한국   대만   중국   일본 
Den Haag - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Den Haag

Eus Wikipedia
Ar Grote Markt , pe ar Marc’hallac’h
Ar Fluwelen Burgwal , ur boulouard bras, gwelet diwar toenn an ti-ker

Den Haag (anvet ivez ' s-Gravenhage ) zo ur ger e kornog an Izelvroiou , m’eman sez ar gouarnamant, daoust ma n’eo ket ker-benn ar vro ( Amsterdam an hini eo). Ker-benn ar brovins Zuid-Holland eo.

Annezet eo Den Haag gant 563.122 a dud (2023) [1] . E ker eman porzh kozh Scheveningen .

Den Haag hag an trowardroiou a ya d’ober, gant 700.000 a annezidi, unan eus kreizennou pouezusan ar Randstad , gant Amsterdam ha Rotterdam .

An anv Den Haag (skrivet gwechall ≪ Die Haghe ≫) eo an anv ofisiel koshan. Ur stumm all zo da anv ker : 's-Gravenhage (≪Liorzh an dug≫), cheuc’hoc’h, zo en implij abaoe 1639 . Savet e voe moarvat diwar skouer an anv 's-Hertogenbosch (anvet alies Den Bosch ). Breman e vez implijet ar stumm Den Haag gant an ti-ker, ha stummou henvel a gaver e yezhou all : Den Haag en alamaneg, The Hague e saozneg, La Haye e galleg pe La Haya e spagnoleg.

E Den Haag eman an Erste Kamer ( Kambr gentan ) hag an Tweede Kamer ( eil kambr ), da lavaret an div gambr a ya d’ober parlamant an Izelvroiou. Eno ivez eman bureviou ar vinistred ha lez-varn uhelan ar vro. Eno eman o chom ivez ar Rouanez Beatris . Kannatiou ar broiou all en em gav holl e Den Haag ha meur a ensavadur etrebroadel bras ivez (evel Europol pe al Lez-varn Etrebroadel . Daoust da se ez eo Amsterdam ker-benn an Izelvroiou, hervez bonreizh ar stad.

Livaduriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. (nl) (en) Bevolking , lec'hienn ofisiel Den Haag (22 a viz Meurzh 2024)