Wikipedia : Kendivizou reolata/Anviou divoutin gresianek kozh ha modern

Eus Wikipedia
Politikerezh envel ofisiel
Erbedet eo doujan d'ar pennreolennou-man bet votet diwar o fenn

Evit kompren gwelloc'h pep kinnig, lennit mar plij an displegadennou hiroc'h er bajenn-gaozeal stag ouzh homan


Diviz 1.

An anviou gresianek divoutin a-vreman a vo treuzskrivet hervez an distagadur a-vreman kentoc'h evit bezan treuzlizherennet

da skouer, "D" e lec'h "Nt", "e" e lec'h "ai", "ef/ev" e lec'h "eu", h.a.)

Diviz 2.

Doujan da stumm gresianek orin an anviou

da skouer, Odyseus (?δυσσε??) kentoc'h evit *Ulises, gant adkasou a stumm da stumm mar bez ezhomm)

Diviz 3.

Atav e vo lakaet stumm nominativel un anv gresianek divoutin da vezan ar stumm diazez ma vo savet ar stumm brezhonekaet diwarnan, koulz evit an anviou gourel hag ar re venel

da skouer "Homer os " (< ?μηρο?) e-lec'h *"Homer"; "Penelop e (< Πηνελ?πη) e lec'h *"Penelop")

Diviz 4.

Brezhonekaat an dibenn-ger gresianek hag a dalvez da verkan lod eus an anviou-kadarn benel -η > -e atav, ne vern penaos e vez graet gant yezhou all.

da skouer "Andromac'h e " (< ?νδρομ?χη) kentoc'h evit *"Andromac'h", estreget evit an anviou brezhonekaet en un doare hengounel dija, da skouer el listennadou a gaver e geriadur Roparz Hemon, implijet evel anviou boas tud dija, d.s. "Europ a ").

Diviz 5.

Doujet e vo da dreuzskrivadur a-ziforc'h etre ar pariou blotaat / dre c'hwezhan

Tennan a ra da dreuzksrivadur ar pariou-man:

Φ (phi) > f ~ Π > p Χ (khi) > c'h ~ Κ > k Theta (phi) > th > t ~ Θ > th

da skouer " F aethon" (< Φ α?θων) e lec'h *" Ph aeton)
da skouer " Th anatos" ( < θ ?νατο?) e lec'h *" T anatos"...)

Diviz 6.

Ne vo ket implijet C, Q hag X

Doujan da reolennou reizhskrivadur brezhoneg a-vreman: da lavaret eo chom hep implijout na "c" e unan, na "x", na "q". E plas "c", lakaat "k" pe "s", hervez ar son a zo e gresianeg; hag evit "x" lakaat "ks"

da skouer: Ny ks ( < Νyξ) e lec'h * Ny x )

Diviz 7.

Lakaat kemm etre "iota" ha "upsilon". Treuzskrivan "upsilon" > y'

da skouer, Thet i s (< Θ?τι?) kv. Teth y s (< Τηθ??).

Diviz 8.

Implijout daoubik e brezhoneg ( eu ) evit an diftongenn c’hresianek ε?, (estreget "Z eu s" < Ζε??)

Diviz 9.

Treuzskrivan an diftongenn αι > <ai> , dishenvel diouzh an diftongenn αε > <ae>

da skouer,?: Fil ai nis (< Φιλ αι ν??) kv. F ae thon (< Φ α? θων ))