한국   대만   중국   일본 
Donald Trump - Wikipedia

Donald John Trump (* New York , 14 a viz Even 1946) zo un den a aferiou stadunanat ha 45 vet prezidant SUA . Ezel eo eus ar Republican Party , danvez kannad ar strollad war ar renk e voe evit an dilennadegou 2016 .

Donald Trump
den
Reizh pe jener paotr  Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Stadou-Unanet  Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Donald Trump  Kemmañ
Anv ganedigezh Donald John Trump  Kemmañ
Anv-bihan Donald  Kemmañ
Anv-familh Trump  Kemmañ
Lesanv John Barron , John Miller , The Donald , David Dennison  Kemmañ
Moranv The Donald  Kemmañ
Deiziad ganedigezh 14 Mez 1946  Kemmañ
Lec'h ganedigezh Jamaica Hospital Medical Center  Kemmañ
Tad Fred Trump  Kemmañ
Mamm Mary Anne MacLeod  Kemmañ
Breur pe c'hoar Maryanne Trump Barry , Fred Trump Jr. , Robert Trump , Elizabeth Trump Grau  Kemmañ
Pried Melania Trump  Kemmañ
Bugel Donald Trump Jr. , Ivanka Trump , Eric Trump , Tiffany Trump , Barron Trump  Kemmañ
Familh Familh Trump  Kemmañ
Yezh vamm saozneg  Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet saozneg  Kemmañ
Yezh implijet dre skrid saozneg  Kemmañ
Place of detention Fulton County Jail  Kemmañ
Kondaonet evit falsifying business records  Kemmañ
Tachenn labour real property , Gouarnamant , television production , Politikerezh , Kenwerzh  Kemmañ
Karg Prezidant ar Stadou-Unanet , President-elect of the United States , chairperson , prezidant pe prezidantez , rener  Kemmañ
Bet war ar studi e Fordham University , The Wharton School , The Kew-Forest School , New York Military Academy , University of Pennsylvania  Kemmañ
Diplom skol-veur Bachelor of Science  Kemmañ
Lec'h annez Mar-a-Lago  Kemmañ
Lec'h labour New York , Washington D.C.  Kemmañ
Affiliation string Office of the President of the United States , President of the United States of America  Kemmañ
Strollad politikel Strollad Republikan  Kemmañ
Bet war ar renk da vezan dilennet 2016 United States presidential election , Dilennadeg prezidant Stadou-Unanet Amerika 2020 , 2020 Republican Party presidential primaries  Kemmañ
Strollad etnek White Americans  Kemmañ
Relijion Presbyterianism  Kemmañ
Liv an daoulagad glas  Kemmañ
Liv ar blev blev melen  Kemmañ
Klenved COVID-19  Kemmañ
Sport golf  Kemmañ
Handedness dehouiad  Kemmañ
List of works bibliography of Donald Trump  Kemmañ
Filmography filmlennadur Donald Trump  Kemmañ
Oberenn heverk Trump: The Art of the Deal , Crippled America , The Apprentice  Kemmañ
Ezel eus The World's Billionaires , SAG-AFTRA  Kemmañ
Bet kinniget evit Primetime Emmy Award for Outstanding Reality-Competition Program , Primetime Emmy Award for Outstanding Reality-Competition Program , Golden Raspberry Award for Worst Supporting Actor , Golden Raspberry Award for Worst New Star  Kemmañ
Lec'hienn ofisiel https://www.donaldjtrump.com  Kemmañ
Blog ofisiel https://www.donaldjtrump.com/desk , https://www.donaldjtrump.com/news  Kemmañ
Deskrivet en URL https://www.whitehouse.gov/administration/president-trump  Kemmañ
Hashtag trump , donald_trump  Kemmañ
Subject has role billionaire  Kemmañ
Kementad fizikel muzuliet Dorn  Kemmañ
Hairstyle / hairlength comb over  Kemmañ
Documentation files at SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts  Kemmañ
Catchphrase You're fired! , Make America great again , America first  Kemmañ
Personal pronoun L485  Kemmañ
Tikedenn Stack Exchange https://politics.stackexchange.com/tags/donald-trump  Kemmañ
Donald Trump e Aston, miz Here 2016

En desped d'ur bersonelezh divoutin e bed politikel ar vro hag ur sell hollek dispi war e drec'h, e trec'has memestra war Hillary Clinton en dilennadeg veur d'an 8 a viz Du 2016 . Oadet a 70 vloaz, bet eo bet ar prezidant koshan ha pinvidikan en istor ar vro. D'an 20 a viz Genver 2017 e voe kadoriet 45 vet prezidant Stadou-Unanet Amerika .

Donald J. Trump zo prezidant The Trump Organization , un aozadur karget da veran e embregerezhiou glad kement hag e embregerezhiou liesstumm all. Diskleriet en doa e tilezje ar garg-se ma vefe dilennet. E-korf e vuhez micherel, en devoa lakaet sevel touriou-bras bureviou, pretiou, kazinoiou, tachennou golf ha savaduriou all a-leizh dre ar bed holl.

E-kerzh kontan votou an dilennidi d'ar 6 a viz Genver 2021 , en doa goulennet digant e harperien feal ha trelatet, ha treuzwisket, bale asambles war-zu ar C'hapitol. A-benn ar fin e oant deuet-e-barzh armet pounner ha redian izili ar C'hongress da derc'hout, da-heul e oa marvet pemp den.

Yaouankiz

kemman
 
Donald Trump en New York Military Academy

Ganet oa al lampon d'ar 14 a viz Even 1946 , er Jamaica Estates , Queens , ur c'harter eus New York City . Bez ez eo an eil bugel yaouankan a-ziwar pemp. Diwar ar breudeur ha c'hoarezed ne chom nemet tri hag a zo bev c'hoazh?: Maryanne, Elizabeth ha Robert. Breur henan Trump, Fred Jr., a varvas e 1981 abalamour d'an alkoolegezh, pezh a reas da zDonald disklerian e oa pennkaoz d'ar fed ma ne eve ket ha na vutune ket. Trump en deus orinou german diouzh tu e dad ha re skosat diouzh hini e vamm?; ar pevar den-kozh zo a orin eus Europa ha bet ganet war an tir eno.

Skoliata

kemman

Ne oa ket paotr ar skol pa oa yaouank, ur penn-kleiz anezhan?; anzavet en dije e oa spontus gant ar gelennerien. Korn ar c'hlas a oa lesanvet DT dre ma veze kaset alies eno, e pinijenn. Dre ma veze beg bras ha dichek betek re e voe kaset gant e dad d'ur skol-soudard, evit sternian ar c'hille. Dont a reas a-benn da gavout e hent eno ha da vezan brudet-mat dre e gamaraded skol. Unan anezho nefe diskleriet dezhan ≪?dont a ri da vezan prezidant?!?≫ ha Trump nefe respontet dezhan "e c'hoantae kas un dra veur da benn".

Yaouankiz ar chanteriou

kemman

Ur wech echuet gant ar skol-soudarded strizh, e c'hae Donald gant e dad war chanteriou meur embregerezh ar familh?; alies e veze eno o komz hag o vevan e-mesk ar vicherourien vunut, ar pezh a voe un elfenn diazez evit e vuhez politikel da c'houde.

Sellou politikel

kemman

Trump a vez skeudennet alies gant sellou pe kredennou politikel hebleg hag hedro azas diouzh an ezhomm. Ar gazetenn Politico he devoa e zeskrivet o kaout diazezou politikel "eclectic, improvisational and often contradictory" (liesseurt, primsavet ha dislavarus alies). Bet e oa bet o finval a strollad da strollad e-pad e vuhez betek bezan kannad d'ar Reform Party hag emezelet en Strollad Demokratel . An diazezou politikel neus chenchet zo liesarvez evel an hini war an taosou, ar sioc'hanin , pe plas ar gouarnamant da genver ar vezegiezh .

Make America great again

kemman

Al lugan

kemman
 
Spilhenn Ronald Reagan e 1980
 
Pegsun Donald Trump e 2016

Lugan Donald Trump evit dilennadegou kannaded ar Republican Party kement hag evit dilennadeg prezidant 2016 a oa Make America Great Again ("Grit amerika meur adarre")?; damhenvel eo al lugan-se ouzh an hini a oa bet implijet e-doug kampagn Ronald Reagan e 1980. Evitan pal al lugan a oa lakaat war-raok stad truezus ar vro ha penaos e c'hoantae-en adsevel brud ha nerzh d'ar Stadou Unanet Amerika. Ni ar vofed digemplez a vo loc'hus hepmuiken.

Mennozhiou politikel 2015-2016

kemman

SUA dipitus

kemman

Donald Trump en deus desachet sellou dipitet ar bed war stad mantrus ar Stadou-Unanet Amerika dre dagan an emgleviou etrebroadel ( North American Free Trade Agreement pe NAFTA, emgleviou an eskemmou frank...) kablus hervezan da vezan rivinet ar vro ha stlapet ar vicherourien en dilabour a-yoc'h pe er straedou.

Enep Establishment

kemman

Unan eus pennaennou Donald Trump a oa stourm a-enep d'an Establishment ?: an dud pinvidik galloud ganto a vefe mistri war ar vro, o laerezh pe o vougan pobl vunut Amerika. E-touez ar re-se e kaver pennou ar Strollad Republikan, pennou ar strollad Demokratel, ar gazetennerien gwerzhet d'an establishment, an dud a aferiou hag an tiez-eskemm. A-enep an holl vouc'hizien, staliet mat-se e lakaas war-raok al lugan Taking back our Country ("Oc'h adkemer hor bro").

Mennozhiou sokial

kemman
 
Donald hag Ivanka Trump dougerez e-pad kampagn 2016

E-pad kampagn dilennadegou 2016 e oa tuet kalz Donald Trump gant e verc'h Ivanka Trump hag a zegasas dezhan abegou denelour evel arguzennou ( Child care , ober war-dro ar vugale). Tamm-ha-tamm e lakaas ar verc'h he zad da chench ali war dodennou sokial ha tomm d'an Amerikaned vunut.

Ivanka Trump he doa stourmet abaoe ar bloavezh 2014 evit habaskaat sell he zad war an dizingalded etre goprou ar maouezed ha re ar wazed. Bountet he doa war he zad evit rein brud ha harp d'ar maouezed a felle dezho mont etrezek penn an aozaduriou pe embregerezhiou. A-zivout ar mennad-se e tisklerias I believe my father will take giant leaps to change that, he's somebody who walks the walk ("Me 'gred din e raio ma zad kammedou bras evit kemman kement-se, en zo den da vont betek penn an hent").

Un doare dichek da gomz ouzh ar bed

kemman

Unan eus diazezou politikel Donald Trump eo ar frankiz da embann ar pezh a fell dezhan ha pa fell dezhan. Evel-se e oa bet tapet alies e-kerzh kampagn kannaded ar Strollad Republikan kement hag e-pad kampagn an dilennadegou 2016 evit komzou feuls, rok, gouennelour pe enep-maouezed.

Komzou Donald a blij kement d'an dud vunut ha d'an dud aet fae gant pezh a anvont the politicaly correct (ar sevended politikel). Evit an ao Donald Trump, anadenn chom seven er politikerezh zo ur redien bet degaset gant an establishment (tud gouarnamant Washington, tud an Democratic Party...) hervezan gant ar pal difenn ouzh an dud da embann o sonjou pe degas chenchamantou gwirion. Pell ganti ez eas dre ar bennaenn-se betek kunujennin Hillary Clinton war-eeun pe gouarnamant ar Stadou-Unanet.

Mennad ar Self-made man

kemman

Gant Donald e voe implijet kalz ar rakskeudenn-se e-pad kampagn dilennadegou 2016 hini ar Self-made Man hag a oa dija e hini abaoe e yaouankiz. Implijet oa bet ar skeudenn-se evit klask magan spi en-dro d'ar voterien, evel-hen e c'helfent rein lans en-dro da ekonomiezh Amerika gant pep hinienn, ur wech lakaet e-penn ar vro.

Program politikel 2017

kemman

Donald Trump zo bet rediet da zisplegan sklaeroc'h ar pezh en devoa c'hoant da ober pa vefe dilennet da brezidant ar Stadou-Unanet. M'eo chomet peuzhenvel darn vrashan e vennozhiou evit pezh a denn d'ar (sioc'hanan, enbarzhidi..), evit ul lodenn all int kemmet pe emdroet avat, betek trein a-du gant an dimezin henvelreizhidi. Rein lans da chanteriou bras pe digreskin an taosou, uhellaaat live moger etre Bro Meksik ha SUA setu mennozhiou diazez ar program.

Politikerezh etrebroadel

kemman

Pal pennan Donald oa daskor galloud en-dro d'ar SUA evel a-gent hogen hep kemer perzh e brezeliou ar bed. Goulennet noa digant Europa ma vefe barrek da samman ar c'hiriegezh d'en em zifenn e-unan, en ur bostan kementadou arc'hant uhelloc'h en difenn brezel. Goulennet noa digant e guzulierien milourel penaos ober evit diskar ar buanan posupl, ar Stad Islamek . Evit Siria da vihanan noa diskleriet e rankje ar SUA kenlabourat tostoc'h gant Rusia Vladimir Poutin .

Politikerezh Trump da genver Iran zo bet unan reut. Ar feur-emglev a oa bet sinet da genver an nukleel a oa bet torret. Goulennet en doa ivez ma vefe lakaet kastizou strisoc'h war ar vro.

Mec'hiko

kemman

E-pad kampagn an dilennagou stadunanat e oa bet embannet sklaer gant Donald e felle dezhan talan ouzh an enbroerezh direizh. Sonj pennan e gomzou a oa Mec'hiko . Fellout a rae dezhan lakaat sevel ur voger war an harzou etre an div vro. Al lugan Built the wall ("Savit ar voger") a veze klevet e genou harperien feal Donald Trump a-raok, hag abaoe, m'eo bet dilennet da brezidant. D'ar 5 a viz Ebrel 2018 en doa gourc'hemennet d'ar Gwarda broadel stadunanat mont etrezek an harzou, da c'hortoz ma vefe echuet sevel ur voger [1] .

Goude an dilennadeg

kemman

Pa oa bet dilennet Donald e oa 45 vet prezidant Stadou Unanet Amerika, raktal e oa ur santimant mesket a etlamm hag a spont evit kalzig a gazetennerien pe dielfennerien politikel koulz evit pennou an Democratic Party .

Whitelash

kemman

Evit Van Jones eo e-kerz un abadenn tabut war ar skinwel evit dielfennan votadeg 2016 war CNN d'an 8 a viz Du 2016 e vije c'hoarvezet ur whitelash , pezh a sikouras Trump bout dilennet.

Hervezan, dilennadeg Donald Trump a c'heller displega gant an dud wenn aet poazh gant pouez brasoc'h-brasan lobiou ar minorelezhiou en o c'henver er gevredigezh amerikan ha rein ur flac'had dezho, goude ur brezidant du.

 
346 Gward broadel eus Florida kaset da harpan an archerien e-pad kadoridigezh Donald Trump d'an 21 a viz C'hwevrer 2017

This was a whitelash against a changing country. It was a whitelash against a black president, in part, and that's the part where the pain comes. And Donald Trump has a responsibility tonight to come out and reassure people that he is going to be the president of all the people who he insulted and offended and brushed aside."

Manifestadegou

kemman
 
12 a viz Du 2016 manifestadeg enep Trump e Washington

Manifestadegou zo bet e lod keriou bras en Amerika evit enebin ouzh dilennadeg Donald Trump?; un hashtag "Notmypresident" oa bet krouet. E-touez ar vanifesterien oa ar ganerez Cher . Rudy Giuliani , a-du-krenn gant Donald Trump, a respontas dre genverian ar vanifesterien ouzh babigou moumounet [2] .

"We're bringing up a generation of spoiled crybabies [...] most of the kids aren't crying. Most of the kids are going to class.""

Fin e respetad brezidant

kemman

D'ar 7 a viz Du 2020 ec'h embannas an ajans Associated Press , ha da heul gant ar mediaiou bras stadunanat, e oa trec'h Joe Biden , an danvez prezidant demokrat, war Donald Trump. Ne asantas ket Donald Trump ar wirvoud nevez se. Trec'h Joe Biden, a c'heller displegan hervezan abalamour m'eo bet laeret an dilennadegou gant an druchourien [3] Embann a reas e oa aet ar maout gantan ha kroget oa gant e skipailh da sevel klemmou a-bep seurt.

Tabutou a-bep seurt

kemman

Tabutou a-bep seurt tro-dro d'ar prezidant Donald Trump.

Tabutou reizhel

kemman
 
Stormy Daniels e 2013

Alies e tifluk komzou macho en e veg. Ouzhpenn-se ez eus bet douget klemm outan gant maouezed meur a-wech, en abeg d'e dagadennou reizhel. An aktourez pornografek Stormy Daniels zo bet paeet 130 000 $ gant Michael Cohen, alvokad personel ar prezidant, evit tevel pa oa-hi o lakaat war-raok darempredou reizhel bet gant Donald Trump er bloaz 2006 pa oa heman dimezet dija gant ar First Lady , Melania Trump [4] .

An afer rusian

kemman

Rebechet e vez da Zonald Trump ha d'e harperien ar fed o dije resevet harp digant Rusia evit erruout er galloud, dreist-holl evit pezh a denn d'ar rouedadou sokial. Digoret zo bet un enklask justis evit gouzout hag-en e oa bet ul liamm etre gouarnamant Rusia ha skipailh dilennadegou Trump. A-benn ar fin ar gont n'eo ket bet prouet e oa kablus Donald Trump evit e liammou gant Rusia [5] .

Red an armou-tan

kemman

Dindan respetad Donald Trump ez eus bet stadet meur a lazhadeg (evel hini Las Vegas ) dre armou-tan. Rebechet e vez dezhan e vije bet harpet gant arc'hant rouedad an armou gant 30 milion a zollarou profet gant an NRA e-pad ar c'hampagn.


 
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Dilennadeg 2020

kemman

Aloubadeg ar C'hapitol

kemman

D'ar 6 a viz Genver 2021 , d'an ampoent ma oa an dilennidi o kontan, niver an dileuridi bet dilennet evit choaz an danvez prezidant, en doa aozet Trump ur brezegenn dirak ar C'hapitol. Kemenn a reas d'an arvesterien e oa bet trafiket an dilennadeg, ha laeret an demokratelez hag e oa mallus bras adkemer ar vro "take back our country" en ur ziskouez startijenn yac'h ar bobl ha "fight like hell."

 
Poltred skramm eus kont Twitter Donald ur wech skarzhet.

Ur strollad kompozet a vilierou a harperien, lod anezho armet, a oa bet o vale etrezek ar savadur kapitol. Lakaet e oa bet un ehan ganto da vreutadeg dileuridi ar sall vras , er c'hapitol hag e oant trumm skampet kuit. Kantadou a dud a oa aet e-barzh er C'hapitol. E-kerz an aloubadeg en doa embannet Donald Trump kemenadennou war Twitter ha Facebook evel: "distroit d'ar ger karantez ennoc'h hag hegarat", hogen o komz eus an alouberien evel "brogarourien blijus hag ampart" ha tud "ispisial-tre", gant kemennadennou all oc'h embann e oa bet laeret an dilennadenn. Ur wech aet an alouberien kuit diouzh ar C'hapitol, e oa distroet goustadig izilli ar C'hongress hag o doa kadarnaet dilennadenn Joe Biden . Filmet e oa bet an aloubadeg war-eeun ha skignet war ar rouedadou sokial. Sabatuet hag estonnet e oa bet an arvesterien gant kement-man. Feuket e oa bet darn eus pennou bras ar bed. Pennou bras ar Strollad Demokrat o doa galvet Trump da vezan skarzhet diouzh e bost. En holl e oa bet marvet pemp den:

  • Brian D. Sicknick, 42: un ofiser polis eus ar C'hapitol
  • Ashli Elizabeth Babbitt, 35: Haperez Trump, ez-soudardez
  • Rosanne Boyland, 34
  • Georgia; Kevin Greeson, 55
  • Benjamin Philips, 50

Dielfennan radio

kemman

Oberennou

kemman

Levrlennadur

kemman

Notennou ha daveennou

kemman


  Prezidanted ar Stadou-Unanet abaoe 1789  
(gwelet ivez?: Stadou-Unanet Amerika ? Ti Gwenn )