistan un emglev frankeskemm gant ar spi tric’hementin ar c’henwerzh eus an daou du, eus 4,2 miliard a $ da 15 miliard a $ e-korf ar pemp bloaz war-lerc’h [35] . Ezporzhiaduriou Pakistan e 2005 a save da 15 miliard a $ [36] , ha prest e oant da dizhout 18 miliard a $ e 2006 ha 20 milion a $ e 2007 [37] . En e vleunv eo ivez e Pakistan greanterezh an armou?: ezporzhian a ra 200 milion a $ bep bloaz, dreist-holl aveaduriou difenn hag armou war-du broiou ar Reter Kreiz hag Azia ar Su, ha spi o deus an dud e karg e vo an ezporzhiaduriou-se en tu-hont da 500 milion a $ ar bloaz er pemp bloaz a zeu. Ouzhpenn-se e kas kalz Pakistaniz tramor profou da Bakistan dre servijou enlinenn a bep seurt, ha se a gresk arc’hant ar vro.

Dre genderc’hel gant he diorroadur armerzhel herrek er bloavezhiou diwezhan he deus tizhet Pakistan ur feur kresk 7?% er bloavezh arc’hant 2005-2006 [38] . En e studiadenn armerzhel eus miz Mezheven 2006, ar ramz arc’hantel Morgan Stanley en doa lakaet Pakistan war e roll eus ar marc’hadou war eskorin en armerzh ar bed, e-touez 25 bro a ziskouez ur c’hresk etre pe krenv war ur prantad amzer hir a-walc’h [39] . Notennan a ra an danevell “eo kresket buan hec’h armerzh nevez zo ha merzet eo bet gant kevranneien eeun an embregerezhiou [40] . D’an hevelep koulz, Moody's Investors Service o doa lakaet ar pouez war ar c’hammedou bras zo bet graet gant Pakistan war dachenn an armerzh nevez zo, hag uhelaet o doa o notenn eus B2 da B1, o notennan e oa “diaweladou war vat”. [41]

Poblans

kemman

Pennad dre ar munud?: Poblans Pakistan

 
Keneliou pennan e Pakistan ha tro-war-dro, 1980.

Istiman a reer ez eus 169 270 617 a dud e Pakistan, evel e 2007. [42] Pakistan en deus c’hwec’hvet brasan poblans ar bed, muioc’h eget Rusia ha nebeutoc’h eget Brazil . Abalamour da feur kresk uhel Pakistan emeur en gortoz e tremenfe dirak Brazil , a-fet poblans, a-benn ar bloavezh 2020 . Diaes a-walc’h eo diawelet emdroadur ar boblans e Pakistan abalamour d’an dishenvelderiou e resisted ar sontadegou, ha d’an dislavar er studiadennou a bep seurt war ar feur gouennan. War a seblant e oa ar feur kreskin en e vog er bloavezhiou 80, ha digresket en deus kalzik abaoe. [43] . Istiman a raed ar boblans da 162 400 000 [44] d’ar 1an a viz Gouere 2005 , gant ur feur gouennan 34 dre vil, ur feur mervel 10 dre vil hag ur feur kresk naturel 2,4%. Uhel eo feur mervel ar vugale e Pakistan, 70 dre vil. [45]

Poblansouriezh ar relijion, e Pakistan, zo bet levezonet kalz e 1947 gant dilec’hiadeg ar Vuzulmaned da Bakistan, ha hini an Hindouiz hag ar Sikhed da India. Hervez roadennou an niveradeg [46] , 96% eus ar boblans zo Muzulmaned, 77% anezho o vezan Muzulmaned sunnit hag 20% Muzulmaned chiit, diouzh istimadennou ar CIA. [47] Er peurrest e kaver Kristenien, Hindouiz, Yuzhevien , Sikhed , Parsied , Ahmadied , Boudaiz, hag enevuhezourien. Pakistan eo an eil bro pobletan gant ur muian-niver muzulman. [48] , hag unan eus ar broiou m’eo ar paotan ar Vuzulmaned chiit. E 2006 ez istimer e chom un 2,5 vilion a repuidi e Pakistan, da-heul ar brezeliou en Afghanistan .

An urdu eo ar yezh vroadel, ha lingua franca Pakistan, daoust ma n’eo ket ur yezh eus ar vro da gentan, met unan diazezet ha kaset war-raok gant Raj Breizh-veur e-kreiz ar bloavezhiou 1800 da gemer plas ar farsi , anezhan ur yezh persek, bet komzet e-pad un 2000 bloaz bennak. Ar saozneg eo ar yezh ofisiel. Implijet eo bet er Vonreizh , ha graet e vez gantan en un doare ledan e bed an aferiou, gant an dud desket e ker, hag en darn vrasan eus ar skoliou-meur. Ar punjabi a vez komzet gant ouzhpenn 60 million a dud, met n’eo ket anavezet ent ofisiel er vro. [49]

Rannet eo ar strolladou kenelel pennan-se e meur a strollad kenelel bihanoc’h - Punjabied (44.68)% eus ar boblans, Pashtuned (15.42%), Sindhied (14.1%), Seraikied (10.53%), Muhajired (7.57%), Balochied (3.57%) ha re all (4.66%).

Kevredigezh ha sevenadur

kemman

Pennad dre ar munud?: Sevenadur Pakistan

 
Moskeenn ar Roue Faisal en Islamabad , unan eus ar re vrasan er bed

Ar gwiskamant broadel, a reer Shalwar Kameez anezhan, zo a orin eus Kreiz Azia . Dont a ra eus gwiskamant an alouberien kantreat turk-iranat ha douget e vez e pep lec’h e Pakistan hiziv an deiz. Ar sari a vez gwisket, e kornadou zo, gant kalz merc’hed. Douget e vez shalwar qameez liesliv gant ar merc’hed, ha re unliv gant ar baotred alies.

Liesseurt eo sonerezh Pakistan . Mont a ra eus sonerezh folk ar rannvroiou da stilou hengounel evel ar c’h Qawwali hag ar Ghazal Gayaki . Bez’ ez eus ivez stummou modern a gendeuz ar stilou hengounel gant sonerezh ar c’hornog, evel ma ra ar c’haner brudet Nusrat Fateh Ali Khan . E-touez ar ganerien ghazal pennan e kaver Mehdi Hassan , Ghulam Ali , Farida Khanum , Tahira Syed , Abida Parveen hag Iqbal Bano . An Hip-Hop zo unan eus ar rummadou sonerezh a gresk buan e Pakistan, dreist-holl raperien evel 2Pac , 50 Cent , ha The Game . Anavezet e vezont e pep lec’h er vro gant ar skolidi hag ar grennarded. Gant donedigezh repudidi eus Afghanistan e provinsou ar gwalarn eo bet advevaet ar sonerezh persat. Peshawar zo deuet da vezan ur greizenn evit ar sonerien afghan, hag ul lec’h skignan evit ar sonerezh afghan en estrenvro. Betek ar bloavezhiou 1990 e oa Pakistan Television Corporation (PTV) ? ur ganol perc’hennet gant ar Stad ? ha Pakistan Broadcasting Corporation an daou vedia pennan. Met bez’ ez eus kanoliou skinwel prevez, evel Geo TV , Indus TV , Hum , ARY , KTN ha re all. Kanoliou skinwel a bep seurt, eus Amerika, Europa hag Azia, a vez resevet gant ar peurvuian eus Pakistaniz, dre rouedadou skinwel prevez ( MTV Pakistan a vez kontrollet gant Indus Network, h.a.), ar fun pe al loarellou. Bez’ ez eus ivez greanterezhiou sinema bihan er vro, diazezet e Lahore hag e Peshawar, a reer anezho alies Lollywood ha Pollywood . Daoust m’eo berzet ar filmou Bollywood e Pakistan abaoe 1965, [50] , e vez plijet an dud gant ar filmou indezat peurliesan.

Liesyezhek eo kevredigezh Pakistan dre vras, ha muzulmat dreist-holl. Doujet e vez kalz talvoudou ar familh. Abaoe un nebeud dekvedou avat e teu war wel ur c’hlas etre e keriou evel Karachi , Lahore , Rawalpindi , Hyderabad , Faisalabad , Sukkur ha Peshawar . Plijout a rafe un tamm muioc’h a frankiz d’an dud-se, er c’hontrol d’ar c’hornadou a-hed harzou Afghanistan, m’eo chomet hengounel ar gevredigezh. Eno eo chomet feal ar meuriadou d’o giziou kozh. Kreskin he deus graet levezon ar c’hornog, hag eman Pakistan er 46 vet renk war Kearney/FP Globalization Index. [51] . War-dro pevar milion a Bakistaniz zo o vevan en estrenvro, en o zouez, un hanter-vilion zo o chom er Stadou-Unanet ha war-dro ur million zo o chom en Arabia Saoudat.

Touristerezh

kemman

Pennad dre ar munud?: Touristerezh Pakistan

 
Liorzhou Shalimar e Lahore

Eman greanterezh an touristerezh o kreskin e Pakistan. Diazezet eo war he sevenaduriou, he zud hag he gwelvaou liesseurt. Ur bern traou dedennus a gaver eno, adalek an aspadennou eus sevenadurezhiou kozh, evel Mohenjo-daro , Harappa ha Taxila , betek ar c’hreizennou ski en Himalaya a zedenn a re a blij ar sportou goanv dezho. E Pakistan ez eus meur a bikern en tu-hont da 7000 m. Ar re-se a sach an alpaerien eus a bep lec’h er bed, dreist-holl ar K2 . [52] En hanternoz Pakistan ez eus kalz krenvlec’hiou ha touriou kozh, ha traoniennou Hunza ha Chitral . En hini ziwezhan eman o chom ur gumuniezh rakislamek bihan, hec’h anv Kalasha . Lavaret a ra an dud-se e tiskennont eus arme Aleksandr Veur . E Panjab e oa c’hoarvezet emgann Aleksandr war ar ster Jhelum . Eno eman ker istorel Lahore , kerbenn sevenadurel Pakistan, gant un nebeud brav a skoueriou eus ar savouriezh Mughal , evel ar Badshahi Masjid , liorzhou Shalimar , bez Jahangir ha krenvlec'h Lahore .

Devezhiou gouel

kemman

Kalz goueliou a vez bep bloaz e Pakistan?: Devezh Pakistan ( 23 a viz Meurzh ), Devezh an dizalc’hiezh ( 14 a viz Eost ), Devezh difenn Pakistan ( 6 a viz Gwengolo ), Devezh Aerlu Pakistan ( 7 a viz Gwengolo ), deiz-ha-bloaz ganedigezh ( 25 a viz Kerzu ) ha marv ( 11 a viz Gwengolo ) Quaid-e-Azam , Allama Iqbal ( 9 a viz Du ) ha deiz-ha-bloaz ganedigezh ( 30 a viz Gouere ) ha marv ( 8 a viz Gouere ) Madar-e-Millat . Devezh al labour a vez lidet ivez e Pakistan d’ar 1an a viz Mae .

Goueliou pouezus a vez lidet gant muzulmaned Pakistan a-hed ar bloaz, hervez an deiziataer islamek . Ramadan eo navet miz an deiziataer. Ur prantad yun eo, hag a bad 29 pe 30 devezh, gant gouel Eid ul-Fitr war e lerc’h. En ur gouel all, Eid ul-Adha , ez aberzher ul loen e koun oberiou ar profed Abraham (Ibrahim en arabeg). Rannet e vez e gig gant ar familh, ar vignoned ha tud paour. Ar vuzulmaned a lid Eid-e-Milad-un-Nabi , deiz-ha-bloaz ar profed Muhammad , e trede miz an deiziadur ( Rabi' al-Awwal ).

Hindouiz, Boudaiz, Sikhed ha Kristenien Pakistan a lid ivez o goueliou dezho o-unan. Dont a ra Sikhed eus ar bed a-bezh da weladennin meur a lec’h sakr er Punjab , evel templ Guru Nanak , diazezer o relijion, hag al lec’h ma oa bet ganet, e Nankana Sahib .

Sportou

kemman

Pennad dre ar munud?: Sportou e Pakistan

Ar sport broadel ofisiel e Pakistan eo an hockey war leton . Ar squash hag ar c’hricket a blij kalz d’an dud ivez. Skipailh broadel Pakistan zo aet an trec’h gantan ur wech e Kib ar bed ar c’hricket e 1992.

Un toullad c’hoarierien squash eus ar c’hentan zo e Pakistan, evel Jahangir Khan ha Jansher Khan .

El live etrebroadel, Pakistan en deus kevezet meur a wech er C’hoariou olimpek .

Notennou

kemman
  1. ^ ? Korn-bro Kachmir a vez arc’het gant India ha Pakistan. An div vro, ha Sina, a ver lodennou eus ar c’horn-bro, ha termenet eo an takadou dalc’het gant India ha Pakistan gant al Linenn Kontroll . N’eo ket anavezet an harzou Pakistan-Sina gant India.
  2. ^   Testenn ar flemmskrid Now or Never , embannet d'an 28 a viz Genver 1933
  3. ^   [53]
  4. ^   Minnesota State University pajenn diwar-benn Mohenjo-Daro
  5. ^   Livius.org diwar-benn astenn an Impalaeriezh Achaemenid
  6. ^   Buhez Aleksandr gant Plutarch
  7. ^   Troidigezh ar Chach-Nama gant Infinity Foundation
  8. ^   [54]
  9. ^   Pajenn diwar-benn ratozhiad Lahore gant Jang.com
  10. ^   Istimadennou evit an niver a dud marvet e 1947
  11. ^   [55]
  12. ^   Diverradur eus brezel 1971 gant lec'hienn BBC
  13. ^   Pennad diwar-benn brezel Bangladesh gant US Country Studies
  14. ^   Brezel ar Pleg-mor e 1991
  15. ^   Kronologiezh brezel Kargil gant lec'hienn BBC
  16. ^   Pennad an Daily Telegraph (RU) diwar-benn taol-stad 1999
  17. ^   [56]
  18. ^   [57]
  19. ^   The Canadian Encyclopedia Historica, Amprouenn nukleel India Maclean's Magazine, William Lowther, Nomi Morris, ha Sankarshan Thakur, 25 May 1998
  20. ^   [58] . Daily Times . 31 December 2005 .
  21. ^   Diazez bonreizhel Kevredad Pakistan
  22. ^   Pennad eus ar vonreizh (246(b)) diwar-benn an takadou meuriadel
  23. ^ ? India ne anavez ket Azad Kashmir hag an Takadou Norzh evel ul lodenn eus Pakistan (PoK)
  24. ^   [59]
  25. ^   [60]
  26. ^   Takadou miret evit al loened gouez e Pakistan
  27. ^   Pakistan Studies; Economy (HTML). American Institute of Pakistan Studies . Kavet?: 2006-11-20 .
  28. ^   Report for Selected Countries and Subjects (PPP) (HTML). International Monetary Fund . Kavet?: 2006-11-20 .
  29. ^   Report for Selected Countries and Subjects (PCI) (HTML). International Monetary Fund . Kavet?: 2006-11-20 .
  30. ^   World Bank, UNDP question poverty estimates in Pakistan (HTML). OneWorld South Asia . Kavet?: 2006-11-20 .
  31. ^   https://web.archive.org/web/20200524220650/https://www.cia.gov/library/publications/the-world-factbook/geos/pk.html#Econ
  32. ^   Concluding Remarks at the Pakistan Development Forum 2006 by John Wall, World Bank Country Director for Pakistan (html). World Bank . Kavet?: 2006-12-20 .
  33. ^  Country-by-Country Growth and Forecasts (HTML). Asian Development Bank . Kavet?: 2006-11-20 .
  34. ^   VIEW: Is GDP growth sustainable? ? Akmal Hussain (HTML). Daily Times Newspaper . Diellet er skrid orin d’an 2013-01-13 . Kavet?: 2006-11-20 .
  35. ^   Water Strategy - 2020 URL Accessed 20 Nov 2006
  36. ^   Experts: Enhance economic links
  37. ^   CIA Factbook
  38. ^   Pakistan hopes to achieve $18 bln exports this year
  39. ^   7% growth achieved in FY 05-06
  40. ^   7% growth achieved in FY 05-06
  41. ^   [61]
  42. ^   [62]
  43. ^ ? }} International Data Base
  44. ^   Feeney and Alam, 2003
  45. ^   Population Reference Bureau's 2005 World Data Sheet
  46. ^   International Data Base
  47. ^   Census results for religions of Pakistan
  48. ^   Estimate from CIA World Factbook
  49. ^ ? [Robert Ayres, Turning Point: The End of the Growth Paradigm, James & James/Earthscan, 1998, pp. 63. ISBN 1-85383-439-4 ]
  50. ^   Ethnologue Western Punjabi
  51. ^   [63]
  52. ^   Kearney Foreign Policy Globalization Index
  53. ^   [64]
  54. ^   Pakistan Guide

Daveou ouzhpenn

kemman
  • Cohen, Stephen P. The Idea of Pakistan . The Brookings Institution. November 2004. ISBN 0-8157-1502-1 .
  • Banuazizi, Ali and Weiner, Myron. The State, Religion, and Ethnic Politics: Afghanistan, Iran, and Pakistan . Syracuse University Press. August 1988. ISBN 0-8156-2448-4 .
  • Halliday, Fred. State and Ideology in the Middle East and Pakistan . Monthly Review Pr. Feb 1998. ISBN 0-85345-734-4 .
  • Hammond Incorporated. Hammond Greater Middle East Region: Including Afghanistan, Pakistan, Libya, and Turkey . American Map Corporation. August 2002. ISBN 0-8437-1827-7 .
  • Hilton, Isabel. "Letter from Pakistan: The Pashtun Code". The New Yorker . December 03, 2001. [65]
  • Insight Guides, Halliday, Tony and Ikram, Tahir. Insight Guide Pakistan . Apa Productions. January 1998. ISBN 0-88729-736-6 .
  • Malik, Hafeez. Pakistan: Founders' Aspirations and Today's Realities . Oxford University Press, USA. May 2001. ISBN 0-19-579333-1 .
  • Malik, Iftikhar H. "Religious Minorities in Pakistan". Minority Rights Group International . September 2002. ISBN 1-897693-69-9 . [66]
  • Najim, Adil. "Pakistan and Democracy". The News International Pakistan . May 06, 2004. [67]
  • Rooney, John. Shadows in the dark: A history of Christianity in Pakistan up to the 10th century . Christian Study Centre. January 1984. ASIN B0006EPRFS.
  • Rahman, Tariq.1996. Language and Politics in Pakistan Karachi: Oxford University Press. Reprinted several times, latest repr. 2006.
  • Rahman, Tariq .2002. Language, Ideology and Power: Language-learning Among the Muslims of Pakistan and North India Karachi: OUP.
  • Rahman, Tariq .2004. Denizens of Alien Worlds: A Study of Education, Inequality and Polarization in Pakistan Karachi: OUP, 2006 repr.
  • Sharif, Shuja. "Musharraf's Administration And Pakistan's Economy". Contemporary Review . Mar 31, 2005. 129-134.
  • Wolpert, Stanley. Jinnah of Pakistan . Oxford University Press, USA. May 1984. ISBN 0-19-503412-0 .
  • Zakaria, Rafiq. The Man Who Divided India: An Insight into Jinnah’s Leadership and its Aftermath
  • Statehood in South Asia
  • Strategic Insights, Volume III, Issue 10 (October 2004)

Liammou diavaez

kemman

Lec’hiennou ofisiel

General information

Lec’hiennou titourin

Lec’hiennou nevez

Travel