한국   대만   중국   일본 
Jazz - Wikipedia

Jazz

seurt sonerezh

Ar jazz zo un seurt sonerezh ganet er Stadou-Unanet e derou an XX vet kantved . Kejadenn sonerezh Afrika (dre ar blues hag ar ragtime ) ha sonerezh Europa an hini eo. Kalz isrummadou sonerezh a zo bet maget gant ar Jazz.

Istor ar jazz kemman

 
Louis Armstrong , anv braz ar Jazz e derou an XX vet kantved

Ar jazz zo bet krouet er Stadou-Unanet e derou an XX vet kantved diwar ur meskad sonerezhiou ar re Afroamerikaned ?: ar "work songs", kanaouennou labour ar sklaved afrikan, ha kanou relijiel, negro spiritual ha gospel .

Adalek 1920 e teu ar blues da vezan skignet e delta ar Mississippi gant enrolladenn gentan Mamie Smith . Er memes amzer e erru ar ragtime , gant Scott Joplin da skouer. Ar boogie-woogie a ziorren ar memes mare e Chicago .

E Orleans-Nevez an hini eo e vez gwelet peurvuian al lec'h m'eo bet ganet ar jazz. E touez unsonerien bennan jazz mod New Orleans e kaver Kid Ory , Sydney Bechet ha dreist pep tra Louis Armstrong , heman o tigerin hent mare ar Swing .

 
The King & Carter Jazzing Orchestra foto tapet e Houston, Texas e mis Genver 1921.

Ar swing (pe middle jazz) en em zistag eus ar jazz New Orleans dre ul laz-senin brasoc'h ha dre ar bouez a vez roet d'an unsonerien. Mare ar big band eo, gant sonerien zibar evel Duke Ellington , Count Basie , Glenn Miller ha sonaozerien evel George Gershwin , Cole Porter , Richard Rodgers .

Genel a ra ar bloavezhiou 1940 ar bebop , gant un tempo buan tre. Anviou bras zo re Charlie Parker , Dizzy Gillespie ha Thelonious Monk . Gallet a reer ivez meneget ar free jazz adalek fin ar bloavezhiou 1950, al latin jazz hag ar jazz-rock gant Miles Davis ha Weather Report da skouer er bloavezhoiou 1960 ha 1970. Dont a ra war wel ur jazz "europeatoc'h" ivez, awenet gant ar sonerezh klasel , ar sonerezh a-vreman ha sonerezhiou ar bed .

Evit gwir en deus ar jazz ganet un taol bras a isrummadou. Tostoc'h ouzhomp eo bet krouet ivez an acid jazz o veskan jazz gant sonerezh elektronek .

Framm sonerezhel ar Jazz kemman

Arzourien pennan ar Jazz kemman

Aozerien kemman


Sonerien kemman

 
Scott Joplin


Gwelit ivez Rummad:Sonerien Jazz

Kanerezed kemman


Free Jazz kemman

Redennou ar jazz kemman


Lec'hiennou mojenn ar jazz kemman

  • ar Village Vanguard ?: Eman e Manhattan e New York . Unan eus lec'hiennou brudetan ar jazz, gant ar re vrasan o vezan sonet eno?: John Coltrane , Miles Davis , Bill Evans … Krouet e oa e 1935
  • ar Village Gate ?: nepell ar Vanguard e Greenwich Village
  • ar Filmore East ?: daoust ma ne vez ket kinniget jazz nemetken eno en deus bevet heman dispac'h electrek ar jazz gant Miles Davis e fin ar bloavezhiou 1960
  • ar Blue Note ?: dont a ra anv a c'hlub-man eus un embanner sonerezh jazz brudet. Eman e hent-kroaz ar 4 vet straed hag ar 6 vet bali.
  • ar Birdland ?: Charlie Parker a veze degemeret ingal er c'hlub-man krouet e 1949 war Broadway e New-York. Diouzh e lezanv Bird e teu anv al lec'h.
  • ar Ronnie Scott's ?: klub jazz brudetan Londrez moarvat.

Goueliou Jazz kemman

Klotan a ra ar jazz gant meizad ar festival abalamour d'e bersonelezh, e eztaol hag e senin war a prim. Meur a c'houel Jazz zo deuet da vezan brudet eta, en o zouez re San Francisco ha Montreal .

E Breizh e vez kavet Goueliou Jazz ivez, da skouer e Gwened ( Jazz a Vannes ) pe e Naoned ( Les Rendez-vous de l'Erdre ).

Kelenn ar jazz kemman

  • Berklee College of Music
  • Banff School of Fine Arts
  • American School of Modern Music
  • Centre des Musiques Didier Lockwood
  • Peabody University - Baltimore
  • Da revr brav

Notennou ha daveou kemman