Kentan brezel Indez-Sina
a voe ur brezel etre
Bro-C'hall
ha
Republik Demokratel Viet Nam
, bet embannet d'an
2 a viz Gwengolo
1945
gant broadelourien gomunour ar
Vi?t Minh
, en Indez-Sina c'hall. Kregin a reas e
1946
hag echuin a reas e
1954
.
Disoc'h ar brezel a voe divod ar c'hevredad, lorc'h ar broiou nevez krouet eus an
Impalaeriezh trevadennel c'hall
ha rannadur an div Stad war an tiriad vietnamian. Bez e oa bet 500 000 Lazhet.
Miz Eost 1945: ar
Vi?t Minh
, luskad dizalc'hour vietnamian komunour, a denn gounid eus dalc'hidigezh Indez-Sina gant ar Japaniz pemp miz en a-raok (kennaroud
brezel ar Meurvor Habask
), a gemeras ar galloud en drevadenn c'hall. Gouarnamant da c'hortoz ar Republik C'hall a gasas prim ur c'horfad soudarded ergerzhad evit adkemer an tiriad kollet. Buan a-walc'h e drenkas an darvoudou goude miz Du 1946 betek degouezhout d'ur brezel etre nerzhiou Republik Demokratel Viet Nam hag ar C'hallaoued.